Kopteg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kopteg
(ⲙⲛⲧⲣⲙⲛⲕⲏⲙⲉ met rem en kēme)
Perzhioù
Komzet e : Egipt
Komzet gant : marv evel yezh pemdeziek; en implij evel yezh relijiel
Familh-yezh : Yezhoù afrez-aziatek

 Yezhoù egiptek
  Kopteg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hini ebet
ISO 639-2 cop
ISO 639-3
Kod SIL COP
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Ur yezh afrez-aziatek eus is-skourr ar yezhoù egiptek eo ar c'hopteg (ⲙⲛⲧⲣⲙⲛⲕⲏⲙⲉ met rem en kēme; "yezh pobl Egipt" e kopteg) komzet gwezhall en Egipt.

Ar C'hopteg eo stad diwezhañ emdroadur ar yezhoù egiptek, hag e tiskenn war-eeun diouzh an Henegipteg a veze skrivet e hieroglifoù, er skritur hieratek, hag er skritur demotek. Skrivet e vez gant al lizherenneg koptek zo ur seurtad un tamm disheñvel diouzh al lizherenneg gresianeg, gant un nebeud lizherennoù (disheñvel hervez ar rannyezh) a zeu rak-eeun diouzh ar skritur demotek. Evel yezh vev er vuhez pemdeziek e oa bet ar c'hopteg en e vleuñv war-dro 200 goude J.-K. betek 1100 goude J.-K. Kemeret e oa e lec'h tamm-ha-tamm gant arabeg Egipt. Chom a reas bev war ar maez avat betek ar XVIIvet kantved d'an nebeutañ. Deuet eo hiziv an deiz da vezañ yezh liderezh an Iliz reizhkredennour koptek hag an Iliz katolik koptek (war un dro gant arabeg ha gresianeg).



Liammoù diavaez[kemmañ]

Sellet ivez ouzh[kemmañ]


A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg