Afrika an Norzh
Ur ranngevandir dibar a vez graet eus Afrika an Norzh (a-wechoù: Norzhafrika) abalamour d'an douaroniezh ha d'an istor. Dezerzhioù ar Sahara ha Nubia a ya eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor ruz hag eo diaes eo treuziñ anezho ken ez eus ur seurt harz diwelus war-zu ar Su.
Taolenn |
Broioù enni [kemmañ]
Hervez ABU emañ e-barzh:
Aljeria
Libia
Maroko
Sahara ar C'hornôg
Soudan
Soudan ar Su (a vefe kentoc'h da lakaat en Afrika ar Reter, pe en Afrika ar C'hreiz, met evel ma oa stag ouzh Soudan betek 2011 eo bet miret amañ)
Tunizia
Hervez an douaroniezh e vefe e-barzh ivez:
A-wechoù e vez lakaet e-barzh:
An inizi Azorez ha Madeira (e dalc'h
Portugal), an inizi Kanariez ha kêrioù Melilla ha Ceuta (e dalc'h
Spagn) a zo lodennoù eus Afrika an Norzh ivez, daoust m'emaint en Europa ent-politikel.
Istor [kemmañ]
Disheñvel-tre istor ar pobloù dispartiet gant ec'honderioù digenvez ha digevannezus, ec'honadoù traezh ha kerreg divent enno. Dont a ra war-wel pobloù Norzhafrika e mare ar Fenikianed kozh pa staljont trevadennoù, Karthada (Kart hadasht = Kêr nevez) an hini bennañ (war-dro - 814). Goude kresk ha digresk galloud Karthada e teuas amzer ar Romaned pa gemeras he bro Skipio an Afrikan (212 kt JK|- 212). Da diriad Karthada (hini Tunizia hiziv) ec'h aloubas ar Romaned tiriadoù rouantelezh berber an Numided (darn Aljeria hiziv) e - 48. E Kornôg Norzhafrka e oa ur rouantezh berber all, anvet Mauretania gant ar Romaned. Pa voe aloubet ganto e -40 ez aio Mauretania d'ober daou broviñs, ar Mauretania tingitania (kêr-benn: Tandja) hag ar Mauretania kezarian (kêr-benn: Kezarea, Cherchell hiziv) ha goude e oe krouet ur Mauretania sitifian (kêr-benn: Setif.
E Reter Norzhafrika emañ Libia hag Egipt, met lodenn an dezerzh a ya betek aod ar Mor Kreizdouarel a zo un harz diwelus all evit dispartiañ lodenn gornôk Norzhafrika ha lodenn reter etre Tunizia ha Libia. Setu perak e vez implijet ar gerioù arabek evit Kornôg eus un tu (ar Maghreb) hag evit Reter eus un tu all (ar Machrek). Goude aloubidigezh ar Vandaled (Vvet kantved) e kouezhas Norzhafrika dindan beli ar Vizantidi (VIvet kantved) hag hini an Arabed (VII-VIIIvet kantved).
Pa oa bet gounezet d'ar feiz kristen an ranngevandir war-dro an 3de kantved hag eo bet ganet e Thagast (Souk-Ahras) sant Aoustin (sanctus Augustinus), eskob Hippona ha doueoniour, e troas ar relijion da hini an Arabed, an Islam, hemañ chomet relijion Norzhafrika a-bezh hiziv.
Koulskoude e oa pell Norzhafrika eus kreizenn an Islam e Damask hag e Bagdad hag khalifed distag (roueed gant galloud relijiel) a zo bet en Egipt (kalifed fatimat betek an 12vet kantved). Roueed Maroko a aloubas Spagn ha Su Bro-C'hall (VIIvet-VIIIvet kantved), met tamm-ha-tamm e oe skarzhet kuit gant ar Spagnoled (diskar rouantelezh Granada e 1492). Padal ne chomas ket distag ar broioù all diouzh ar bed muzulman pa zeuas an Durked a-benn ren Aljeria, Tunizia, Libia hag Egipt (XVvet-XVIIvet kantved). Koulskoude ne c'helle ket an Durked mirout na ve morbreizherien berber mistri war meur a borzh en Aljeria ha Tunizia. (Sellet ouzh Kheir-ed-Din)
Dinerzhet gant brezelioù e Bro-C'hres (1823) hag e Roumania ne c'hellas ket sultaned Turkia mirout ouzh Bro-C'hall, Bro-Saoz hag Italia a glask lodennañ Norzhafrika etrezo. Aloubet e voe Aljeria gant Bro-C'hall e 1830 hag Egipt gant Bro-Saoz (1840) tra ma kemere Italia Bro-Libia e 1912.