Gens Octavia
Eus Wikipedia
Ar gens Octavia a oa un tiegezh plebeian e Roma an Henamzer, a oa savet da diegezh patrisian gant Julius Caesar er Iañ kantved kent JK.
Istor [kemmañ]
Kentañ den brudet er gens e oa Gnaeus Octavius Rufus, quaestor war-dro 230 kent JK. A-hed an daou gantved goude e voe meur a garg uhel etre daouarn an Octavii ; an hini uhelaén avat a voe gant Gaius Octavius, niz da Julius Caesar, advabet gantañ, anvet da Augustus gant ar Sened roman e 27 kent JK.
Orin ar gens [kemmañ]
Dont a rae an Octavii eus kêr Velitrae, ur gêr Volsk, e menezioù Alba , hervez an istorour roman Suetonius ( De Vita Caesarum, "Augustus," 1).
Praenomina implijet gant ar gens [kemmañ]
Sede ar praenomina muiañ implijet gant an Octavii :