Tir (kêr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar volz-enor

Graet e vez Tir (arabeg صور aṣ-Ṣūr, Fenikianeg Ṣur, Latin Tyrus, Akkadiaeg Ṣurru, hebraeg Tiberia צר Ṣōr, gresianeg Τύρος Týros) eus ur gêr fenikian kozh el Liban a-vremañ war aod ar mor Kreizdouar e-tro 40 km en hanternoz da Acre, ha 30 km e su Sidon. Sour eo anv a-vremañ ar gêr; talvezout a ra kement ha "karreg".

Div lodenn a ya d'ober Tir. An eil, anvet "Tir gozh", zo ur c'hreñvlec'h war an aod, un tamm war an uhel, hag eben, ar gêr nevez, savet war un enezennig roc'hellek, war-dro ur c'hilometr diouzh an aod ha stag outi dre ur chaoser. Ul lec'h galloudus-kenañ eo bet.

Savidigezh[kemmañ]

Kavet e vez anv eus Tir war monumantoù ken abred ha 1500 kt JK; diouzh Herodot e vije bet savet e-tro 2700 kt JK. Dave a ra Philo eus Byblos (en Eusebius) da aotrouniezh kozh Sanchuniathon a verke e oa bet annezet kêr da gentañ gant un Hypsuranius bennak. Lavaret e vez e oa dediet labour Sanchuniathon da "Abibalus roue Berytus" -- marteze a-walc'h an Abibaal zo bet roue Tir.

Henamzer[kemmañ]

Diazezet mat eo berzh Tir dija da vare beli Egipt e deroù oadvezh an arem. He mad a denn kêr eus diskar impalaeriezhioù bras an trowardroioù ha dont a ra da vezañ kêr-benn genwerzhel reter ar mor Kreizdouar.

En Henamzer e oa eus Tir kreizenn an eskemmoù kenwerzhel. En he sanailhoù divent e veze stoket an holl varc'hadourezh eskemmet etre bedoù ar reter hag ar c'hornôg. Marc'hadourien Tir eo bet ar re gentañ o krediñ merdediñ da vat war ar mor Kreizdouar. Trevadennoù zo bet krouet ganto war an aodoù ha war inizi nes ar mor Aegea e Gres war aod hanternoz Afrika ha, pelloc'h, e Sikilia ha Korsika, e Spagn e Tartessus ha, pelloc'h c'hoazh, en tu all da golonennoù Herkul (strizh-mor Jibraltar) e Gadeira pe Gades (Cádiz)" (Profed Izaia).

Brudet e oa Tir, peurgetket, evit bezañ lec'h produiñ ur seurt liv limestra dibaot-tre anavezet dindan an anv a limestra Tir. E meur a sevenadur e veze miret al liv-se en amzerioù kozh evit implij ar briñsed, ar rouaned pe, da nebeutañ, an nobañs. Ouzhpenn al limestra e veze produet gwer ha berzh a rae ar c'hoataerezh abalamour d'ar c'hoadeier sedrez prizius.

Dismantroù Tir an Henamzer

Da vare David (e-tro 1000 kt JK), e oa bet savet un emglev mignoniezh etre an Hebraed ha tud Tir zo chomet bleinet e-pad pell amzer gant rouaned genidik eus ar vro. En IXvet kantved kt JK, e vez skoulmet darempredoù gant Hiram I bet o ren etre -969 ha -935, anezhañ roue brasañ Tir, gant rouantelezh Israel. Hervez ar Bibl e vije bet kaset gantañ aour ha sedrez da Salaun evit savidigezh templ Jeruzalem (1 Rouaned 9:10-11). Paot eo menegoù Tir er Bibl, a-gevret gant Sidon, ar gêr amezek, dreist-holl e levr Izaia m'emañ diouganet diskar ar c'heodedoù fenikiat. Deskrivet eo Tir evel "ur gêr eûrus a gav he orin e diezioù gwechall", anezhi "dasparzherez ar c'hurunennoù m'eo he marc'hadourien priñsed, noblañsoù an douar" (23:7-8).

Alies eo bet taget Tir gant Egiptiz ha pobloù all. En IXvet kantved kt JK eo sujet Tir gant Asiria, anezhañ ur galloud kenwerzhel bras all. Lakaet e voe seziz war kêr meur a wech : e -700 e-pad pemp bloaz gant Shalmaneser III, harpet gant Fenikiz ar c'hevandir ha goude trizek vloaz-pad gant Nabukodonozor (-586-573). Preizhet eo kêr gantañ e -573. Tir a rankas paeañ un truaj da Vabiloniz. Diwezhatoc'h e kouezhas kêr dindan beli ar galloud pers.

E 332 kt JK eo bet preizhet kêr gant Aleksandr Veur da-heul ur seziz a badas seizh miz ha ma voe savet ur chaoser eus ar c'hevandir betek an enez. Daoust da se e kendalc'has kêr da zerc'hel he fouez armerzhel betek an oadvezh kristen hag adkavout a raio un tamm mat eus he lufr, gras d'ar c'henwerzh c'hoazh e-pad marevezh ar Seleukided.

E -64 emañ Tir etre daouarn Roma. Dont a ra da vezañ ur gêr broviñsel peoc'hus.

Oadvezh kristen[kemmañ]

Anv a ra an Testamant Nevez eus ur veaj bet graet di gant Jezuz (Mk 7:24). Nebeut goude marv sant Steven ez eus bet savet un iliz kristen e Tir. Gouzout a reomp, dre aktaoù an Ebestel e vije chomet Paol Tars ur sizhun-pad eno da eskemm gant e genziskibled pa oa o tistreiñ eus Kiprenez da-geñver e drede beaj avieliñ Ak 21:3). Hervez Irenaeus Lyons e Adversus Haereses e oa genidik eus Tir kompagnunez Simon Magus. Testeniekaet eo bezañs un eskopti eno kerkent ha dibenn an Eil kantved. Dalc'het e vo ur Sened-Iliz e Tir e 355. Hervez sant Jerom, e vije marvet eno Origen, tad eus an Iliz, ha douaret e vije bet er penniliz.

E 636 eo sujet Tir gant an Arabed. Echu da vat eo gant he galloud kent. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn traken. Diwezhatoc'h e tegouezho d'ar Seldjoukided (1089), a-raok bezañ preizhet e 1124 e-kerzh ar groaziadeg kentañ gant ar groazourien hag ar Venezianed. Dont a ra da vezañ unan eus kêrioù pennañ rouantelezh Jeruzalem. Lodek e oa eus domani ar roue, daoust ma oa ivez trevadennoù kenwerzh emren en anv keodedoù kenwerzhel Italia. Sez Arc'heskopti Tir eo bet kêr d'ar mare-hont; stag e oa da Penneskob latin Jeruzalem. Meur a wech eo c'hoarvezet da eskob Tir dont da vezañ Peneskob Jeruzalem. Heverkañ den e-touez arc'heskibien Jeruzalem eo bet an istorour Gwilherm Tir. Pa godianas Jeruzalem dirak Saladin e 1187, e voe treuzkaset sez ar rouantelezh eus Tir da Acre met kendalc'het e veze da gurunenniñ ar roue e Tir. En XIIIvet kantved e voe tennet Tir er-maez eus an domani roueel ha lakaet da c'hlad groazelek a-ziforc'h. E 1291, e kouezhas etre daouarn ar Vamelouked. Freuzet eo kêr. Nebeut a zismantroù zo chomet war-lerc'h

Daveennoù modern[kemmañ]

E Breizh-Veur, en XIXvet kantved, eo bet alies kemeret Tir da skouer evit skeudenniñ breskter an uhelidi hag ar galloudoù kreñv, ken gant John Ruskin e linennoù kentañ Mein Venezia (Stones of Venice), ha gant Rudyard Kipling en e 'Recessional' (kan dibenn oferenn).

Roll rouaned Tir:[kemmañ]

Abibaal 990 kt JK978 kt JK
Hiram Iañ ar Meurdezus 969 kt JK936 kt JK
Baal-Eser Iañ 935 kt JK919 kt JK
Abdastrato 918 kt JK910 kt JK
Ithobaal Iañ 887 kt JK856 kt JK
Baal-Eser II 855 kt JK830 kt JK
Mattan Iañ 829 kt JK821 kt JK
Pygmalion (Pumayyaton) 820 kt JK774 kt JK
Ithobaal II 750 kt JK740 kt JK
Hiram II 739 kt JK730 kt JK
Mattan II 730 BC729 kt JK
Elulaios (Luli) 729 kt JK694 kt JK
Abd Melqart 694 kt JK680 kt JK
Baal Iañ 680 kt JK640 kt JK
Ithobaal III 591 kt JK573 kt JK
Baal II 573 kt JK564 kt JK
Yakinbaal 564 kt JK
Chelbes 564 kt JK563 kt JK
Abbar 563 kt JK562 kt JK
Mattan III ha Ger Ashthari 562 kt JK556 kt JK
Baal-Eser III 556 kt JK555 kt JK
Mahar-Baal 555 kt JK551 kt JK
Hiram III 551 kt JK532 kt JK
...Azemilcos -.../-332 kempred gant Aleksandr Veur

Tennet eo arroudoù ar Bibl eus troidigezh John Nelson Darby.