Hannibal Barca

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Hannibal hag Annibal a gas war-eeun amañ. Mar klaskit un Hannibal bennak all, pe ma fell deoc'h ober anaoudegezh gant re all heñvelanvet, sellit ouzh Hannibal (disheñvelout).

Hannibal Barca (247-183 kent J.-K.) a oa ur pennjeneral kartadat brudet evit bezañ tremenet ar Pireneoù hag an Alpoù gant olifanted ha klasket kemer Roma. Mab e oa da Hamilkar Barka. Pa oa ar Gartadiz un drevadenn diazezet gant ar Fenikianed e rae ar Romaned gant ar ger "Punici" evit o anvel. Ar brezelioù punek a zo bet anv roet d'an tri brezel a zo bet etre Kartada hag ar Romaned.

Hannibal o kontañ gwalennoù ar varc'heien roman lazhet e-pad an emgann, delwenn gant Sebastien Slodzt, 1704, Mirdi al Louvre

Kartadiz en Hibernia[kemmañ]

Goude ar Brezel punek kentañ, en doa sinet Hamilcar Barca un emglev gant ar Romaned. Lestrañ a reas evit Bro-Spagn e 237 k J.K., gant e vab-kaer hag e dri mab : Hannibal, Hasdrubal ha Magon. Mervel a reas eno e-pad un emgann ouzh tud ar vro, e 229 kent J-K. E vab-kaer Hasdrubal, choazet gant an arme, a gemeras e blas evel pennjeneral. Sevel a reas ur gêr nevez anvet Kartada Nevez (Kartajena hiziv). Da 26 vloaz e kemeras Hannibal e lec'h e penn an arme goude drouklazh kevrinus Hasdrubal e 221 kent J-K.

Faezhidigezh Kartada[kemmañ]

Dre ma ne oa ket bras a-walc'h e armeoù, ne deuas ket a-benn Hannibal da rannañ anezho evit difenn pep talbenn. Pennjeneral nevez ar Romaned e Bro-Spagn, Skipio a gemeras Kartada Nevez e 209 kent J-K. Pemp bloaz goude e skarzhas an holl Gartadiz eus Bro-Spagn.

Ar Romaned, renet gant Skipio an Afrikan, a gasas un arme en Afrika e 204 kent J.-K. evit aloubiñ bro Kartada ha rediañ Hannibal da guitaat Italia. Dont a reas a reas Scipio a-benn da gevrediñ gant unan eus an dierned numidat, Masinisa, ha goude se e faezhas an arme kartadat en Afrika. Goulennet e voe digant Hannibal ha Magon, mont en-dro buan da Afrika. Magon, gloazet e Mediolanum(hiziv Milano), a varvas e-pad an dreizhadenn. Dilestrañ a reas Hannibal e Leptis Minor hag en em stalias evit ar goañv e-kichen Hadrumetum. Klask a reas en em glevout gant an argaderien, a nac’has, a-raok en em gannañ a-enep dezhe e Zama. Hep ar varc'hegiezh numidat, aet a-du gant ar romaned, ha gant un arme gourdonet fall, koll a reas Hannibal an emgann kentañ a enep Scipio. Kodianañ a ras Kartada. Ar Romaned a redio Kartadiz da zistruj o bigi brezel, da strewiñ e arme ha da baeañ un truaj evit ar brezel e-pad hanter-kant vloaz !


Hannibal e penn Kartada[kemmañ]

Hannibal a gemeras perzh neuze e buhez polikel Kartada. Rannet e oa ar geoded etre div gostezenn dre vras. Ar Gostezenn demokratour, a oa tiegezh ar Varkaed en he fenn, a felle dezhi ledanat tachenn Kartada o kemer douaroù digant an Numided. An olikarkiezh virour, renet gant Hannon a felle dezhi derc'hel d'an troù evel ma oant. Tennnañ a raent o finvidigezh betek-henn eus ar c'hoñvers, eus an truajoù a bae ar c'heodedoù sujet hag eus an telloù kemeret er porzhioù. Hannibal a oa bet dilennet sofet Kartada e 196 kent J.K.. Sevel a reas lezennoù hag a dorre galloud an oligarkiezh. Hiviziken ne vefe ket choazet izili ar c'huzul ("Ar c'hant ha pevar") a rene ar geoded hervez choaz e izili hepken ha dilennet e vefe an holl anezhe. Tremen a rae ivez hirder o c'harg d'ur bloavezh hepken e lec'h ar vuhez-pad!

Divizout a reas Hannibal ouzhpen e vefe roet war-eeun ar sammad arc'hant a oa savet evit digoll Roma da deñzor Kartada e lec'h bezañ dastumet, gant ur gounid bennak moarvat, gant an oligarked. Evel ma ne c'hallent ket en em gemer outañ o-unan e voe flatret gante d'ar Romaned. Ar re-mañ a oa nec'het o welet Hannibal oc'h adsevel pinvidigezh ha nerzh Kartada. An digarez a oa un eskemm lizhiri etre Hannibal hag Antioc'hos III disklêriet gant ar gostezenn virour. Pa voe roet da c'ho^t dezhe e kasas ar Romaned kannaded evit gwiriañ o zitouroù ha gwelloc'h e voe d'ar sofet tec'hout.

Harlu ha marv Hannibal[kemmañ]

Kavout a reas repu e rouantelezh Antioc'hos III, roue Siria; lec’h ma glaskas sikour anezhañ evit en em gannañ a-enep Roma hep ober berzh. Goulennet e voe gant ar Romaned skarzhañ Hannibal e-pad sinadur an emglev. Kuit da vezañ roet d'ar Romaned e tec'has adarre.

Pa darzhas ar brezel etre rouantelezhioù Pergama ha Bithynia e sikouras Prusias, roue Bithynia. Met ur gourdrouz e oa evit ar Romaned. Titus Quinctius Flamininus, un dileuriad eus ar Sened roman, a zisklêrias da Brusias e oa ret dezhañ reiñ dezhe Hannibal e 183 k J-K. Dre ma n’halle ket Hannibal tec’hout kuit e kemeras poezon hag a oa en e walenn.