Fenikianeg
| Fenikeg (dabarīm Pōnnīm/Kana'nīm) |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Liban, Tunizia, Spagn, Malta, Sikilia, Sardigna, Korsika, Su Bro-C'hall |
| Rannved : | en-dro d'ar Mor Kreizdouar |
| Komzet gant : | yezh varv |
| Renkadur : | yezh varv |
| Familh-yezh : | Yezhoù afrez-aziatek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | - |
| ISO 639-2 | phn |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | PHN |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo ar fenikeg (fenikeg: dabarīm Pōnnīm/Kana'nīm, "komzoù fenikek/kananek") komzet gwechall e Liban, Tunizia, Spagn, Malta, Sikilia ha meur a vro all. Ur yezh varv an hini eo, aet da get er VIIvet kantved. Skrivet e veze gant al lizherenneg fenikek er c'hantvedoù kentañ ha gant al lizherenneg latin da c'houde dismantr Kartago e 146 kent JK.
Ne anavezer ar fenikianeg nemet dre enskrivadurioù evel re arched Ahiram, re bez Kilamuwa, pe hini Yehawmilk e Biblos, ha dre un nebeud spisc'herioù a zo bet kavet a-wezhioù e levrioù skrivet e yezhoù all. Skrivagnerien roman evel Sallustus a veneg levrioù skrivet e fenikianeg, met n'eus deuet hini ebet betek ennomp nemet dindan stumm un droidigezh e vefe (Da skouer Skridoù Mago) pe zindan stumm bommoù e pezhioù-c'hoari Plautus.
Levezonet en deus ar yezh-se meur a yezh all deveret eus an arabeg (Sellet ouzh arabeg rannyezhel).
Skrivet e veze ar fenikianeg gant al lizherenneg fenikianek. Implijet ha kopiet eo bet gant pobladoù all ha diwanet eo e-giz-se al lizherenneg c'hresianek hag al lizherenneg arameek.
Gwelet ivez [kemmañ]
- Kod ISO 639-2 : phn000