Konsul
Eus Wikipedia
Konsul (diwar ar ger latin consul) zo un anv dezhañ meur a ster a-hed an Istor. Anaout a reer
- konsuled Roma gozh,
- Konsuled Bro-C'hall e diwezh ar C'hentañ Republik c'hall, ha Napoleone Buonaparte ar c'hentañ anezho),
- hag ar gonsuled, diplomated.
Konsuled Roma [kemmañ]
E Roma e veze dilennet daou gonsul bep bloaz , adalek dibenn Roueelezh Roma, a-hed amzer Republik Roma ha, daoust ma oa kollet o galloud gante neuze, dre vras betek dibenn an Impalaeriezh roman.
Ar c'honsulvezh eo an amzer ma pad karg ur c'honsul e Roma gozh. Hervez ar skridoù kozh n'eo ket un ensavadur a orin latin. Pa oa nevez kouezeht ar roueelezh e oa troet an dud da zilenn un den hepken, galoud bras dezhañ, evit ur prantad berr hepken.
Hervez Edward Gibbon e voe roet d'ar roue frank Clovis arouezioù ar gonsulegezh.