Mindanao

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Filipinez, gant Luzon, enezeg Visayas ha Mindanao

Mindanao eo an eil enezenn vrasañ e Filipinez, gant ur gorread a 97 530 km² (an 19vet enezenn vrasañ er bed), poblet gant 21 968 174 a annezidi (e 2010). Davao eo ar gêr vrasañ.

Dave a ra ivez an anv Mindanao d’un enezeg, enni an enezenn anvet evel-se asambles gant inizi all, bihanoc’h, evel Tawi-Tawi pe Jolo. Menez Apo eo menez uhelañ Mindanao, gant 2 954 metr a uhelder, er su da gêr Davao.

Bras eo pouez al labour-douar e Mindanao ha dont a ra 80% eus produoù an douar e Filipinez eus an enezenn-se. Met daoust da se eo paour a-walc’h an dud enni.

Meur a boblad a vev e Mindanao. An enezenn nemeti eo e Filipinez ma’z eus kalzik a vuzulmiz. Hogen relijionoù all zo ivez : animisted ha kristenien a gaver e norzh an enezenn.

Strolladoù muzulmat zo bet, a bell zo, o stourm evit dizalc’hiezh Mindanao, evit en em zispartiañ diouzh ar peurrest eus enezeg Filipinez ma kaver kalz a gristenien. Hag a-hed an XIXvet hag an XXvet kantved n’eo ket deuet a-benn nerzhioù Spagn, ar Stadoù Unanet, Japan pe Filipinez da gaout an dizober eus ar strolladoù-se. An Talbenn Dieubidigezh Vroadel Moro hag an Talbenn Dieubidigezh Moro Islamour eo ar re anavezetañ eus ar strolladoù-se bremañ. Da-heul an emgannoù etre an talbennoù dieubidigezh, pe strolladoù armet all, hag arme ar stad ez eus aet ouzhpenn 100 000 den kuit eus Mindanao.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.