Aogust (impalaer)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Un tamm eus un delwenn graet d'an impalaer Aogust a zo e Mirdi broadel an hendraouriezh en Aten

Aogust, pe Augustus e latin, pe CAIVS•OCTAVIVS•THVRINVS e anv pa oa ganet, hag IMPERATOR•CAESAR•DIVI•FILIVS•AVGVSTVS pa varvas, a veze graet Oktav anezhañ, hag ivez Oktavian, a oa ganet e 63 kent JK e Roma ha marvet er bloavezh 14 goude JK, e Nola ( e Campania - Bro-Naplez), a oa ar c'hentañ impalaer roman.


Evel hêr da Julius Caesar e kemeras ar galloud e diwezh ar Republik roman, e-kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. Gourniz e oa d'ar jeneral en doa lakaet ar Sened roman da blegañ, hag advabet e oa bet gantañ e 45 kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv Caius Julius Caesar Octavianus. Diazezer an impalaeriezh roman eo bet.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Mab a oa da Gaius Octavius ha da Atia, nizez Julius Caesar. Octavius a oa bet ganet abred er beure 23 a viz Gwengolo er bloavezh 63 kent JK, er c'harter 'Pennoù Ejen', war ar Menez Palatin. Gourniz Julius Caesar e oa, hag advabet e voe gantañ.

Marvet eo e e Nola, e Campania, war dro 13e30, d'an 19 a viz Eost er bloavezh 14 (goude JK). 

[kemmañ] Kevezerezh gant Marcus Antonius

Pa varvas Kaezar e - 44 e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian anezhañ c'hoazh) ma vije roet ar galloud dezhañ diwar e hêrezh hag e c'hounezas an titl diwar ar Sened, nemet e tleas stourm ouzh Marcus Antonius a oa mestr al lu hag ar gêr-benn. Trec'hiñ a reas Aogust warnañ e kichen kêr-vModena e - 43. Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur triumvirelezh gant Marcus Antonius ha gant Marcus Aemilius Lepidus (Lepid). Ne badas an triumvirat nemet 7 miz, e -43, met evit kaout an dizober eus o enebourien republikan e rejont gant muntroù, ha savet e voe rolloù an dud argaset (da dizhout . Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet Kikero d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E - 42e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennoù ar Republikaned en emgann Philippoi e Trakia.

E 40 kt JK e voe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar C'hornôg, Mark Anton ar Reter ha Lepid proviñs roman Afrika. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e - 37) betek - 33. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e Bro-Spagn (e - 36 e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar Faraonez Kleopatr, unpenn Egipt, hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war morlu Mark Anton e Aktiom (Akra Nikolaos e Gres hiziv) e - 31.

[kemmañ] Kresk ar galloudoù roet da Aogust

E - 38 e resevas Aogust titl imperator evel trec'hour milourel. E - 28 e oe roet dezhañ gant ar Sened karg ar princeps senatus hag e oa ar gwir dezhañ komz a-raok pep a senedour. A-bouez-tre e oa ar c'harg pa krede ar Romaned e veze awenet gant an doueed an hini kentañ o komz. E - 27 (Dies imperium : 16 a viz Genver 27 kent J.-K.) e oe roet dezhañ an adanv (cognomen) Augustus hag e talveze "benniget gant an doueed", un uhel a ditl a chomo evel an hini uhelañ e istor an impalaeriezh roman, deiziataet e derou diwar ar fed-se diouzh ar boaz. Renad ar priñsouriezh (principatus) a lakae ar priñs kevatal d'ar Sened ha d'ar bobl roman asamblez (Senatus populusque romanus), met ne oe ket an ensavadurioù kozh evit lakaat ar penn kentañ da blegañ araozo.

[kemmañ] Lid awen doueel an impalaer

Evel e goureontr e teuas Aogust da vezañ Pontifex maximus e - 12. Evel penn ar relijion roman e vroudas lid Genius Augusti (Awen doueel an Aogust), da lavared eo an nerzh roet dezhañ gant an doueed. Delwennoù a oe savet e pep gêr, aberzhioù ha c'hoarioù a oe graet en e enor. Maen-diazez ar galloud impalaerel eo bet lidoù en enor an unpenn ken e oe rebechet d'ar gristenien gentañ bezañ treitourien eus an taerañ doare (sell ouz heskinadurioù ar gristenien).

[kemmañ] Oberenn bolitikel

[kemmañ] Oberenn vilourel

Klask a reas Aogust kreñvaat an harzoù milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e 9. Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar stêr Eufrat e Mezopotamia. Tizhet e oe ar Roen hag ar stêr Danav gant ar Romaned ivez. E-dog e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar ''pax romana'' (ar peoc'h roman) eus outi.

[kemmañ] Kavout un den da gemer war e lerc'h

Reiñ a reas e verc'h, Julia, da vMarcellus rak kavout a rae dezhañ e c'hellje dont da impalaer war e lerc'h, met mervel a reas ar paotr re abred.

SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Tierniezh Jul-ha-Klaod
En e raok :
Kezar, koñsul
(- 101 - -44)
Aogust
( - 27 - 14)
War e lerc'h :
Tiber
(14 - 37)
Heuliad Henroma

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all