Shogun
Ar ger japaneg Shogun (将軍; romaji: shōgun) a zo un titl, talvezout a ra "jeneral", hag a zo ur verradenn eus ar ger seiitaishogun (征夷大将軍; romaji: sei-i taishōgun) hag a c'hellfe bezañ troet "jeneral habasker ar varbared". Met ur wech ma bet roet an titl-mañ da Vinamoto no Yoritomo, ha da-heul da hil Minamoto eo teuas da vezañ un titl a dremene dre herez. Implijet eo bet ar ger-mañ da dermeniñ renerien vilourel (diktatourien) Bro Japan. Tu vefe gwelet ar shogun evel kleze an impalaer memes ma'z eo deuet ar shogun da vezañ galloudusoc'h eget renerien wirion ar vro gant red an amzer. An impalaer avat a zo chomet gward hengoun hag unvaniezh ar vro.
Taolenn |
[kemmañ] Istor ar shogunelezh
[kemmañ] Seii Taishogun ar maread Heian (794-1185)
Aloubadegoù an Emishied:E-penn kentañ ar maread Heian, an titl oa roet da bennoù milourel a renk priñsel nemet amzer a badfe ar brezelioù a-enep an Emishied (ur bobl hag a nac'he bezañ sujet d'ar priñs Yamamoto). En o zouez ar shogun brudetañ a oa bet Sakanoue no Tamuramaro. Trec'hiñ a reas an Emishied evit an impalaer Kammu. Diwezhatoc'h er maread Heian, ur wech an Emishied staget ouzh an impalaeriezh, ne voe ket mui implijet ar ger hag an titl er ster kozh.
Brezel ar Gempei: Met diwezhatoc'h er maread Heian, e-pad brezel ar Gempei, eo bet dilennet ur shogun ouzhpenn an hini kentañ. Pa skarzhas Minamoto no Yoshinaka an Tairaed e voe disklêriet Asahi Sogun gant an impalaer Go-Shirakawa. Met pa glaskas mestroniañ ar c'hlan Minamoto e voe lazhet gant e genderv Minamoto no Yoshitsune (breur Minamoto no Yoritomo). Ha goude-se e redias Go-Shirakawa d'e ziskleriañ Seii Taishogun.
[kemmañ] Seii Taishogun er maread krennamzerel (1185-1868)
shogunelezh Kamakura:Goude ma oa bet trec'het ar c'hlan Taira e-pad brezel ar Gempei (1185), Minamoto no Yoritomo a gemeras ar galloud ha dont a reas da vezañ diktatour ha rener ar vro. Staliañ a reas ur sistem gouarnamant gladdalc'hel lakaet e plas e ker Kamakura, e lec'h ma kemeras ar samouraied ar galloud politikel dalc'het betek-henn gant an impalaer ha strolladoù aristrokratel e lez Kyoto.
E 1192, Yoritomo a resevas an titl a Seii Taishogun roet gant an impalaer. Ha diorren a reas ar sistem politikel diazezet war renerezh hêrezhel ar vro gant ar shoguned, anavezet gant an anv bakufu, pe shogunelezh. Adalek ar mare-hont e oa pep shogun ur Minamoto, hag an titl a veze roet d'ar mab pe d'an hini dibabet da hêr (ar c'hoshañ peurliesañ).
Adreizhadur Kemmu:Pa voe diskaret shogunelezh Kamakura, e-pad adreizhadur Kemmu e 1333, ur shogun all a voe : ar Priñs Moriyoshi (pe Morinaga), mab an impalaer Go-Daigo. Resev a reas an titl a Seii Taishogun ha lakaet e oa e penn an arme. Met Takauji Ashikaga (diwezhatoc'h pennsaver shogunelezh Muromachi) a en em savas a-enep d'an impaler, herzel a reas ar priñs Moriyoshi ha breur Takauji, Tadayoshi Ashikaga, a gasas ar priñs d'ar marv.
Shogunelezhioù Muromachi hag Edo:Estreget Minamoto no Yoritomo, shogunelezh Kamakura a badas e-pad 150 bloaz, eus 1192 betek 1333. N'eus nemet Ashigaka Takauji ha Tokugawa Ieyasu, diskennidi priñs Minamoto, hag a zeuas a-benn da dapout titl Seii Taishogun ha da staliañ o bakufu. Shogunelezh Ashigaka a badas eus 1338 betek 1573, hag hini Tokugawa eus 1603 betek 1868. (Sellet taolenn ar shoguned)
Ar "shoguned tremeniat" (eus 1568 betek 1598) na resevas ket an titl a Seii Taishogun roet gant an impalaer, ha na savjont ket a v/bakufu, met dont a rejont a-benn da vestroniañ an impalaer hag ul lodenn vat eus Bro-Japan.
An titl a Seii Taishogun a oa diframmet e-pad an adreizhadur Meiji e 1868. Er prantad-hont e oa adroet ar galloud d'an impalaer ha d'e velestradurezh.
[kemmañ] Ar shogunelezh
Graet e vez eus ar "shogunelezh" ar reizhiad e lec'h m'emañ ar shogun e penn. Implijet e vez ivez ar ger "bakufu" hag a dalvez "ar garg e-barzh an deltenn" e japaneg. Lakaat a ra da sonjal en ur gouarnamant prevez met aroueziñ a ra ivez ar fed ma oa ur garg da c'hortoz (er penn-kentañ d'an nebeutañ). Hag evel-just e weler arouez ar brezel e skeudenn an deltenn. Ar ger orin "sei-i taishogun" a dalvez "jeneral habasker ar varbared". Ar ger kozh "barbared" a yae dda envel un nebeud strolladoù a bobloù, disuj d'ar gouarnamant, a oa o vevañ e ranvro Honshu, nepell eus Hokkaido.
Minamoto no Yoritomo, ar shogun kentañ eus shogunelezh Kamakura, a dapas kalz a c'halloud eus aristokratiezh Kyoto. War ur sav-poent fetis, deuet e oa da vezañ gwir rener Bro-Japan, hag anvet eo bet "sei-i taishogun". Roet eo bet goude se an titl da dri shogun disheñvel.
Evel ma z'eo bet lâret, orin ar ger a deu eus meizad ur garg da c'hortoz, met tamm ha tamm ar garg ha an titl-mañ en deus kemmet evit dont da vezañ implijet evit ur sistem gouarnamant savet war patrom diktatourelezhioù milourel ha gladdalc'hel (renadoù e lec'h ma oa ar shogun e penn an traoù). Ar ger "shogunelezh" a dermen ar sistem aotrouniezhus-mañ.
Sistem ar "bakufu" a zo bet lakaet e plas e pad shogunelezh ar c'h/Kamakura gant Minamoto no Yoritomo. Normalamant ar stad, ha dreist-holl an impalaer, a zo perc'henn war douaroù ha Bro-Japan a bezh. Met ar sistem savet war ur stumm feodel a zo diazezet war lealded nobled izhel d'un noblañs uheloc'h. Ar samouraied oant garedonet gant douaroù abalamour d'o fealded. Ha gant aotre an aotroù meur o doa ar gwir da reiñ an douaroù-se d'o vibien evel herez. Kreñfaet e veze mont en dro ar sistem feodel gant ledouedoù etre ar samouraied hag izili all (uhelrenket pe izhelrenket) ar biramidenn sokial.
War ur sav-poent politikel pep "bakufu" oa bividik. Ar galloud na baoueze ket da cheñch plas pe da cheñch daouarn. Ar galloud hag an aotrouniez oa forc'hellek penn da benn. Hiziv an deiz, studioù start vez aozet evit klask kompren mont en dro c'hoarioù ar galloud, kasoù ha degasoù e veze lakaet e plas en ur sistem aotrouniezhus luziet evel emañ. E pepe "bakufu" e veze kavet keverezhioù etre ar shogun, an impalaer, an aristokratelezh, ar menec'h hag holl kargidi ar shogun añvet jito, shugo, kokujin pe daimyo. Ar "bakufu" a aroueze un ezhomm a cheñchamant war sav-poent mont en dro ar galloud hag an darempred gant an aotrouniezh er vro.
[kemmañ] Roll ar shoguned
| Urzh ar shoguned (E-barzh e shogunerezh) | Anv | Er galloud | Notennoù |
|---|---|---|---|
| 1 | Otomo no Otomaro | ||
| 2 | Sakanoue no Tamuramaro | 797-811? | |
| - | Funya no Watamaro | 813 | Sei-i shogun |
| - | Fujiwara no Tadabumi | 940 | 征東大将軍だが、異伝あり |
| 3 | Minamoto no Yoshinaka | 1184 | 従四位下伊予守 |
| 4 (1) | Minamoto no Yoritomo | 1192-1199 | 1195年辞任の説あり。正二位前権大納言 |
| 5 (2) | Minamoto no Yoriie | 1202-1203 | 正二位左衛門督 |
| 6 (3) | Minamoto no Sanetomo | 1203-1219 | 正二位右大臣 |
| 7 (4) | Kujo Yoritsune | 1226-1244 | 摂家(藤原)将軍。九条道家の子。正二位権大納言 |
| 8 (5) | Kujo Yoritsugu | 1244-1252 | 従三位左近衛中将 |
| 9 (6) | Prince Munetaka | 1252-1266 | 皇族将軍。後嵯峨天皇の皇子。一品中務卿 |
| 10 (7) | Prince Koreyasu (惟康王→源惟康→惟康親王) | 1266-1289 | 二品 |
| 11 (8) | Prince Hisaaki | 1289-1308 | 後深草天皇の皇子。一品式部卿 |
| 12 (9) | Prince Morikuni | 1308-1333 | 二品 |
| 13 | Prince Moriyoshi | 1333 | 二品兵部卿 |
| 14 | Prince Nariyoshi | 1335-1336 | 四品上野太守 |
| 15 (1) | Ashikaga Takauji (高氏→尊氏) | 1338-1358 | 正二位権大納言 |
| 16 (2) | Ashikaga Yoshiakira | 1358-1367 | 正二位権大納言 |
| 17 (3) | Ashikaga Yoshimitsu | 1367-1394 | 准三宮従一位左大臣。将軍辞職後、太政大臣。 |
| 18 (4) | Ashikaga Yoshimochi | 1394-1423 | 従一位内大臣 |
| 19 (5) | Ashikaga Yoshikatsu | 1423-1425 | 正四位下参議右近衛中将 |
| 20 (6) | Ashikaga Yoshinori(義宣→義教) | 1429-1441 | 従一位左大臣 |
| 21 (7) | Ashikaga Yoshikatsu | 1442-1443 | 従四位下左近衛中将 |
| 22 (8) | Ashikaga Yoshimasa (義成→義政) | 1449-1473 | 准三宮従一位左大臣 |
| 23 (9) | Ashikaga Yoshihisa(義尚→義煕) | 1473-1489 | 従一位内大臣 |
| 24 (10) | Ashikaga Yoshiki (義材→義尹→義稙) | 1490-1493 | 従四位下参議右近衛中将 |
| 25 (11) | Ashikaga Yoshizumi(義高→義遐→義澄) | 1494-1508 | 従三位参議左近衛中将 |
| 26 (10) | Ashikaga Yoshitane (義材→義尹→義稙) | 1508-1521 | 再任。従二位権大納言 |
| 27 (12) | Ashikaga Yoshiharu | 1521-1546 | 従三位権大納言 |
| 28 (13) | Ashikaga Yoshiteru (義藤→義輝) | 1546-1565 | 従四位下参議左近衛中将 |
| 29 (14) | Ashikaga Yoshihide | 1568 | 従五位下左馬頭 |
| 30 (15) | Ashikaga Yoshiaki (義秋→義昭) | 1568-1573 | 実は出家時の1588年までは名目上在任。従三位権大納言 |
| 31 (1) | Tokugawa Ieyasu(松平元康→徳川家康) | 1603-1605 | 従一位右大臣。将軍辞職後、太政大臣。 |
| 32 (2) | Tokugawa Hidetada | 1605-1623 | 従一位右大臣。将軍辞職後、太政大臣。 |
| 33 (3) | Tokugawa Iemitsu | 1623-1651 | 従一位左大臣。太政大臣宣下固辞。 |
| 34 (4) | Tokugawa Ietsuna | 1651-1680 | 正二位右大臣 |
| 35 (5) | Tokugawa Tsunayoshi | 1680-1709 | 正二位右大臣 |
| 36 (6) | Tokugawa Ienobu(Tsunatoyo→Ienobu) | 1709-1712 | 正二位内大臣 |
| 37 (7) | Tokugawa Ietsugu | 1712-1716 | 正二位内大臣 |
| 38 (8) | Tokugawa Yoshimune(松平賴方→德川吉宗) | 1716-1745 | 正二位右大臣 |
| 39 (9) | Tokugawa Ieshige | 1745-1760 | 正二位右大臣 |
| 40 (10) | Tokugawa Ieharu | 1760-1786 | 正二位右大臣 |
| 41 (11) | Tokugawa Ienari | 1787-1837 | 従一位太政大臣 |
| 42 (12) | Tokugawa Ieyoshi | 1837-1853 | 従一位左大臣 |
| 43 (13) | Tokugawa Iesada (家祥→家定) | 1853-1858 | 正二位内大臣 |
| 44 (14) | Tokugawa Iemochi(Toshitomi→Iemochi) | 1858-1866 | 從一位右大臣 |
| 45 (15) | Tokugawa Yoshinobu | 1866-1867 | 正二位内大臣 |
| Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur. |