Sultan

Eus Wikipedia
Sultan
titl noblañs, honorific title, karg
Iskevrennad euspenndiern Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Organization directed by the office or positionsultanate Kemmañ
Deiziad divodadur1924 Kemmañ
Stumm benel an dikedennSultanin, Σουλτάνα, sultane, sultanino, sultanka Kemmañ
Stumm gourel an dikedennsultan Kemmañ

Sultan (Arabeg: سلطان) zo un titl islamek bet gwisket gantañ talvoudegezhioù disheñvel a-hed an istor. E penn-kentañ e oa un anv-kadarn arabek a dalveze kement ha "nerzh", "aotrouniezh", beli un den". Diwezhatoc'h e teuas da vezañ implijet evit envel renerien vuzulman embannet ganto o hollveliezh er fedoù (da lavaret eo na anavezent beli all ebet a-us dezho estreget o hini dezho o-unan) hep mont betek goulenn ar galifelezh klok evit kelo-se. Adal neuze e krogas an termen da zezverkañ talvoudegezhioù disheñvel hervez ar gendestenn.

Monark muzulman a ren diouzh reol ar charia (chari'ah)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel m'eo termenet roll ar rener gant ar C'horan end-eeun ez eus ur pouez speredel ha relijiel war un dro gant ar sultan. Koulskoude, n'eus ket eus ar sultaned doktorien relijiel. Da geñveriañ, en Impalaeriezh vuzantat, e veze graet Kaezarpabelezh eus an unded relijiel ha stadel-se e metoù hengounel kristeniezh reizhkredennek ar reter. Nikolaz II, tsar Rusia eo bet ar penn-Stad anvuzulman diwezhañ gantañ ur galloud damheñvel. E Breizh-Veur, er furmoù, ez eo Monark Breizh-Veur war un dro e penn an Iliz hag ar Stad ha Gouarnour meur Iliz Bro-Saoz; er fedoù n'eo ken ar rouanez nemet penn an Iliz war baper; emañ ar statud-se da vezañ adwelet ivez p'en deus embannet ar priñs Charlez e venne bezañ 'difennour an feizioù' kentoc'h eget 'difennour ar feiz'.

Ar c'hentañ zo bet oc'h ober gant an titl a ' Sultan' eo bet ar Penn Turkmen Mahmoud a Ghazni (o ren eus 998 da 1030). War-lerc'h eo deuet 'Sultan' da vezañ titl ar Pennoù Seldjouk, an Durked Otoman, an Dierniezh Ayyubid hag ar renerien Mamelouk en Egipt. Skeudennaouet brav eo talvoudegezh relijiel an titl dre ar fed m'eo Kalif Kaero eo a roas an anv a 'Sultan' da Mourad I, trede rener an Impalaeriezh Otoman e 1383. Beyed a veze graet anezho betek neuze.

Diwezhatoc'h ne voe ket ken niverus ken ar renerien o tougen an anv "sultan". Implijet eo bet an termen gant renerien gentañ tiegezh roueel a-vremañ Maroko. Hiziv an deiz ne vez mui implijet nemet gant Sultan Oman, Sultan Brunei hag aotrounez zo e su Filipinez, war Java hag e Stadoù kozh Malaysia zo bremañ e-barzh Stad a-vremañ Malaysia. Tachenn ur sultan a vez graet sultanad anezhi. E bed ar c'hornôg ez eus bet savet un termen sultanez; un droidigezh dizampart-tre evit ober anv eus gwragez ar sultaned.

Ar renerien vodern a fell dezho reiñ ton d'o galloud douarel en ur Stad a wir o deus dilezet tamm-ha-tamm an anv sultan evit degemer an anv a roue.

Sultaned ha sultanelezhioù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reter-kreiz & Azia Greiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Audhali, Fadhli, Haushabi, Kathiri, Lahej, Aulaqi izelañ, Yafa izelañ, Mahra, Qu'aiti, Subeihi, Aulaqi uhelañ, Yafa uhelañ, ha Sultanelezhioù Wahidi

Hami[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh a oa an titl diles, kevatal da sultan, a veze roet da vonarked islamek renerien tiegezh Oman en he div rouantelezh :

Norzh Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kornôg & Kreiz Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reter Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titl a Sultan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maliki[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh a oa un titl kevatal all (deveret evit doare diouzh ar ger arabek Malik (roue)) implijet gant Sultaned Kilwa Kisiwani, e Tanganyika (hiziv an deiz e Tanzania)

Mfalume[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh eo an tiltl (Ki)Swahili bet roet da meur a rener muzulman engenidik, troet peurliesañ gant an termen Sultan en arabeg hag e yezhoù ar c'hornôg. :

Sultani[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh a oa an titl engenidik e Stad tanzanian Uhehe

Gevred Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Su Azia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sultanelezhioù a-hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù priñsed ha brientinien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er reizhiad tierniezhek Otoman e veze graet 'Sultaned' eus pennhêred ar Padishah (anvet ivez Sultan Meur e bed ar c'hornôg) o ren. Evit se e vez implijet an termen monarkek-mañ da dermen kevatal d'an hini a Priñs a wad e bed ar c'hornôg: Daulatlu Najabatlu Shahzada sultan (anv an den) Hazretleri Effendi; evit an eil pennhêr avat e oa an titl Daulatlu Najabatlu Vali Ahad-i-Sultanelezh (anv an den) Effendi Hazlatlari, d.l.e. Priñs Kurunenn ar Sultanelezh.

  • Mibien ar priñsezed Impalaerel, er-maez eus jeu hêrezh an Otomaned, a veze graet Sultanzada (anv an den) Bey-Effendi anezho, d.l.e. Mibien Priñs(ez) an dierniezh.

E Stadoù muzulman zo e veze implijet an termen 'sultan' evel un termen evit envel ar vrientinien ivez; evel-se e oa kont e khanelezh tartar Astrakan

Titloù kenaozet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mani Sultan, a dalvez 'Perlezenn ar renerien', pe, gant nebeutoc'h a varzhoniezh, Monark meurdezus, a oa un adtitl, lodek eus titl klok Maharaja Travancore

Renk milourel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kalzik eus ar Stadoù savet dindan ar renerezh mongol turk goude ar galifelezh e oa un asez urzhaz milourel er mod gladdalc'hel, dekvedel alies (dreist-holl en impalaeriezhioù brasañ), a implije an titloù Khan, Malik, Amir da verkañ renk ar briñsed.

En Impalaeriezh pers, e veze graet 'Sultan' eus ur renk kevatal da hini ar C'habiten traken. Klotañ a rae gant ar pempvet renk anvet 'Ali Jah

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù islamek all

ha pelloc'h

Mamennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]