Trede brezel punek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dismantroù Kartada

An trede brezel punek zo anezhañ prantad diwezhañ ar brezelioù anvet Brezelioù punek a enebas e-pad ouzhpenn ur c'hantved Roma ha Kartada.

An daou vrezel kentañ (264-241 kent J.-K. ha 218-202 kent J.-K.) o doa lakaet Kartada da goll e diriadoù en-dro d'ar Mor Kreizdouar, ha ne chome dezhi nemet hanternoz Afrika e deroù an eil kantved kent J.‑K. Daoust d'ar c'holloù-se edo ekonomiezh ar geoded en he bleuñv e-doug an hanter gantved diwezhañ eus he buhez. Ar c'hresk-se a lakae Roma da zoujañ e kreskfe nerzhioù e armoù. Un dañjer e c'hallfe bezañ ar geoded. Kempleshoc'h eo abegoù ar brezel avat ha breutaat a ra an istorourien diwar o fenn c'hoazh. Kreskiñ a rae Stad Numidia renet gant Masinisa diwar-goust Kartada. Marteze eo bet nec'het ar Romaned ivez hag o deus bet c'hoant da gemer ar geoded a-raok na kouezfe e daouarn an Numided.

Goude un ergerzhadeg verr e kendalc'h ar brezel gant ur seziz hir a badas eus 149 betek 146 kent J.-K. Daoust da stourm Kartadaiz, renet gant Hasdrubal ar Boetarc'h, e echuas gant distruj ar geoded punek a oa devet ha peurziskaret dindan urzhioù Scipio Aemilianus hag ar sened roman. Lazhet e voe holl he foblañs pe kaset e sklavelezh. Daoust da se ne'z eas ket sevenadur Kartada da get ha kalz eus he elfennoù a zo chomet bev e sevenadur Afrika roman.