An Diaoul Dieub

Eus Wikipedia

An diaoul dieub eo anv an ti-embann zo bet savet e 2007 e Montroulez gant Erwan ar Rouz ha sikour Koulizh Kedez.

Identelezh an ti-embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Daleth doubl, arouez ti-embann An Diaoul Dieub

An ti-embann-se a zo bet savet evit lakaat war-wel oberennoù araokour hag anveliour e-ser klask nevesaat lennegezh Breizh dre ar c'hrouiñ, an treiñ hag an imbourc'hiñ. Evit poent ne embann ken An Diaoul Dieub met oberennoù Koulizh Kedez.

Arouez an ti-embann-se eo an "daleth" doubl (dor eo ster ar ger hebraek "daleth" hag anv ul lizherenn war un dro).

Levraoueg An Diaoul Dieub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ da-heul penaos e kinnig an ti-embann-se al levrioù deuet er-maez digantañ[1]:

"Ul levr puilh a varzhoniezh, daou levr ret-holl a droidigezh varzhoniezh, ur romant diroll, ul levr danevelloù gouez ha dizoue : sed hor pemp levr kentañ deuet er-maez e 2008 ha 2009. Pemp levr a dalvoudegezh anat d'ar re a briz al lennegezh."

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Testenn "ur yezh evit ar bed" war load An diaoul Dieub