37
Eus Wikipedia
| Bloavezhioù: 34 35 36 - 37 - 38 39 40 |
|
| Dekvedoù: 10 - 20 - Bloavezhioù 30 - 40 50 |
|
| Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
| Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
|
| Evit bloaz 37 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
| Evit ar bloaz -37, gwelet ar bajenn : | -37 |
| Evit an niver 37, gwelet ar bajenn : | 37 (niver) |
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
Impalaeriezh roman [kemmañ]
- Deroù ren Kaligula, implaer roman (betek 41)
- Makron, prefed ar pretordi a laka lazhañ Tiber dre an tag e Campania (16 Meurzh). Caius, mab Germanicus brudet, zo anavezet hep poan da impalaer gant ar Sened ha gant al lu (Caligula, botezig, zo ul lesanv milourel). Klañv-bras e kouezh en diskar-amzer.
- 18 Meurzh: en desped da youl Tiber eo lakaet Kaligula da Impalaer: ar Sened roman a freuz e destamant hag embann a ra Caligula impalaer.
- Klask a ra Kaligula bezañ doueekaet (taol esae kentañ ur ur priñs o ren): lezenniñ a ra war kement tachenn zo hag embann a ra soñjoù barn groñs. Sevel a ra a-enep ar Sened ha kregiñ a ra da gas lod d'ar marv krenn-ha-krak evit bezañ feuket e veurdez. En em harpañ a ra war ar varc'heien, ar werin, lu ar Roen hag al luskadoù relijiel a sav a-du gant e raktresoù divarvelezh. Dizemglev zo etre an Impalaer hag ar Sened.
- Kaset kêr Antiokia e Siria d'an traoñ gant ur c'hren-douar.
- Herod Agrippa Iañ, roue ar Yuzevien (37-44).
- Goude ur vuhez diroll e tap Herod Agrippa Iañ, mab da Aristobulus, gounid tu Kaligula a ro dezhañ tetrarkiezh kozh Fulup hag Abila.
- Marullus, prokulator Jude, Samaria hag Edom (37-41)
- Sant Stefan merzher kristen kentañ. Labezet eo evel enebour ar relijion.
- A-strew ez a an "hellenourien", a brezeg an aviel d'ar re n'int ket Yuzevien.
Azia [kemmañ]
Relijionoù ha mitologiezhioù [kemmañ]
- Degemer a ra Farizian Paol Tars kelennadurezh Jezuz, e Damask, dre un diskuliadur (bloavezh gwirheñvelañ). E 39 e teu da vezañ Sant Paol.
- Krouet eo gant Sant Pêr Iliz reizhkredennek Siria (deiziad hengounel)
Arzoù ha sevenadur [kemmañ]
Teknikoù ha skiantoù da dalvezout [kemmañ]
- Aulus Celse a sav un holloueziadur mezegel.
- Savidigezh tour-tan Boulogne-sur-Mer (37-41).
- Savidigezh galeoù (temploù war-neuñv ?) al lenn Nemi, nepell eus Roma, evit Kaligula.
Buhez pemdez ha dudi [kemmañ]
Ganedigezhioù 37 [kemmañ]
Marvioù 37 [kemmañ]
- 16 Meurzh : Tiber, impalaer roman, taget gant Makron.
- 1 Mae - Antonia Minor, merc'h da Mark Anton hag Octavia Minor; mamm-gozh Kaligula.
- Merzherenti Sant Stefan, labezet.
- Marbod roue ar Varkomanned