Impalaeriezh Akkad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lodenn eus stelenn an trec'h en enor d'ar roue Naram-Sin, mirdi al Louvre : emañ ar roue a-us d'ar re all ha gantañ un diarenn gornek, evel an doueed pa vezont taolennet.

Impalaeriezh Akkad zo ur Stad savet gant Sargon Akkad a zalc'he holl Vezopotamia eus fin ar XXIVvet kantved kent J.-K. betek deroù an XXIIvet kantved a-raok J.-K. hervez ar gronologiezh degemeret peurvuiañ. Daoust da se e c'hallfe bezañ bet an impalaeriezh-mañ en he bleuñv war-dro ur c'hantved diwezhatoc'h, rak n'eo ket resis ar bloaziadoù ken pell zo en amzer. Merket eo bet istor Mezopotamia gant ar Stad-se ha padet eo eñvor he rouanez illurañ, Sargon hag e vab-bihan Naram-Sin, e-pad meur a gantved. Lakaat a reas meur a vojenn da ziwanañ, muioc'h evit forzh peseurt tierniezh all e Mezopotamia.

Daoust ma'z eo diaes lakaat kemm etre ar gwirvoud hag ar mojennoù en danevelloù e seblant e voe degaset ur c'hemm bras war an dachenn bolitikel gant Impalaeriezh Akkad. Gallout a reer er gwelet en aozadur ar galloud, en e ideologiezh hag en arz ofisiel. N'eo ket ken bras an emdroadur er gevredigezh hag en ekonomiezh e Mezopotamia izel, evel evit a sell ar pep brasañ eus ar vuhez pemdez, ar pezh a zispleg perak ne c'haller ket anavezout liveoù arkeologel prantad Impalaeriezh Akkad er vro-se.

Mammennoù[kemmañ]

Roll trec'hoù Rimuch, roue Akkad, war rouanez eus Pladenn Iran, eilenn war un dablezenn bri eus un enskrivadur engravet war ur monumant, war-dro -2270.

Anavezout a reer prantad Impalaeriezh Akkad a-drugarez da dablezennoù e skritur gennheñvel savet d'ar mare-hont, war-dro 5 000 anezhe, ha kavet e meur a lec'h pell an eil re eus ar re all e Mezopotamia izel. Ur c'hemm eo e-keñver ar prantad a-raok, hini an tierniezhoù arkaek, ma veze dielloù diwar o fenn en un niver bihan a lec'hioù. Tablezennoù velestradurel int, skrivet en akkadeg kozh pe e sumereg, a denn dreis-holl da vererezh an atantoù perc'hennet gant ensavadurioù (palez pe temploù) pe a-wezhioù gant hiniennoù. Diaes eo gouzout hiroc'h diwar-benn Impalaeriezh Akkad dre ma n'eo ket adkavet he c'hêr-benn c'hoazh.

Istor[kemmañ]

Krouidigezh ar rouantelezh[kemmañ]

Savet e oa Impalaeriezh Akkad gant un den, deuet da vezañ brudet en istor Mezopotamia : Sargon Akkad[1]. Kalz traoù a voe skrivet diwar e benn, kement ha ken bihan ma vez diaes alies lakaat kemm etre ar gwirvoud istorel hag ar mojennoù[2]. Un dra zo sur rak kavout a reer meneg anezhañ en hengounioù disheñvel : Sargon en deus aloubet ar galloud. E anv ren (an hini nemetañ a anavezer), Šarrum-kîn, a dalvez « stabil eo ar roue » en akkadeg, evel m'en dije klasket lakat an dud da zisoñjal ne oa ket ganet roue. Hervez ar vojenn e vefe mab ur velegez en dije dilezet anezhañ. Desavet e vije bet Sargon neuze gant ul liorzher. A-drugarez d'an doueez Ishtar e vije deut Sargon da vezañ ministr ar roue Ur-Zababa e Kich, ha roue da c'houde.

Kemer a reas ar galloud e keoded galloudek Kich goude un taol-Stad war-dro -2334 (d'an diwezhatañ war-dro -2285)[3]. Mes d'ar c'houlz-se e oa Lugal-zagesi, a orin eus Umma, a oa ar roue galloudekañ. Ren a rae diouzh keoded Uruk. Hervez eilennoù e enskrivadurioù bet savet goude e ren e vije bet kannet gant Sargon. Lakaat a rae evel-se holl Vezopotamia izel betek Pleg-mor Persia en e c'halloud. Tapet e voe ar roue faezhet, lakaet da zougen ur c'holier, ha diskouezet d'an holl e-doug trec'hlid Sargon. Envel a reas ar roue gouarnourien feal dezhañ e meur a geoded-Stad kozh goude, e Sumer hag en Akkad. Savet en doa evel-se ur rouantelezh ec'hon en-dro d'e gêr-benn nevez, Akkad[4].

An aloubadegoù[kemmañ]

Rouantelezh Akkad pa oa en he barr, dindan ren Naram-Sin, ha biroù hag a ziskouez ergerzhadegoù.

Goude bezañ sujet su Mezopotamia e kasas Sargon ergerzhadegoù er broioù er gwalarn hag er reter[5]. Sujañ a reas moarvat rouantelezh Mari, ha marteze hini Ebla e Siria. Dispis eo chom kronologiezh an aloubadegoù renet gant rouanez Akkad trema ar c'hornôg, ha ne ouzer ket hag eñ e oa distrujet lec'hiennoù ar vro e-doug aloubadegoù Sargon, re Naram-Sin, pe e brezelioù etre rouantelezhioù lec'hel[6]. Un enskrivadur eus Sargon a lavar e vije aet betek Tuttul e kreiz red an Eufratez, m'en dije rentet enor d'an doue bras Dagon. Hennezh en dije roet dezhañ ar galloud war holl an douaroù betek ar Mor kreizdouar. Un destenn hititek savet diwezhatoc'h a lavar e vije bet sujet rouantelezh Puruchanda e kreiz Anatolia gant Sargon, met n'ouzer ket hag eñ ez eo un dra wir pe ur vojenn[7]. Kalz a vern penaos ez eo anat e oa aloubet muioc'h a vroioù gant Sargon evit ar rouaned a oa bet en e raok.

Pa varvas Sargon e -2279 (pe -2229) e voe kemeret e lerc'h gant e vab Rimuch (« e brof »)[8],[9]. War a seblant e vije bet heuliet marv ar roue gant un emsavadeg vras e Mezopotamia izel ha bec'h a voe ouzh he mougañ. Derc'hel a reas mat Rimuch ha sujañ a reas an emsavidi, renet gant Kaku Ur, a oa skoazellet gant meur a geoded kozh (Adab, Lagach, Zabalam, Kazallu). Evit ar wezh kentañ n'eo ket kollet aloubadegoù ur roue meur goude e varv. Rimuch a reas brezel ivez a-enep rouantelezhioù Pladenn Iran (Elam, Awan, Marhachi), a-raok mervel e -2270. Pignat a reas e vreur Manichtusu (ger-ha-ger « a zo gantañ »?, da lâret eo « a zo e bar »?) war an tron[10]. Ren a reas ivez ergerzhadegoù a-enep Anshan, Sherihum) e Pladenn Iran, hag e Pleg-mor Persia, peogwir e embann en dije sujet bro Magan (Oman)[11].

Ren Naram-Sin[kemmañ]

Dont a reas e vab Naram-Sin (« Kaet gant Sîn »), mab-bihan Sargon, da vezañ roue e -2254 (pe -2202)[12],[13]. Unan eus rouaned vras istor Mezopotamia eo ivez met lezet en deus un eñvor teñvaloc'h evit hini e dad-kozh. Ranket en deus talañ ouzh un emsavadeg vras e Mezopotamia izel renet gant Iphur-Kich e Kich, a vod ar c'hoededoù nesañ (Sippar, Erech, Kazallu), hag Amar-girid eus Uruk, heuliet gant keodedoù all eus ar Su (Ur, Lagach, Adab, Churuppak, etc.)[14]. Hervez an hengoun a denn d'an emsavadeg-se e voe mouget en un doare spontus. Un alouber bras e voe Naram-Sin ivez, daoust ma'z eo diaes adsevel kronologiezh e aloubadegoù. Kas a reas ergerzhadegoù e Mezopotamia uhel hag e Siria an Norzh e-pad e ren, evel e dad-kozh moarvat, daoust ma chom posupl e vije bet kentañ roue Akkad da sujañ ar vro-se. Evel evit Sargon e laka hengounioù diwezhatoc'h trec'hioù war rouaned eus Anatolia war e gont (re Kanesh hag Hatti peurgetket) met n'eo ket sur ez eo gwir[15]. Naram-Sin en deus trec'het ivez Elam ha Marhachi, ha sujet en dije Magan d'e dro[16]. Dindan e ren eo e voa sevenet adreizhadennoù ha savadurioù bras . Hervez an hengoun n'en dijje ket azeulet Enlil evel ma oa dleet, anezhañ brasañ doue Mezopotamia izel. Kondaonet eo bet an emzalc'h-se, gant ar remziadoù deuet e c'houde, en dije taolet ur mallozh war roue Akkad hag e warlerc'hidi, abalamour m'en doa lakaet droug da sevel en doueed. Koulskoude ez eo ar roue-se a lakaas sevel en-dro templ bras an doue. Da dra e teuas diwezh impalaeriezh Akkad nebeut goude bloavezhioù diwezhañ e ren.

Diskar Akkad[kemmañ]

Sevel a reas un dañjer nevez e-pad ren Naram-Sin : ar C'hutied[17]. Ar bobl-se a veze sellet outañ evel ur bobl varbar gant Mezopotamiz ha dont a raent eus kornôg bro Zagros. Lañsañ a rejont meur a ergerzhadeg e Mezopotamia e-pad degadoù bloavezhioù diwezhañ Impalaeriezh Akkad, hag hervez an hengoun danevellet gant ar rolloù rouaned sumerian e vijent bet penn-kaoz diskar ar Stad-se. N'anavezer ket kalz dielloù eus ren Char-kali-charri (« Roue holl ar rouanez »), mab Naram-Sin, a gemeras ar galloud e -2217 (pe -2165)[18], ha disoñjet eo bet zoken en danevelloù savet goude diskar Akkad na gomzont nemet eus e dad[19]. An enskrivadurioù eus amzer Char-kali-charri a veneg lod eus e vrezelioù e gevred Anatolia, ha viktorioù e Mezopotamia uhel war an Amorrited, ur bobl nevez anadet. Ret e oa dezhañ argas un argadenn eus an Elamited, hag un all a-berzh ar C'hutied, ar pezh a c'hallfe diskouez ez ae ar rouantelezh war wanaat. Char-kali-charri a oa uveloc'h evit e dad war a seblant abalamour ma lavare e oa « roue Akkad » hepken.

War a hañval e chomas Stad Akkad en e sav un nebeud bloavezhioù war-lerc'h e varv e -2193 (pe -2140)[20], daoust dezhañ da vezañ deut kalz bihanoc'h, rak meur a warlec'hiad en dije bet ar roue hervez ar rolloù rouaned sumerian. Ne c'holoe moarvat nemet norzh Babilonia en-dro da Akkad ha Kich.

Notennoù[kemmañ]

  1. Westenholz 1999, p. 34–40. F. Joannès, « Sargon Ier (d'Akkad) », dans Joannès (dir.) 2001, p. 754-756 ; P. Michalowski, « 3. Histoire », dans Sumer 1999-2002, col. 115 ; M.-J. Seux, « VI. Sumériens et les Sémites », dans Sumer 1999-2002, col. 346-347
  2. Goodnick-Westenholz 1997
  3. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  4. Akkad a oa anezhi a-raok ren Sargon moarvat : Westenholz 1999, p. 31
  5. Westenholz 1999, p. 34–40. F. Joannès, « Sargon Ier (d'Akkad) », in Joannès (dir.) 2001, p. 754-756 ; P. Michalowski, « 3. Histoire », e Sumer 1999-2002, col. 115 ; M.-J. Seux, « VI. Sumériens et les Sémites », dans Sumer 1999-2002, col. 346-347
  6. (en) A. Archi et M. G. Biga, « A Victory over Mari and the Fall of Ebla », dans Journal of Cuneiform Studies 55, 2003, p. 1–44. D. Charpin, « Tell Hariri/Mari : Textes », dans Supplément au Dictionnaire de la Bible fasc. 77-78, 2008, col. 223-224.
  7. H. Klengel, Geschichte des Hethetischen Reiches, Leyde 1999, p. 19–20 ; A. Westenholz, « Relations between Mesopotamia and Anatolia in the Age of the Sargonic Kings », dans H. Erkanal et al. (dir.), XXXIV Uluslararasÿ Assiriyoloji Kongresi, CRRAI 34 (Istanbul, 1987), Ankara, 1998, p. 5–22 ; G. Beckman, « Sargon and Naram-Sin in Hatti: Reflections of Mesopotamian Antiquity among the Hittites », dans D. Kuhn and H. Stahl (dir.), Die Gegenwart des Altertums, Heidelberg, 2001, p. 85–91
  8. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  9. Westenholz 1999, p. 46–55. B. Lafont, « Narâm-Sîn (d'Akkad) », in Joannès (dir.) 2001, p. 557–560. P. Michalowski in Sumer 1999-2002, col. 116 ; M.-J. Seux in Sumer 1999-2002, col. 347-348
  10. Westenholz 1999, p. 44–46
  11. Diwar-benn an darempredoù eus an daou roue-se eus Akkad gant broioù mervent Pladenn Iran, sellet ouzh D. T. Potts, The Archaeology of Elam: Formation and Transformation of an Ancient Iranian State, Cambridge, 1999, p. 103–106. Sellet ivez ouzh Westenholz 1999, p. 90–93 ha p. 97–98 diwar-benn broioù Pleg-mor Persia.
  12. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  13. Westenholz 1999, p. 46–55. B. Lafont, « Narâm-Sîn (d'Akkad) », dans Joannès (dir.) 2001, p. 557–560. P. Michalowski dans Sumer 1999-2002, col. 116 ; M.-J. Seux dans Sumer 1999-2002, col. 347-348
  14. T. Jacobsen, « Iphur-Lish and Its Times », dans Archiv für Orientforschung 26, 1978-79, p. 1–14 ; S. Tinney, « A new look at Naram-Sin and the ‘great rebellion' », dans Journal of Cuneiform Studies 47, 1995, p. 1–14 ; C. Wilcke, « Amar-girids Revolt gegen Naram-Su'en », dans Zeitschrift für Assyriologie 87, 1997, p. 11–32
  15. H. Klengel, Geschichte des Hethetischen Reiches, Leyde 1999, p. 19–20 ; (en) A. Westenholz, « Relations between Mesopotamia and Anatolia in the Age of the Sargonic Kings », dans H. Erkanal et al. (dir.), XXXIV Uluslararasÿ Assiriyoloji Kongresi, CRRAI 34 (Istanbul, 1987), Ankara, 1998, p. 5–22 ; (en) G. Beckman, « Sargon and Naram-Sin in Hatti: Reflections of Mesopotamian Antiquity among the Hittites », dans D. Kuhn and H. Stahl (dir.), Die Gegenwart des Altertums, Heidelberg, 2001, p. 85–91
  16. D. T. Potts, op. cit., p. 106–108
  17. N. Ziegler, « Guti », dans Joannès (dir.) 2001, p. 356
  18. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
  19. J.-J. Glassner, La chute d'Akkadé, L'événement et sa mémoire, Berlin, 1986. Westenholz 1999, p. 55–57. P. Michalowski dans Sumer 1999-2002, col. 116-118
  20. B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h