Emgann Zama

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Zama
Slaget ved Zama - Cornelis Cort, 1567.jpg

Emgann Zama gant Cornelis Cort (1567)
Deiziad: 19 a viz Here 202 kent JK
Lec'h: Zama, e-tal Kartada (Afrika)
Disoc'h: Trec'h roman, fin an eil brezel punek
Emgannerien
Kartada Republik Roma
Numidia ar Reter
Pennoù-brezel
Hannibal Barka Scipio Africanus
Massinissa
Niver a emgannerien
50 000 troadeg
4 000 marc'hegour
80 olifant a vrezel
34 000 lejionad
3 000 marc'hegour roman
6 000 marc'hegour numidian
Tud lazhet
20 000 den marv
11 000 den gloazet
15 000 prizoniad
1 500 den marv
4 000 den gloazet

Emgann Zama a c'hoarvezas e-kerzh an eil brezel punek e 202 kent Jezus Krist hag a voe unan eus an emgannoù pouezus en istor ar bed zoken. Eno e talas al luioù roman, renet gant Scipio Africanus, ouzh re Hannibal a gollas mod-se ar brezel. Nebeut war-lerc'h hennezh e sinas sened Kartada ur feur-emglev a beoc'h evit ma ve echuet gant un ugent bennak a vloavezhioù a vrezel. En Numidia, en hanternoz Siliana (Gwalarn Tunizia) a-vremañ, emañ Zama.