Impalaer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Impalaer zo un titl roet da vleinerien (pe rieien'zo. Dont a ra e orin eus titl an imperator a veze roet d'ar jeneraled roman kozh pa oant trec'h war enebourien o bro. Ar stêr "penn uhel-tre" a zo bet hini penn ar riez roman pa oa aet ar Republik roman da get e kreiz ar 1añ kantved kent Jezus-Krist. Ar rieg mod-nevez a dlee kaout pep a ditl uhel : koñsul hag imperator (trec'her) hep ehan. Augustus (= An hini benniget) a zo bet gwelet evel ar c'hentañ impalaer roman (renet en- deus eus 27 kent Jezus-Krist betek e varv e 14 goude Jezuz-Krist). Titloù all eget impalaer hag augustus a ya gant hini an impalaer roman (kaesar ha princeps), met kavet e vez anvioù all e broioù gresian (basileus, autokrat, sebastokrat). E broioù slav e vez kavet tsar (eus kaesar). En Iran (bet anvet Bro-Bersia) ez eus bet un Roue ar Roueeden Henamzer hag ur Shah e-pad mareoù an Istor modern ha kempredel.

Ne chom ket impalaer ebet hiziv nemet e Bro-Japan. Mikado eo e ditl. N'eus ket ken kalz a c'halloudoù gantañ abaoe an Eil Brezel-Bed

Roll ar broioù ma'z eus bet impalaerien o ren[kemmañ]