Kartada

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dismantroù kouronkva Antoninus, eus ar marevezh roman
Penn barvek un den e gwer, a zo e mirdi al Louvre, e Pariz

Kartada[1] (diwar ar fenikianeg Qart-ḥadašt[2] a dalvez "Kêr nevez", da lâret eo Tir nevez[3]) pe Kartago(Daveoù a vank), diwar al latin Carthago, pe Karthaj [4] eo anv ur geoded dezhi 3000 bloaz e pleg-mor Tuniz. Savet e oa un drevadenn fenikian eus |Tir eno en Henamzer. Hiziv ez eo ur bannlev eus Tuniz, kêr-benn Tunizia, enni 20 715 annezad e 2004.

Ar c'hentañ sevenadur a vleunias er geoded hag en dachenn a oa dindan e levezon zo anvet sevenadur Kartada pe sevenadur punek. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus, an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices). Edo kêr Kartada e reter Lenn Tuniz, en tu all da greiskêr Tuniz. Hervez an istorourien c'hresian e oa savet gant trevadennerien fenikian eus Tir renet gant ar rouanez Elisa a oa advadezet (rouanez Dido) en Aeneis Virgilius. Dont a reas da vezañ ur geoded vras pinvidik hag ur galloud bras eus kornôg ar Mor kreizdouar. Keveziñ hag enebiñ a reas gant ar c'heodeoù gresian, Sirakuza, ha diwezhatoc'h gant Roma.

Aloubadeg Italia gant armeoù Kartada renet gant Hannibal e-doug an Eil brezel punek a c'hourdrouzas amzer da zont Roma, dreist-holl goude Emgann Canna. Koulskoude ez eo Kartada a oa faezhet en diwezh hag en em gavout a reas he Stad en he gwanañ goude faezhidigezh Hannibal en Emgann Zama e 202 kent J.-K.. Goude an Trede brezel punek e oa distrujet ar geoded gant ar Romaned e 146 kent J.-K.. Koulskoude e oa adsavet gant ar Romaned hag e teuas da vezañ pedervet keoded vrasañ an Impalaeriezh roman. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezh berrbad ar Vandaled. Kemeret en-dro gant Impalaeriezh roman ar Reter e chomas unan eus ar c'heodedoù roman brasañ a-raok bezañ distrujet gant an Arabed e-pad an aloubadegoù muzulman, e 698.

Gerdarzh[kemmañ]

Dont a ra hec'h anv eus ar Fenikianeg Qart-ḥadašt (diskrivadenn vrezhonekaet: Kart C'hadacht) pe Qrthdst, a dalvez Kêr nevez. E gresianeg e lavarer Καρχηδών (Karc'hēdōn), etruskeg *Carθaza, en arabeg قرطاج pe قرطاجة, Qarṭāj‎, hag e latin Carthago. E Berbereg ez eo anvet ⴽⴰⵔⵜⴰⵊⴻ Kartajen.

Topografiezh[kemmañ]

Gwell eus al lec'h ma oa savet Kartada (EO-1)

Savet e oa Kartada war ur beg-douar gant digoroù war ar mor en norzh hag er su. Al lec'h m'edo savet ar geoded a rae anezhi mestrez ar c'henwerzh etre kornôg ha reter ar Mor Kreizdouar. Holl ar bigi a dreuze ar mor a rank tremen etre Sikilia hag aod Afrika, e lec'h m'eo Kartada, alese he galloud hag he levezon vras.

Div vorlenn a oa savet e-barzh ar geoded, unan da zegemer morlu bras Kartadaiz, ennañ betek 220 lestr brezel, hag eben evit ar porzh kenwerzh. Diwallet e oa ar porzhioù gant pep a dour mogeriet.

Mogerioù-kreñv bras he doa ar geoded, dezhe 37 kilometr hed, hiroc'h evit e kêrioù all eus an hevelep ment. Edo ar pep brasañ eus ar mogerioù en aod. Mestroni Kartada war vor a vire ouzh an enebourien a dagañ anezhi diwar ar mor. Ar 4 pe 4,8 kilometr mogerioù-difenn ledan-kenañ a stanke ar strizh-douar er c'hornôg ha den ne zeuas a-benn da dremen a-dreuz dezhe.

Ur pikol nekropolenn he doa ar geoded, marc'hadoù, temploù, ur savadur evit ar sened, tourioù hag ur c'hoarivaha rannet e oa e peder zachenn annez. E-kreiz ar geoded dre vras edo ur wikadell uhel anvet ar Birsa.

Kartada a oa unan eus ar c'heodedoù brasañ eus ar bed hellenadek (lod a soñj ne oa ken Aleksandria a oa brasoc'h)(Daveoù a vank).

Istor[kemmañ]

Kartenn eus ar geoded punek.

Arvarus eo studi istor Kartada. Abalamour ma oa distrujet he sevenadur hag he skridoù gant ar Romaned e fin an Trede brezel punek ne chom nemet nebeut a vammennoù kartadat war-eeun. Daoust ma'z eus un nebeud troididigezhioù kozh eus testennoù punek e gresianeg pe e latin, hag enskrivadurioù dizoloet war savadurioù pe monumantoù eus Norzh Afrika[5], ez eo istorourien c'hresian pe roman zo ar memmennoù pennañ, en o zouez Titus Livius, Polibios, Appianus, Cornelius Nepos, Silius Italicus, Ploutarc'hos, Dio Cassius, hag Herodotos. Ar skrivagnerien-se a oa eus pobloù a geveze, hag alies a vrezele, gant Kartada[6]. Keveziñ a rae ar c'heodedoù gresian ganti evit mestroni Sikilia[7], hag ar Romaned a stourmas e tri brezel a-enep Kartada[8]. N'eo ket souezhus e vefe leun o skridoù a enebiezh ouzh Kartadaiz. Un nebeud skrivagnerien c'hresian o deus bet ur sell a-du war Gartada met kollet eo bet o oberennoù[9].

Savidigezh Kartada[kemmañ]

Savet e voe ar geoded e 814 kent JK gant trevadennerien fenikian eus keoded Tir a gasas gante doue o c'heoded orin : an doue Melkart. Hervez ar vojenn e vije bet savet ar geoded gant ar rouanez Dido (pe Elisa, pe Elisar) he doa tec'het he bro orin abalamour ma oa bet drouklazhet he gwaz gant he breur yaouankañ. Un niver a vojennoù zo bet miret deomp gant al lennegezhioù roman ha gresian.

Republik Kartada[kemmañ]

An dachenn dalc'het gant Kartada e deroù an IIIde kantved kent J.-K.

Republik Kartada a zo bet unan eus ar re o deus bet ar vuhez hirañ hag unana eus ar Stadoù brasañ eus ar Mor Kreizdouar he doa. Pa oa en he barr e rene 300 keoded all en-dro da gornôg ar mor-se.

E deroù ar Vvet kantved kent J.K. e oa deuet ar geoded da vezañ kreizenn ar genwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e talc'has ar roll-se betek he diskar gant ar Republik roman. E 509 kent JK e oa sinet ur skrid-emglev etre Kartada ha Roma a ranne etrezo ar broioù a oa dindan o levezon pe e lec'h ma c'hallent ober kenwerzh. Diskouez a ra dimp e oa Sikilia ha Sardinia dindan beli Kartada dija.

Staget e oa bet ar pep brasañ eus an trevadennoù fenikian kozh ouzh he zachenn, da skouer Hadrumetum, Utica ha Kerkouane. Sujañ a reas ivez ar meuriadoù libian hag e tiazezas e veli war holl aodoù Afrika an Hanternoz adalek Maroko a-vremañ betek bevennoù Egipt. Astenn a reas ivez he galloud er Mor Kreizdouar o lakaat en he dalc'h Sardinia, Malta, an inizi Balear ha hanterenn gornôg Sikilia. Savet e oa bet ganti trevadennoù a-bouez war aodoù Iberia ivez.

Pennadoù kar[kemmañ]

Listenn rouaned Kartago

Notennoù[kemmañ]

  1. E Geriadur brezhoneg-galleg R. Hemon, 1993, p 428 ; Geriadur galleg-brezhoneg R. Hemon ha R. Huon, 1974, p 400 ; F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, Kartadha
  2. Annales, 1908. p.253.
  3. Carthage: new excavations in Mediterranean capital
  4. Bue ar Zent, 1912, p. 177
  5. Jongeling, K. (2005). The Neo-Punic Inscriptions and Coin Legends. University of Leiden. Kavet d'an 14 a viz Ebrel 2006.
  6. Carthage gant B. H. Warmington p11
  7. Herodotos, V2. 165–7
  8. Polibios, Istor ar bed : 1.7–1.60
  9. Warmington, B. H. Carthage, p.11.





Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.