Wizigoted

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ergerzhadeg ar Wizigoted.

Ur bobl c'herman e oa ar Wizigoted, pe Vizigoted. En Eil kantved e voe rannet ar C'hoted, ur bobl a oa er reter d'ar stêr Danav, e div lodenn : re ar c'hornôg, ar Wizigoted, en em stalias e Dakia, ha re ar reter, an Ostrogoted, en em ziazezas en hanternoz d'ar Mor Du.

Ur roll a bouez bras o deus c'hoariet ar Wizigoted en istor Europa, goude diskar Impalaeriezh roman ar C'hornôg (476). E-touez ar C'hermaned ez int ar bobl he deus bet ar muiañ a sked.

Tra ma oant o chom e Dakia e teujont tamm-ha-tamm da vezañ kristenien oc'h heuliañ kredenn Arius. Diwezhatoc'h, e 589, e tivizas o roue Recaredo, a oa e penn ur rouantelezh e Spagn, dont da vezañ katolik.

Aloubadegoù[kemmañ]

E dibenn ar IVvet kantved e voe argadet an Impalaeriezh ganto meur a wech. Trec'het e voent gant armeoù an impalaerien Claudius II hag Aurelianus. E 376 e voent aotreet gant an impalaer Valens d'en em staliañ er c'hreisteiz d'ar stêr Danav evit bezañ gwarezet diouzh argadennoù an Huned. En eskemm e rankas ar Wizigoted, renet gant Fritigern, reiñ soudarded d'an armeoù roman.

Ar bloavezh war-lerc’h a voe ur bloavezh kernez. Lezet e voe ar Wizigoted da vervel gant an naon, gant ar Romaned. En em sevel a reas Wizigoted Fritigern a-enep o mistri. Trec’h e voe ar Wizigoted ha lazhet e voe an impalaer Valens en emgann. Pobl c’halloudusañ al lodenn-se eus Europa e oa deuet ar Wizigoted da vezañ ha rankout a reas an Impalaer roman Theodosius I ober ar peoc’h ganto e 379. Goude marv Theodosius, ha dindan ren ar roue Alarig I, e voe brezel adarre etre ar Wizigoted hag an armeoù roman, a oa renet gant jeneraled c’herman alies.

Aloubet e voe Italia gant Wizigoted Alarig ha mont a rejont betek Roma a voe lakaet en arigrap ganto d’ar 24 a viz Eost 410. Daoust ma ne oa ket Roma kêr-benn Impalaeriezh roman ar c’hornôg ken (Ravenna an hini e oa), e voe gwall skoet ar speredoù en Impalaeriezh gant an darvoud-se.


Ar rouantelezh wizigot[kemmañ]

Ar rouantelezh visigot, Tolosa he c'hêr-benn, war-dro 500.

Dont a reas ar peoc’h en-dro ha skoaz a roas ar Wizigoted d’ar Romaned da stourm ouzh an Alaned hag ar Vandaled e Spagn. Evit o digoll e voent aotreet gant an Impalaer d’en em staliañ war douaroù Akitania. Alese e kreskas ar Rouantelezh wizigot en tu all d’ar Pireneoù ha rankout a reas ar Vandaled kuitaat Spagn da vont da Afrika.

Eurig, unan eus rouaned vras ar Wizigoted, a unanas anezho hag a redias ar Romaned d'anavezout he rouantelezh evel unan dizalc’h diouzh ar Romaned. Da vare e varv e oa ar Rouantelezh wizigot ar stad c’halloudusañ e kornôg Europa. E deroù ar Vvet kantved en em astenne war Akitania, an darn vrasañ eus al Ledenez Iberia (nemet an hanternoz hag ar gwalarn poblet gant Euskariz ha gant Sueved).

E 507, goude emgann Vouillé, e voe aloubet Akitania gant ar Franked. Hag e 554 e voe kemeret Granada hag Andalouzia gant Bizantiniz an Impalaer Justinianus I a oa o klask « adc’hounit ar c’hornôg ».

E 584 e voe staget bro ar Sueved ouzh ar Rouantelezh wizigot hag e 624 e teuas ar Wizigoted a-benn da skarzhañ ar Vizantiniz kuit.

Evel gant ar Franked e Bro-C’hall e chomas dister levezon ar Wizigoted war Spagn koulskoude. En hanternoz al ledenez e oant diazezet dreist-holl. Ma renent war ar gêr-benn Toledo ha war ar c’hêrioù all, e oa kalz niverusoc’h pobloù all al ledenez egeto : jedet o deus an istorourien e tlee bezañ 200 000 a Wizigoted (ha Germaned all) pa oa etre 3 ha 4 milion a dud o chom el ledenez iberek.

Dont a reas ar Rouantelezh wizigot da benn e 711 pa varvas ar roue Roderico (Rodrigo), lazhet e-pad aloubadeg Spagn gant ar Vuzulmaned. Un darn vras eus Spagn en em gavas, goude-se, dindan dalc’h ar Vuzulmaned.

Un noblañs wizigot, Pelayo, a gavas repu e menezioù an hanternoz goude drouziwezh 711. Gantañ e vije bet savet rouantelezh Asturiez ha kroget, war-lerc’h, ar Reconquista, da lavarout eo ar stourm da skarzhañ ar Vuzulmaned kuit eus Spagn. Lod all eus ar Wizigoted a dec’has en tu all d’ar Pireneoù hag a gavas repu e rouantelezh ar Franked. Met echu e oa gant ar Rouantelezh wizigot.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Labouysse, Georges, Les Wisigoths : première puissance organisée dans l'Empire éclaté de l'Occident romain. Loubatières, 2005.

Pennadoù kar[kemmañ]