Impalaeriezh roman ar Reter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Lodenn reterañ an Impalaeriezh roman eo bet Impalaeriezh roman ar Reter (Ἀνατολική Βασιλεία Ῥωμαίων / Anatolikè Basileía Rhômaíôn e Krennc'hresianeg, Imperium Romanum Orientale e latin). Impalaeriezh Bizantion e vez graet eus outañ peurliesañ goude labour an istorour Hieronymus Wolf e 1557. Kergustentin a oe e gêrbenn diwar youl hag anv Kustentin I e 330, ur gêr a oa e anv kozh Bizantion pa oa bet krouet evel un drevadenn gant tud Megara e 667 kent Jezuz-Krist. Setu perak e vez komzet eus ar Vizantiniz, annezidi ha renerien an impalaeriezh.

Krouet e oa bet Impalaeriezh a Reter pa oa bet divizet ar wech diwezhañ e 395 goude marv Teodusius Iañ ha distrujet eo bet e 1453 pa oa tapet Kergustentin gant an Otomaned, en ur lazhañ an impalaer diwezhañ, Kustentin XI. Gwelet e veze an Impalaeriezh evel an Impalaeriezh roman kozh gant tud Impalaeriezh ar Reter, daoust ma oa bet graet anezhañ Impalaeriezh gregach gant tud Europa ar C'hornôg. Koulskoude e vez graet "Rum" anezhañ, hervez an anv "Basileía tôn Rhômaíôn" (Impalaeriezh ar Romaned) peogwir tud an Impalaeriezh a selle outo evel ar Romaned gwir.

Tiriadoù Impalaeriezh roman ar Reter[kemmañ]

Istor[kemmañ]

Orin an eil impalaeriezh a zo bet an diarkiezh (ren doubl) a stalias an impalaer Diokletian e 285 evit ma vefe difennet harzoù ar Reter ouzh ar Varbared. Betek dismantr Impalaeriezh roman ar C'hornôg e chomas unanet a-walc'h e-keñver ar Gwir an div lodenn, met rannet e voe an Impalaeriezh roman e 395 etre daou vab Teodosius I, Arkadius ha Honorius. Diforc'hioù bras a-walc'h a oa e-keñver ar sevenadur pa oa al latin yezh ofisiel ar C'hornôg hag ar gregaj yezh ofisiel ar Reter. Un Imperator a rene al lodenn gentañ hag ur Basileos an eil lodennn.
E 476 e voe dismantret Impalaeriezh ar C'hornôg gant ar Vandaled pa chomas bev hini Kergustentin ur milved-pad. E 410, pa oa Arkadius o ren e Kergustentin hag Honorius e Ravenna, e voe aloubet Roma gant ar Wizigoted, Alarik er penn anezho. Dindan Deodosius II, mab Arkadius, e voe aloubet tiriadoù an Norzh gant an Huned hag ec'h asantas ar Basileos kinnig un truaj d'o roue, Attila. Etre 435 ha 438 e voe embannet Kod Teodozios, dastumad al lezennoù abaoe 312. Dindan an impalaerien Pulkeria (c'hoar Teodosius II) ha Markianos e oa trubuilhet ar vuhez politikel gant an tabutoù relijiel pa dage disivouder pe disivouder an Iliz soutenet gant ar galloud. Er VIvet kantved en em ledas impalaeriezh ar Reter hag e talc'has Justinianus I (527-565) adgounit ar C'hornôg. Hemañ a zastumas al lezennoù e Kod Justinianus ivez.

Gwelet ivez[kemmañ]