Eil brezel punek

Eus Wikipedia
Impalaeriezh Roma ha Kartada e deroù an Eil brezel punek

An Eil brezel punek (218 kent Jezuz-Krist - 201 kent Jezuz-Krist) a zo bet an eil eus an tri brezel a enebas Kartada (nes da Duniz hiziv) ha Republik Roma. : Brezelioù Kartada[1] pe ar Brezelioù punek[2]. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus a oa an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices a dalvez Fenikianed ha Kartadaiz e latin).

Kregiñ a reas ar brezel war intrudu Kartadaiz a felle dezhe kaout o zro goude ar Brezel punek kentañ. Brudet eo c'hoazh jeneraled ar Brezel-se : Hannibal Barca, eus tu Kartadaiz, a dreuzas gant e olifanted ar Pireneoù, ar Ron hag an Alpoù, da gas ar brezel en Italia. Meur a emgann a c'hounezas eno a-enep lejionoù ar Romaned. Diouzh tu ar Romaned, Fabius Cunctator a viras ouzh an drouziwezh da c'hoarvezout, ha Scipio Africanus a gasas argadennoù en Hispania, ha goude en Afrika. Hannibal ne zeuas ket a-benn da lakaat Roma da blegañ na d'he c'hemer dre ma n'en doa ket a ardivinkoù seziz a-hervez. Rediet e voe da zistreiñ da Gartada evit he difenn a-enep dilestradeg ar Romaned. Trec'het e oa erziwezh gant Scipio Africanus en Emgann Zama.

Er c'hontrol eus ar Brezel punek kentañ a oa bet renet ha gounezet war vor dreist-holl e voe an Eil brezel punek un heuliad emgannoù war an douar gant bagadoù troadeien, marc'hegerien hag olifanted bras-kenañ evit ar mare-se. Ne voe implijet al listri hogos nemet da sikour an armeoù da veajiñ.


Orin ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hamilkar Barka, renet gantañ Kartada e 241 kent J-K, a glaskas adsevel hag astenn galloudegezh Kartago e Bro-Spagn evit kempouezañ koll Sikilia e-pad ar Brezel punek kentañ. Dastum a reas arc'hant e-leizh evit lakaat Kartada da sevel ul lu eus ar re vrasañ da glask didroadañ galloudegezh ar Romaned. E vab Hannibal a zeuas da vezañ pennjeneral nerzhioù Kartada el lec’h-se e 221 kent J-K hag, e 219 kent J.-K, adtagañ hag aloubiñ a reas kêr Saguntum (Sagunto hiziv, e-kichen Valencia), houmañ a oa ur gêr kevredet gant Roma. An dra-se a lakaas an Eil brezel punek da gregiñ (218 ha 201 ken J.-K.).

Hannibal e Spagn hag e Galia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hent armeoù Kartada ha Roma

En nevezamzer 218 kent J.-K, Hannibal hag e arme ramzel gant olifanted a dremenas dre Bro-Spagn e-lec'h ma tagas kêr Saguntium (kêr Sagonto hiziv). Ur wech aloubet gantañ Proviñs roman Narbonensis e Su Galia e lakaas e arme da dreuziñ an Alpoù evit tagañ ar Romaned en Italia a-raok ma c’hallfent echuiñ o fourchasoù brezel.

Emgannoù en Italia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em staliañ a reas e Norzh ar vro e 216 kent J.K hag e c'hounezas daou emgann pouezus, war glannoù an Trebbia ha re Lenn Trasimeno hag diwar neuze ne chome mui den evit e herzel da vont betek Roma, met kollet e oa gantañ e ardivinkoù seziz war hentoù an Alpoù. Trec'hiñ a reas ar Romaned ur wech all e Cannae e Gevred Roma na c'helle ket kemer. Spontet e oe meur a soudard roman gant an dousennad olifanted o doa gallet tremen dre ar menezioù uhel.
Goulenn a reas kaout sikour armerezh buhan a-walc’h. Hannibal n’oa ket resevet a-walc’h a skoazell nag a armoù eus Kartada betek 207 ken J-K. E vreur, Hasdrubal, a guitaas Bro-Spagn gant un arme all da vrezeliñ a-gevret gantañ. Hasdrubal a voe lazhet e-kichen an Alpoù hag e vagadoù a oa trec’het e-pad emgann ar stêr Metaurus, e Norzh Italia.

Enepstourm ar Romaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E keit-se, ar jeneral roman Publius Cornelius Scipio Africanus «Skipio an Afrikan», a oa bet trec’h war ar Gartadaiz e Bro-Spagn hag e 204 kent J.-K. e tilestras gant un arme en Afrika an Norzh. Ar Gartadaiz a adgalvas Hannibal en Afrika gant e arme evit bezañ difennet en o enep. Met ar soudarded a oa gourdonet fall hag Hannibal a voe trec’het gant Scipio en emgann Zama e 202 kent J.-K. An emgann-se a ziskaras kreñvder Kartada hag a echuas an eil brezel punek. Ar Gartadaiz a rankas dilezel Bro-Spagn hag enezennoù ar Mor Kreizdouar d'ar Romaned, dilezel o bigi brezel ha paeañ un digoll bras da Roma.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Ar brezelioù eus Karthada", F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p 604.
  2. Eil Derez Diwan, istor 6{vet klas, levrenn II, p 28 (niverenn skrivet war ar bajenn met pajenn 64 e gwirionez) ; TES, istor-geogeafiezh 6{vet, 2001, p 108