Narbonensis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Proviñs roman Gallia Narbonensis war-dro 120

Gallia Narbonensis pe, berroc'h choazh, Narbonensis a oa anv ur broviñs c'halian eus ar Republik hag eus an Impalaeriezh roman. Graet e veze ivez Provincia, da lâret eo ar Broviñs, anezhi gant ar Romaned. Dont a ra an anv Provañs eus ar ger-se.

Aloubet e oa bet ar vro gant ar Republik roman etre 125 ha 121 kent J.-K., goude un nebeud ergerzhadennoù-brezel, dreist-holl re Gnaeus Domitius Ahenobarbus ha Fabius Maximus Allobrogicus. Mont a ra an dachenn aloubet eus Tolosa betek al lenn Leman. A-drugarez d'an aloubadenn-se ez eus bet digoret un hent war an douar etre proviñsoù Spagn ha Gallia Cisalpina. Chom a reas dieub Massilia (Marseille) e-kreiz ar "Broviñs" a-drugrez d'he darempredoù tost gant ar Romaned. Marteze ne voe roet e statud ofisiel (lex provinciae) d'ar "Broviñs" nemet goude beaj Pompeius eno er bloavezhioù 70 kent J.-K..

Fontet e voe Narbo Martius[1] (Narbonne), ar c'hentañ trevadenn roman e Galia, war an aod, e-kichen an Aude e 118 kent J.-K.. Homañ eo a roio hec'h anv d'ar Broviñs. Aquae Sextiae (Aix-en-Provence) a voe fontet gant ar Romaned e 122 kent J.-K..

E 109 kent J.-K., e voe drastet ar vro gant ar Gimbred, an Deutoned, hag an Ambroned e-pad o ergerzhadenn a-dreuz Europa.

Julius Caesar, prokoñsul Gallia Narbonensis ha Gallia cisalpina eus 58 da 49 kent J.-K., a dennas arc'hant ha soudarded anezhe evit aloubiñ Galia. Staget e voe Masilia ouzh ar proviñs gantañ e 49 kent J.-K. abalamour ma oa aet a-du gant Pompeius e-pad ar brezel diabarzh.

Roll kêrioù Gallia narbonensis[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. "Ar geoded dediet d'an doue Meurzh."