Mab
Ar mab a vez graet eus bugel ur vamm, pa vez hañval e reizh ouzh hini e dad, ha pa vez hañval ouzh hini ur vamm e vez lavaret ar verc'h.
Komz a reer
- eus ar mab henañ pa vez daou vab,
- eus an hini etrehenañ pa vez tri mab
- eus ar yaouankañ pa reer anv eus an diwezhañ ganet.
Taolenn |
[kemmañ] Sevenadur
Hervez ar c'hiz kozh e oa d'ar mab henañ da genderc'hel labour e dad, hag alies e veze savet evit seveniñ ar gefridi-se. Komz a reer eus gwir ar mab henañ, a veze roet dezhañ an holl beadra a oa en tiegezh, ha ne chome nemet nebeud, pe netra da reiñ d'ar vugale all. Ar merc'hed, pa vezent dimezet ha pa'z aent d'un tiegezh all, a veze roet dezho un tamm argouroù.
En tiegezhioù niverus e veze ar c'hiz reiñ ur mab d'an iliz, hag unan all d'an arme, evel ma veze paeet an tailhoù.
[kemmañ] Advabañ
[kemmañ] Mab-den
[kemmañ] Anvioù
E meur a sevenadur hag a yezh e vez, pe e veze, anvet ar vibien diwar anv o zad.
[kemmañ] E Breizh
Chom a ra un aspadenn eus an doare-envel-se en anvioù-tiegezh en ab.
[kemmañ] E Kembre
E Kembre eo bet advevaet an doare-envel kozh, ma c'haller dilezel an anv Jones , da skouer, pe unan all, mar karer, ha dibab an doare gant ab (pe ap).
[kemmañ] E Bro-Saoz
[kemmañ] E Lec'hlenn
[kemmañ] E Spagn ha Portugal
E Spagn e echu gant ez an anvioù savet diwar anv an tad , en es e Portugal:
- Enríquez /Henriques
- Alvarez/Alvares
- Rodriguez/Rodrigues
- Martinez/Martins