Totila

Eus Wikipedia
Totila, hervez Francesco_Salviati
Totila, hervez Kronikoù Nünberg.
Totila o tistruj mogerioù kêr Firenze.

Totila pe Baduila (en goteg 𐍄𐍉𐍄𐌹𐌻𐌰/Totila), a oa ur priñs ostrogot ha roue Italia etre 541 ha 552.

Dilennet e voe Totila da roue Italia en 541 goude marv e eontr Ildebad ha muntr e genderv Erarig, anvet da roue war-lerc'h e dad, en 541.

Abaoe 535 e klaske Justinian Iañ, impalaer Bizantion adkemer Italia. Edo Belisarius, e jeneral, o paouez kemer Ravenna, kêr-benn an Ostrogoted en 540 ha da dapout krog e Vitigès o roue. Totila e oa ar priñs ostrogot a voe anvet da roue war-lerc'h Vitiges. Soudard ampart e oa, ha trec'h e voe e Faenza. Neuze ec'h adkemeras Toskana digant e enebour, ha goude-se Ombria h a kreisteiz Italia. E 543 e kemeras Naplez.

Dieubiñ a reas sklaved eus an domanioù bras ha klask a reas harp ar gatoliked.

Seziz a lakaas war gêr Roma en 544, hag e-pad daou vloaz. Kemer anezhi a reas en 546. Klask a reas marc'hata gant an impalaer bizantat Justinian ha kaout harp senedourien Roma, met tro wenn a reas, ha neuze rankout kuitaat Roma goude he skarzhañ eus an holl dud enni. Belisarius ac'h adkemeras anezhi met galvet e voe da vont war e giz da Constantinopolis. Ha Totila da glask ober e vad a gement-se: kuit jeneral an impalaer, deomp war-raok adarre! Adkemeret e voe Rom en 552. Ha Totila da sevel ur morlu renet gant Indulf, un dezertour bizantat, ha da lammat war Korsika, Sardigna (549), un darn eus Sikilia (550) hag eus Dalmatia, ha Corfou hag Epira war-hed-taol en 551.