Asiria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kalon istorel Asiria (e ruz), hag Impalaeriezh Asiria en he ment vrasañ, da vare ren Assurbanipal e-kreiz ar VIIvet kantved (en oranjez).
Tarv androkefal askellet eus ren Asurnasirpal II (883–859 kent J.-K.) Mezopotamia, Nimrud, delwenn en Alabastr ; 3,13 cm uhelder, profet gant John D. Rockefeller Jr., 1932 (32.143.1–.2). Metropolitan Museum of Art, New York.

Asiria a oa ur vro en Henamzer e norzh Mezopotamia, anvet diwar kêr Asur, hag ivez hini he doue gwarezer, an doue Asur. Adalek an eil milved a-raok J.-K. e tiwanas eno ur rouantelezh c'halloudus zo deuet da vezañ un impalaeriezh diwezhatoc'h. En VIIIvet hag er VIIvet kantevd a-raok J.-K., Kontrollañ a rae Asiria tiriadoù en holl pe en ul lodenn hepken eus broioù a hiziv evel Irak, Siria, Liban, Egipt, Turkia pe Iran.

Lakat a reer kemm etre tri frantad en istor Asiria, daoust ma'z eo diasur an holl zeizadoù a-raok 700 kent J.-K. : ar prantad henasirian, eus an XXvet betek deroù ar XIVvet kantved kent J.‑K.. ar prantad krennasirian, betek 911 kent J.-K. ; hag ar prantad nevezasirian, betek 612-609 av. J.-C., ma'z eas rouantelezh Asiria da get. E-pad ar prantad-kentañ e oa Asiria ur geoded-Stad renet gant Asur, hag anavet dreist-holl evit intrudu he c'henwerzherien. Diwan a reas rouantelezh Asiria en eil prantad, ur Stad galloudus, nemet er prantad etre an eil hag ar c'hentañ milved kent J.-K. E-pad an trede prantad e teuas Asiria da vezañ un impalaeriezh tamm-ha-tamm, a-drugarez d'hec'h arme peurgetket. Ar mare-se eus istor Asiria an hini zo anavezet ar gwellañ, a-drugarez d'an dizoloadennoù graet adalek an XIXvet kantved en holl he c'hêrioù-penn, Asur, Nimrud, Dur-Sharrukin (C'horsabad) ha Ninive. Dalc'het zo bet soñj eus an impalaeriezh-se hag eus he rouanez abalamour d'he galloud en hengoun ar Bibl hebraek hag eus ar skrivagnerien c'hresian klasel.

Ar c'hementad bras a zielloù epigrafek hag arkeologek dastumet diwar-benn prantad Asiria abaoe tost da zaou gantved a ro tu da anaout kalz lodennoù eus ar rouantelezh-mañ zo anezhañ unan eus elfennoù pennañ sevenadurezh Mezopotamia, kement hag ar rouantelezh deuet da vezañ he c'hevezerez er su, rouantelezh Babilonia. Prantad diwezhañ ar rouantelezh an hini a anavezer ar gwellañ. Gallout a reer deskrivañ en un doare resis a-walc'h meur a lodenn eus melestradur ar rouantelezh, an obererezhioù ekonomikel, ar gevredigezh, ar sevenadur asirian, ar relijion hag an arz peurgetket. Chom a ra kalz tachadoù teñval abalamour ma n'eo ket ken fonnus an titouroù hervez al lec'hioù, ar prantadoù ha lodennoù buhez an Asiriz, dre ma'z eus aet da get kalz mammennoù abaoe an Henamzer, met ivez abalamour ma n'eus anv en dielloù nemet eus ar renkadoù uhelañ.

Koun an Asiriz a-raok furchadegoù an XIXvet kantved[kemmañ]

Marv Sardanapal, gant Eugène Delacroix, 1827, a daolenn ur vojenn deut eus hengoun gresian an Henamzer danevellet gant Ktesias hag awenet gant un darvoud eus ren ar roue asirian Assurbanipal.

Bev e oa atav eñvor rouantelezh Asiria en hengoun ar C'honrôg a-raok ar c'hentañ furchadegoù sevenet en Asiria a-drugarez d'un nebeud mammennoù eus an Henamzer[1]. Da gentañ ar Bibl a roe elfennoù diwar-benn istor an darempredoù etre rouantelezhioù Israel Juda hag Asiria, hag e venege anvioù Niniva ma oa bet harluet Jonas. Ar vammenn a-bouez kentañ e oa diwar-benn Impalaeriezh Asiria. Reiñ a rae neoazh da welet Asiria, evel un nerzh garv ha gwaskus. Skrivagnerien c'hresian klasel a gomze ivez eus rouantelezh Asiria evel Herodotos, Ksenofon pec'hoazh Ktesias ha Diodoros Sikilia. Diresis pe displann e vez alies an testenioù dieeun-se. Klasket o deus meur aveajer european kavout adkavout kêrioù-penn Mezopotamia gozh a-drugarez d'an testenioù-se en XVIIvet pe en XVIIIvet kantved. An deskrivadurioù hag an traezoù a zegasjont eus o beajoù a zigoras an hent d'ar c'hentañ furchadegoù en Asiria[2].

Dizoloadennoù an XIXvet[kemmañ]

Engravadur a daolenn ar furchadegoù renet gant Layard e Nimrud.

Asiria a voe ar c'hentañ bro eus ar Reter-nesañ kozh da vezañ furchet[3]. Ar c'hentañ palez dizouaret a voe hini C'horsabad, Dur-Sharrukin gwezhall, kêr-bennn Sargon II, dizolet gant konsul Bro-C'hall e Mossoul, Paul-Émile Botta, adalek 1843. Heuliet e voe gant ar Saoz Austen Henry Layard e Nimrud, anvet Kalc'hu gwezhall, ha goude e tell Kuyunjik, kreiz Niniva gozh[4]. Dizoloadennoù an izelvosoù kozh ar savadurioù a reas kalz trouz, ha kaset e voe ar c'havadennoù-se e mirdioù eus Europa. D'ar mare-se e oa dizoloet degadoù miliadoù a dablezennoù skrivet e skritur gennheñvel zo hor mammenn bennañ hiziv an deiz c'hoazh diwar-benn ar rouantelezh nevezasirian. Roet o deus tu da gomprenn ar skritur-mañ hag an akkadeg. E 1903 e voe tro an Alamanted da furchal kêrr-benn diwezhañ Asiria, Asur, e tel Qala'at Shergat, gant doareoù-ober an arkeologiezh skiantel ha n'eo ket war an taol evel ma veze graet a-raok ha gant amatouriezh[5].


Istor[kemmañ]

Keoded-Stad Asur[kemmañ]

Kentañ prantad an istor asirian a vez graet « paleoasirian » anezhañ[6],[7]. Er c'hontrol eus ar prantadoù diwezhatoc'h e oa dister galloud politikel hag arme ar geoded. Asur hag an trowardroioù a ya d'ober holl ar rouantelezh, hag abalamour da se e c'haller ober ur « geoded-Stad » anezhi. Koulskoude, daoust ma n'en doa ket ur galloud a-bouez war an dachenn bolitikel e talc'he ar geoded ur roll bras er Reter-Kreiz abalamour da intrudu he marc'hadourien.

Ur geoded kozh-kenañ eo Asur rak annezet e oa adalek deroù an III milved kent J.-K.[8]. Meneget e oa evit ar wezh kentañ e dielloù eus Impalaeriezh Akkad hag eus Trede tierniezh Ur a voe mestrezed warni e-pad ur pennad. A-drugarez d'ar fed ma oa pell diouzh ar c'hreizennoù politikel bras avat e teuas a-benn da chom dizalc'h, ha Puzur-Asur a zeuas da vezañ emren penn-da-benn pa oa diskaret rouantelezh Ur war-dro 2010 kent J.-K., ha pa oa savet un dierniezh nevez. Da vare prantad an Amorrited (XIXvet-XVIIvet kantved) e oa ur geoded gwan a-walc'h, mes ur geoded kenwerzh bras e voe ha keñveriet eo bet ouzh republikoù marc'hadourien Italia da vare an Azginivelezh.

Da vare ar prantad paleoasirian e veze roet an titl a roue (šarrum) d'an doue Asur hepken[9]. An den a rene ar geoded a veze graet « vikel an doue Asur » anezhañ (išši'ak Daššur) abalamour ma veze sellet outañ evel e zileuriad war an Douar, ha ma soñjed e teue e c'halloud eus bolontez an doue. Graet e veze « penn » anezhañ ivez (waklu) pe « bras » (rubā'um)[10], titloù a ziskouez e roll primus inter pares, e-touez oterien ar geoded. Rannañ a rae e c'halloud gant oligarkiezh ar geoded dre hanterouriezh un ensavadur a-bouez, ar « geoded » (ālum) : kreiz politikel Asur eo « Savadur ar geoded », pe « Ti-kêr » (bēt alim), ha n'eo ket palez ar roue. Rannet e veze ar galloud politikel hag ar galloud barn etrezo, hag embannet e veze an urzhioù ofisiel en o anv dezhe o-daou[11]. Bodet e veze ar Geoded en ur vodadeg (puhrum), dirak templ an doue Asur evit doare[12]. Ne ouzer ket hag eñ e oa ur vodadeg enni pennoù bras, henaourien (dont a ra ar ger-mañ alies en testennoù), pe holl bobl ar geoded, hag ivez hag eñ e oa ur gambr hepken pe div er vodadeg. Homañ he doa, gant penn ar geoded, ur roll lez-varn justis uhelañ, met talvezout a rae an ensavadur-mañ ivez da reiñ urzhioù ha kefridioù da geodediz Asur[13]. War dachenn an armerzh e oa karget an "Ti-kêr" da zastum an telloù hag an dleoù, ha dleoù war an telloù na oant ket bet paeet. Fiziet e veze ar c'hargoù-se en un den a-bouez, al līmum, tennet d'ar sord evit ur bloavezh, a rene e vurev melestradurezh dezhañ e-unan, ar bīt līmim (« Ti al līmum »), harpet gant ensellerien (bērū)[14]. Hemañ an hini a roe e anv d'ar bloavezh ma oa e karg.

Istor ar geoded[kemmañ]

Tiriad Rouantelezh Mezopotamia uhel da vare marv Samsi-Addu war-dro -1775.

Asur a oa ur geoded na oa ket gwall c'halloudus ha sujet e voe meur a wezh gant rouantelezhioù estren. Chom a reas dizalc'h betek -1800, pe war-dro, pa oa kemeret gant ar roue Samsi-Addu eus Ekallatum (1815-1775), ha staget ouzh e Rouantelezh Mezopotamia uhel, a oa Shubat-Enlil he c'hêr-benn, e traoñienn ar C'habur[15]. Goude e varv e oa kemeret e lerc'h gant e vab Ishme-Dagan a renas war Asur e-pad daou-ugent vloaz. Ne ouzer ket mat ar pezh a c'hoarvezas goude e varv. Asur a oa renet adarre gant renerien genidik eus ar geoded marteze, nemet ha kendalc'het he defe tiernezh Samsi-Addu da ren eno. War a seblant he doe ar prantad-se, ma oa staget Asur ouzh Rouantelezh Mezopotamia uhel, ur roll bras en istor Asiria. Samsi-Addu a vez sellet outañ atav evel ur roue asirian gant hengoun istoriografek ar vro-se, dindan an anv asiriek a Shamshi-Adad I, abalamour d'e vrud. Kontet e vez e hendadoù e-touez rouaned kentañ ar geoded e Roll rouanez Asiria, ma voe silet o anv marteze diwar c'houlenn ar roue-mañ end-eeun[16]. Ne anavezer ket buhez politikel Asur e diwezh prantad an Amorrited eta. Raklavar Kod Hammurabi a veneger ennañ ar geoded e touez an tiriadoù sujet d'ar roue-mañ eus Babilon war-dro -1750[17], mes dalc'h Babilonia war Mezopotamia-Uhel ne badas ket en tu all da vuhez mab ar roue-se, Samsu-iluna.

N'eus ket chomet kalz dielloù eus ar XVIIvet hag ar XVIvet kantved ha n'eo ket asur o c'hronologiezh c'hoazh. Evit adsevel istor Asur d'ar mare-se e implijer un nebeud enskrivadurioù roueel diglok, dielloù eus rouantelezhioù all, ha testennoù savet diwezhatoc'h : Roll rouanez Asiria ha bloazdanevell istorel ar VIIvet kantved anvet Istor sinkronek, a zanevell an darempredoù etre Babilon hag Asiria en un doare a-du gant Asiria[18]. Roll ar rouanez a venegeer ennañ un heuliad rouanez, en o zouez meur a hini anvet « mab da zen ebet », da lâret eo tud o doa kemeret ar galloud, a-raok savidigezh un dierniezh kentañ goude ma oa kemeret an tron gant un Adasi bennak[19]. Anv unan eus ar rouanez war-lerc'h, Kidin-Ninua, a ra dave da geoded Ninive (Ninua), ar pezh a dalvez marteze e oa ar geoded-mañ er memes framm politikel ha keoded Asur marteze. Forzh penaos ez eo ar rouanez a zeuas goude, adalek Ishme-Dagan II, zo anavezet a-drugarez da enskrivadurioù ha dre an 'Istor sinkronek. Puzur-Assur III a nevezas mogerioù-kreñv Asur, ha skoulmañ a reas un emglev politikel gant Burna-Buriash I, roue kassit Babilon, a lakae an harzoù etre an div rouantelezh war-dro kreiz ar stêr Tigris, ar pezh a ziskoueze marteze e oa galloud Asiria o kreskiñ.


Emled rouantelezh Mitanni pa oa en he barr en hanterenn gentañ ar XVvet.

Ret e voe da Asur avat talañ ouzh kresk ur rouantelezh a oa he c'hreiz muioc'h er c'hornôg, e traoñienn ar C'habur : ar Mitanni, renet gant Hourrited, ur bobl na oa ket semitek hag a o stank e Mezopotamia-Uhel, betek trowardroioù Asur. Hervez raklavar istorel ar skrid-emglev etre ur roue hittit hag ur roue eus Mitanni er XIVvet e oa Asur dindan gwazhoniezh Mitanni war-dro 1440-1430, met tennet he dije he mat eus ur gwander a-berzh ar rouantelezh-se da baouez da baeañ an truaj, hag abalamour da se e vije bet preizhet gant Shaushtatar, roue Mitanni[20]. Met istor hag aozadur rouantelezh Mitanni n'int ket anavet-mat c'hoazh ha ne c'haller ket anavout mat-tre lec'h Asur e-keñver ar rouantelezh all. Diaes eo ober anezhi ur geoded e gwazhoniezh ar rouantelezh-se e-pad holl ar prantad, daoust ma tiskouez mammennoù eus diavaez Mezopotamia-Uhel e oa Mitanni a oa Stad galloudekañ ar c'hornad, hag ouzhpenn ez ae levezon he roue, Shaushtatar, betek Nuzi, pell er reter da Assur[21]. E testennoù eus an amzer-se hag a zanevell ergerzhadegoù ar faraon Thoutmose III e Siria a-enep Mitanni e tiskouezer an Asirianed evel tud a roe donezonoù d'ar faraon[22], Marteze e oa un doare da glask skoazell a-enep rouantelezh an Hourrited. Diwezhatoc'h, war-dro 1400, e skoulmas ar roue Assur-bel-nisheshu eus Asur, anavet ivez evit e zarempredoù gant Henegipt, un emglev diwar-benn o harzoù gant Kara-indash, roue Babilonia[23]. Un hevelep emglev ne vije ket posupl ma vije bet Asur dindan gwazhoniezh Mitanni c'hoazh, Hag un testeni eo eta eus gwanadur pe eus ehan he mestroniezh war ar geoded. Ar roudoù dibaot eus darempredoù diplomatek rouaned Asur a anavezomp a hañval diskouez kresk goustad galloudegezh rouantelezh Asur, daoust ma oa re c'halloudus he amezeien c'hoazh evit m'o defe darempredoù par-oc'h-par etreze.

Kresk rouantelezh Asur[kemmañ]

An impalaeriezh asirian[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Levrlennadur[kemmañ]

  • "Fastes des palais assyriens : Au nouvel empire", Dijon, coll. Les dossiers d'archéologie, Nnn 171, miz Mae 1992
  • P. Garelli, J.-M. Durand, H. Gonnet et C. Breniquet, Le Proche-Orient asiatique, tome 1 : Des origines aux invasions des peuples de la mer, Paris, 1997
  • P. Garelli et A. Lemaire, Le Proche-Orient Asiatique, tome 2 : Les empires mésopotamiens, Israël, Paris, 2001
  • J.-J. Glassner, La Mésopotamie, Paris, 2002
  • F. Joannès, La Mésopotamie au Ier millénaire avant J.-C., Paris, 2000
  • F. Joannès (dir.), Dictionnaire de la civilisation mésopotamienne, Paris, 2001
  • F. M. Fales, L'impero assiro, storia e amministrazione (IX-VII secolo A.C.), Rome, 2001
  • C. Michel, Correspondance des marchands de Kaniš au début du IIe millénaire avant J.-C., Paris, 2001
  • R. Westbrook (dir.), A History of Ancient Near Eastern Law, Leyde, 2003
    • K. R. Veenhof, « Old Assyrian Period », p. 431-483
    • S. Lafont, « Middle Assyrian Period », p. 521-563
    • K. Radner, « Neo Assyrian Period », p. 883-910
  • A. Benoit, Art et archéologie : les civilisations du Proche-Orient ancien, Paris, 2003
  • J.-L. Huot, Une archéologie des peuples du Proche-Orient, tome II, Des hommes des Palais aux sujets des premiers empires (IIe-Ier millénaire av. J-C), Paris, 2004
  • D. Charpin, Lire et écrire à Babylone, Paris, 2008

Notennoù[kemmañ]

  1. Joannès 2000, p. 12-13
  2. Benoit 2003, p. 509-512
  3. Diwar-benn istor dizoloerien kerioù-penn kozh Asiria, sellet ouzh : M. T. Larsen, La conquête de l'Assyrie, 1840-1860, Paris, 2001
  4. Benoit 2003, p. 515-522
  5. Benoit 2003, p. 544-545
  6. C. Michel, « Paléo-assyriens (rois) », e Joannès (dir.) 2001, p. 618-621
  7. K. R. Veenhof et J. Eidem, Mesopotamia, The Old Assyrian Period, Fribourg, 2008
  8. P. Villard et L. Battini, « Aššur (ville) », Joannès (dir.) 2001, p. 100
  9. C. Michel, op. cit., p. 619.
  10. Patrom:Harvsp ; Patrom:Harvsp
  11. Veenhof 2003, p. 434-434 ; Michel 2001, p. 61-76
  12. Veenhof 2003, p. 435-436
  13. Veenhof 2003, p. 438-440
  14. Patrom:Harvsp
  15. C. Michel, « Paléo-assyriens (rois) », dans Patrom:Harvsp
  16. Ibid., Patrom:P.619
  17. D. Charpin, Hammu-rabi de Babylone, Paris, 2003, Patrom:P.105
  18. A. K. Grayson, Assyrian and Babylonian Chronicles, Locust Valley, 1975, p. 157-177. J.-J. Glassner, op. cit., p. 170-175. Troidigezh war Livius.
  19. Patrom:Harvsp
  20. Skrid-emglev etre Suppiluliuma I roue an Hittited ha Shattiwazza roue Mitanni, skrid ar Mitanni, troet e G. Beckman, Hittite Diplomatic Texts, Atlanta, 1999, p.49
  21. J. Freu, Histoire du Mitanni, Paris, 2003, p. 65-66
  22. M. Dietrich, « Assyrien und Ägypten », dans W. Helck et E. Otto (dir.), Lexicon der Ägyptologie Bd I, Wiesbaden, 1975, col. 498-499
  23. Patrom:Harvsp