Levr ar Salmoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Psalms scroll.PNG

Levr ar Salmoù (ספר תהילים / Sefer Tehillim en hebreeg, Levr ar Meuleudioù ; زبور Az-Zabur en arabeg ) zo ul levr eus ar Bibl, ennañ barzhonegoù da vezañ kanet. Kavet eo en Testamant Kozh ha skrivet eo bet en hebreeg evel-just. 150 salm zo ennañ, niverennet eus I da CL.

Dont a ra an anv eus ar ger gregach ψαλμός (psalmos) a veze graet eus un ton sonet gant ar psalterion. Diouzh o anv neuze, e ouzer eo ar Salmoù barzhonegoù bet skrivet evit bezañ kanet. An eilad a c'helle dont eus binvioù a bep seurt, alies binvioù dre gerdin, met a-wechoù binvioù all. Bez' ez eus Salmoù a zo meneget ar benveg-seniñ aliet enno.

Savet e vijent bet gant un dek oberour bennak, lakaet eo war gont ar Roue David 73 anezho: gantañ e vijent bet skrivet en Xvet kantved kent JK. Moarvat eo bet skrivet ar Salmoù etre ar bloavezhioù 1300 ha 800 kent JK.


Stumm lennegezh[kemmañ]

Diwar-benn o stumm lennegezh eo posupl kevrennañ ar Salmoù e pemp lodenn:

- Kanaouennouù-meuliñ: e-keñver Doue (d.s. niv. 8, 24, 29, 47, 105, 113), e-keñver ar Roue eouliet gant Doue (d.s. niv. 2, 72, 110), e-keñver kêr Zoue, Jeruzalem (d.s. niv. 84, 87, 122)

- Pedennoù o tisplegañ: ar fiziañs (d.s. niv. 4, 11, 16, 23), trugarekadennoù (d.s. niv. 103), ar geuzidigezh (d.s. niv. 32, 38, 51, 130), ar c'houzañvded (d.s. niv. 3, 5, 6, 7, 13)

- Barzhonegoù kelennus (d.s. niv. 1, 139)

- Lavarioù profedel (d.s. niv. 50)

- Meur a stumm mesket er memes Salm (d.s. niv. 118)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.