Caius Caesar

Eus Wikipedia

Gaius Julius Caesar (-20 – 21 a viz C'hwevre 4), anavezet evel Gaius Caesar pe Caius Caesar, a oa mab henañ Marcus Vipsanius Agrippa ha Julia an Henañ. Ganet e oa etre ar 14 a viz Eost hag an 13 a viz Gwengolo 20, pe marteze, hervez testenioù zo, d'an 23 a viz Gwengolo 20. Da gentañ e oa anvet Gaius Vipsanius Agrippa, met advabet e voe gant e dad-kozh, an impalaer Augustus, eus ar gens Julia gens, ma voe adanvet Gaius Julius Caesar.