Skritur gennheñvel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skritur gennheñvel war un dablezenn pri poazh

Ar skritur gennheñvel zo unan eus ar seurtoù skritur koshañ er bed. Aozet eo bet diwar ar reizhiad skritur koshañ er bed, ijinet e Mezopotamia izel war-dro 3400-3500 kent J.-K. Linennek e oa en deroù met dont a reas da vezañ gennheñvel.

An anv gennheñvel a dalvez « e stumm gennoù », abalamour da stumm an arouezioù kleuzet gant an tammoù raoskl a veze implijet da skrivañ war tablezennoù pri blot.


Istor[kemmañ]

Deroù ar skritur[kemmañ]

Tablezenn e skritur piktografek kavet e Kish.

Anadiñ a ra ar skritur er Reter-Nesañ, war-dro 3300-3400 kent J.-K.[1], un tu bennak e su Mezopotamia, war intrudu Sumeridi moarvat, rak perzhioù he deus hag a glot gant framm ar sumereg. Ar c'hentañ stummoù skritur testeniekaet n'int ket gennheñvel avat, met linennek, pa vefe ar skritur mezopotamian, pe ar c'hentelamiteg, memes ma veze implijet tablezennoù pri dija.

Diorroadur an doare skritur gennheñvel[kemmañ]

Tablezenn e skritur gennheñvel arkaek adkavet e Shuruppak, kreiz an III milved.

Doare skrivañ mezopotamia (ar c'hentelamiteg a oa chomet linennek) a zeuas da vezañ gennheñvel war-dro kreiz arn III milved (tierniezhek arkaek III), pa grogas an dud, e-lec'h tresañ linennoù eeun, da sankañ er pri penn tric'hornek ar begoù raoskl implijet da skrivañ war an tablezennoù a-raok tresañ ul linenn a ya d'ober an arouezenn a fell d'an nen skrivañ. Implijet e oa bet muioc'h-mui an doare-se d'ober abalamour ma'z eo emzavoc'h, eeunoc'h da skrivañ war ar pri evit ur skritur linennek. Kement a verzh a reas ma voe implijet a-benn ar fin en enskrivadennoù ar savadurioù (chomet pell dindan ur stumm linennek), gant un daore skrivañ tost-kenañ da hini an tablezennoù pri (kempennoc'h alies avat), tamm-ha-tamm e-kerzh daou gantved diwezhañ an III milved.

Emdroadur grafek[kemmañ]

Emdroadur grafek an arouezenn SAG (penn). 1 : Uruk nevez (-3000) ; 2 : DA I (-2800) ; 3 : DA IIIB (-2500 ;-2340), enskrivadurioù real ; 4 : DA IIIB, skritur pemdeziek war tablezennoù ; 5 : Ur III (XXIvet kantved), hag enskrivadurioù real paleobabilonat ; 6 : paleo-asirieg (XIXvet kantved) ; 7 : asirieg nevez (VIIIvet-VIIvet kantved).



Notennoù[kemmañ]

  1. (en) H. J. Nissen, P. Damerow ha R. K. Englund, Archaic Bookkeeping, Chicago, 1993 ; J.-J. Glassner, Écrire à Sumer : l'invention du cunéiforme, Seuil, 2001