Oberoù an Ebestel
Eus Wikipedia
Oberoù an Ebestel eo pempvet levr an Testamant Nevez, goude ar Pevar Aviel. Eil lodenn an oberenn dediet da Theofilos eo ivez, Aviel Lukaz o vezañ al lodenn gentañ ha krediñ a reer e voent skrivet gant ar memes den. Kregiñ a ra al levr gant Yaou Bask, ar Pantekost goude, ha deroù istor an Iliz kentañ gant an ebestel.