Vvet kantved

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
I milved kt JK | I milved | Eil milved

../.. | IIIe kantved | IVe kantved | Vvet kantved | VIvet kantved | VIIvet kantved | ../..

Bloavezhioù 400 | Bloavezhioù 410 | Bloavezhioù 420 | Bloavezhioù 430 | Bloavezhioù 440
Bloavezhioù 450 | Bloavezhioù 460 | Bloavezhioù 470 | Bloavezhioù 480 | Bloavezhioù 490

401 402 403 404 405 406 407 408 409 410
411 412 413 414 415 416 417 418 419 420
421 422 423 424 425 426 427 428 429 430
431 432 433 434 435 436 437 438 439 440
441 442 443 444 445 446 447 448 449 450
451 452 453 454 455 456 457 458 459 460
461 462 463 464 465 466 467 468 469 470
471 472 473 474 475 476 477 478 479 480
481 482 483 484 485 486 487 488 489 490
491 492 493 494 495 496 497 498 499 500

Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman


D'ar 1 Genver 401 e krog ar Vvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 500.

Romulus Augustus, diwezhañ Impalaer roman ar C'hornôg

Darvoudoù[kemmañ]

Amerika[kemmañ]

Afrika zu[kemmañ]

  • Kêrioù kentañ e su ar Sahara (Djenne-Djenno). Ur greizenn genwerzh lec'hel bouezus eo Djenne-Djenno d'ar mare-hont. Enporzhiet e vez kailh houarn ha mein malañ hag ezporzhiet e vez boued (pesked hag edaj) war-du ar c'hêrioù nevez war lez an dezerzh.
  • E-tro ar Vvet hag ar VIvet kantved en em stailh ur boblañs, nevez mestroniet an houarn ganti, en-dro d'ar Zambez ha d'al Limpopo. Eus an norzh e vije deuet ar vengleuzerien rhodezat-mañ, marteze eus kornioù Meroe ha su rouantelezh Aksoum. Tennañ a reont aour, kouevr ha staen diouzh an douar. Gallet ez eus bet renabliñ , evit poent, e-tro 60 000 mengleuz en takad-se. Marteze eo bet ganet sevenadurezh ar Zimbabwe, en em zispako adal an Xvet kantved, diwar ar sevenadur-mañ.
  • Kêriadenn Broederstroom, e kornôg Pretoria e Suafrika.
  • Tizhet eo Madagaskar gant trevadennerien Afrikan hag Indonezian.

Azia-greiz[kemmañ]

Reter-pellañ[kemmañ]

  • Bog rouantelezh Koguryŏ (Korea) dindan renadur Kwanggaet'o Wang Veur hag e vab Changsu Wang.
  • Bezioù roueel Silla ha Koguryo e Korea.
  • Rouantelezh Yamato e Japan. Mestr eo klan Yamato war trowardroioù Nara, e-kreiz Honshu ha levezonet eo gantañ su an enezenn hag aodoù mor Japan.
  • Mont a ra Bro-Japan e-barzh lusk an oadvezh istorel a-drugarez d'ar skritur deuet eus Sina ha da elfennoù kentañ ar sevenadurezh deuet dre Gorea. Milrannet er penn-kentañ e priñselezhioù niverus, e teu ar galloud da vezañ kreizennet muioc'h-mui etre daouarn an impalaerien (tennô), a orin doueel hervez ar c'hredennoù (e-tro 520).
  • Hervez an hengoun en em gav ar brâhman Kaundiya e Funan (Su Viêt-Nam). Goude bezañ lakaet merc'h ur roue-naer (nâga) dindan gazel-ge, gras d'ur wareg hud, e timez ganti ha dibabet eo da roue gant ar bobl. Kemmañ a ra al lezennoù diouzh doare India.
  • Kas a ra Stad Funan, anavezet dindan an anv-se diwar mamennoù sinaat, ur politikerezh d'en em em ledañ war-du an argoad a-raok bezañ diskaret d'he zro er VIvet kantved gant Stad kreñvaet Zhen-la (pe Chen La) bet sujet a-gent. E Funan e oa bet lakaet ar Shivaegezh da relijion Stad.
  • Kerkent hag ar Vvet kantved, e teu war wel daou seurt aotrouniezh politikel en enezeg Indonezia : ar Stadoù mor diazezet war ar c'henwerzh ha staliet war aodoù Sumatra, norzh Java, Borneo (Kalimantan) ha Selebez, ha, diouzh an tu all, rouantelezhioù an argoad diazezet war labour ar riz, e reter hag e-kreiz Java. Skoulmet darempredoù ganto gant sevenadurezh India, e vez degemeret gant ar rouantelezhioù-se ar skritur, ar sañskriteg hag ar relijion (boudaegezh hag indouegezh).
  • En em gavout a ra ar relijion boudaat e Myanmar hag Indonezia.
  • Gweladenniñ a ra ar pirc'hirin boudaat sinaat Faxian (Fa Hien) inizi ar Sond e deroù ar c'hantved.
  • Ganet eo ar pagodennoù sinaat boudaat diwar skouer stûpaoù kreiz Azia, heñvel o stumm ouzh hini un tour (emdroadur stadet war kinkladurioù mougevioù ar Yungang).

India[kemmañ]

Oseania[kemmañ]

Europa ar C'hornôg ha bed roman[kemmañ]

Europa ar reter[kemmañ]

Tud dibar[kemmañ]

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù[kemmañ]