Hebraed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Israel eo anv unan eus hendadoù an Hebreed. Ar pep heverkañ e istor an Hebreed eo al levr bras a zo bet skrivet a rummad da rummad da gontañ istor o fobl hag o darempredoù gant Doue Abraham. Al levr-se eo "Ar Bibl" (diwar Biblos a dalvez "Levr" e gresianeg). Bibl ar Yuzevien (pe an Hebreed), anvet "תנ״ך" (Tanac'h) en hebraeg, eo an Testamant Kozh evit ar Gristenien. Hervez al levr-se ez eas Abraham kuit eus bro-Hur (e bro Irak bremañ) da vont da vro Ganaan. Abraham a zo an den kentañ, a lavar deomp an Testamant Kozh, a zistaolas al liesdoueadegezh : krediñ a reas en un doue unan. Sellet e vez evel diazezer an Undoueadegezh, hendad ar Yuzevien, ar Gristenien hag ar vuzulmaned ivez.

Ur mab en devoe Abaham : Izaak. Izaak en devoe daou vab : unan gant ur serc'h Ezaü, hendad an Arabed, ha Jakob, lesanvet "Israel", hendad an Hebreed.

Daouzek mab en devoe Jakob, a yelo d'ober "daouzek meuriad Israel".

Divroañ a reas mibien Jakob da vro Egipt abalamour d'un naonegezh vras a oa deuet war ar vro. Liesaat a rejont, a rummad da rumad, ha dont a rejont da ober ur bobl "Pobl Israel". Moïzez, a gemeras penn an Hebreed d'o lakaat da zistreiñ da Ganaan. Ur profed eo Moïzez hervez an Hebreed hag ar Gristenien.

Diazezañ a reas an Hebreed ur rouantelezh e Kanaan, gant ar Roue Salomon, a savas Templ Bras Jeruzalem, hag e vab David, a vez lakaet war e gont un darn vras eus Levr ar Salmoù Testamant-se.

Un istor trubuilhek-bras eo hini an Hebreed : alies o deus ranket divroañ : - da vont da vro Egipt da heul naonegezh ; - da vont da Ganaan da dec'hout diouzh gwaskerezh Egiptiz ; - da vont da Vabilon evel sklaved ar Bersed (diskar kentañ an Templ) ; - da heul eil diskar gant ar Romaned e 70 goude Jezuz-Krist ; - da heul pogromoù a veze sevenet a-enep dezho er broioù ma oant divroet, dre ma oa re a bouez ganto ; - gant ar "shoah" e-pad an eil brezel-bed.

Neuze e voe ad-diazezet ganto o broad e bro Ganaan goude an eil brezel-bed.