Asirianed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel an Asirianed
Tennañ a ra ar pennad-mañ d'an Asirianed, ur bobl aramaeger ha kristen. Evit bro gozh Asour (en Henamzer), sellit ouzh : Asiria.


An Asirianed (aramaeg: ܐܬܘܪ̈ܝܐ Āṯurāyē), a vez graet Arameaned, Kaldeaned pe Siriaked anezho ivez, a zo ur bobl pe ur genel hag a oa diazezet e darnoù 'zo eus ar riezoù a-vremañ: Iran, Iraq, Liban, Siria. Da heul heskinadegoù ha gouennlazhadegoù an XXvet kantved e oa tec'het kuit an hanter eus an Asirianed hag aet da vevañ er C'haokaz, e Norzhamerika hag en Europa ar C'hornaoueg.
War-dro ur milion hanter a zo anezho. Ober a reont gant yezhoù nevez-aramaek, ha kristenien int.

Strew er bed[kemmañ]

Kavet e vez war-dro 800 000 anezho en Iraq, 500 000 e Siria, 83 000 e SUA, 35 000 e Sveden, 23 000 en Alamagn, 19 000 en Aostralia, 14 000 e Rusia, ha 10,000 bennak en Iran m'o deus gwir da gaout ur sez er Parlamant.