Douar Santel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.

An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jourdan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).

Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem: Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar c'hinivelezh hag e Nazaret iliz ar c'hemennadur.

Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.

Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam. Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".

Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.

[kemmañ] Istor an Douar-Santel

Er gronologiezh-mañ e vo dalc'het kont eus kalz elfennoù relijiel a bouez bras evit kompren istor ar vro.

Hiziv an deiz, ar peoc'h emañ c'hoazh en arvar etre an div boblad.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all