Tanzania

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Jamhuri ya Muungano wa Tanzania
Republik Unanet Tanzania
Banniel Tanzania COA Tanzania
(Banniel Tanzania) (Skoed-ardamez Tanzania)
Tanzania in its region.svg
Kan broadel Mungu ibariki Afrika (Swahili: God Bless Africa)
Ger-stur broadel Uhuru na Umoja (Swahili: Freedom and Unity)
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Swahili (de facto)
Kêr-benn Dodoma
(Dar es Salaam)
Gorread
-En holl
-% dour

945 087 km² (31ed)
6.2%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

38 329 000 (2005)
41/km² (159ed)
Prezidant Jakaya Mrisho Kikwete
Ministr Kentañ Mizengo Pinda
Gouel broadel 26 a viz Ebrel
Moneiz Shilling Tanzania
Kod pellgomz 255
Kod war ar Genrouedad .tz

Tanzania zo ur vro e reter Afrika, war ribl Meurvor Indez, er su d’ar c’heheder. Harzoù he deus gant Kenya hag Ouganda en norzh, gant Rwanda, Burundi ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg, ha gant Malawi, Mozambik ha Zambia er su.

Div lodenn a ya d’ober Tanzania, an douar-bras, a veze graet "Tanganyika" anezhañ gwechall, hag enezeg "Zanzibar" e Meurvor Indez. Betek 1961 e oa trevadennoù saoz eus an div lodenn-se (anvet broioù-gwarezet). E 1961 e teuas Tanganyika da vezañ dizalc’h, ha kemend-all a c’hoarvezas gant Zanzibar e 1963. Unanet e voent en ur stad hepken e 1964.

An anv "Tanzania" zo savet diwar silabennoù kentañ pep lodenn eus ar c’hevread : Tanganyika ha Zanzibar. E-pad meur a vloaz e oa bet ar gêr-benn e Dar es Salaam, ur gêr vras war an aod, met e 1996 e voe divizet lakaat Dodoma, ur gêr e diabarzh ar vro, da vezañ kêr-benn. Un darn vras eus melestradurioù ar gouarnamant a yeas di, met lod zo chomet e Dar es Salaam.

Tanzania

Torosennadur[kemmañ]

Torosennadur Tanzania a vez plaenn a walc'h evel war vord ar mor. Padal e kreiz ar vro e vez kavet ur pladenn (uhelgompezenn) da 1200m. Truezet eo deus an Norzh betek ar Su gant ar "Branche de la Rift Valley". Ar failh-se, bras kenañ , en deus savet ar C'hilimandjaro ( menez uhelañ Afrika gant 5 895 metrad e harz , bro Kenya eo ). Toulet en deus an draonienn Olduvai. Un eilvet "Branch de la Rift Valley" a red a hed harz ar c'hornôg, lec'h ma vez kavet an teir lenn bvas afrikan, al lenn Tanganyika, al lenn Victoria hag al lenn Malawi.

Zanzibar a zo war-dro 30km er-maez d'an douar-bras, e Meurvor Indez. Gorread Zanzibar eo 1660 km² ; 90 km eo e hirder. An enezenn gouralian vrasañ eo. Enez Pamba a zo an hanter bihanoc'h eget Zanzibar, gant 68 km a hirder. An div enezenn-se o deus un torosennadur plat pe blatoc'h.


Ar Politikerezh hiziv an deiz[kemmañ]

Julius Nyerere, ar 4 a viz Eost 1977.

Aozadur ha buhez politikel

Renet eo bet bro Tanzania betek 1992 gant ur strollad dibar , ar "Chama Cha Mapinduzi" pe ar CCM (Strollad disparc'her). Ar prezidant a vez dibabet evit 5 bloaz gant an droat da vezañ dibabet diw wech nemetken. Choaz a ra daou eilprezidant,ur c'hentañ vinistr hag ur gouarnamant. Tanzania a zo en un doare ofisiel dizalc'h abaoe an 9 a viz Kerzu 1961. Ar bloaz war lerc'h, Julis Kambarage Nyere a zo e penn ar sokialour eus an "Union national africaine du Tanganyika" a zo bet dibabet evit bezañ prezidant nevez Tanzania.

Ur vodadeg vroadel a vez aozet gant 239 ezel hag en o zouez 111 dilennad a zo bet choazet evit un amzeriad pempbloaziek. Ar CCM a zo bet krouet diwar ur gendeuzadur, e 1977, etre an Tanu (tanganyika African Natinonal Union) krouet gant Julius Nyere e 1954 hag ar strollad afro-shirazi (Afro Shirazi party) emsav eus ar Zanzibar, hag a zo tost-tre ouzh an TANU, setu abeg ar gendeuzadur-se.

Ekonomiezh Bro Tanzania[kemmañ]

Pinvidigezh ar vro PIB a zo kresket da 6.9 mimiar a zollar e 1997, neuze war-dro 220 dollar dre annezad ar pezh e lak Bro Tanzania e-touez broioù paourañ ar bed. 80% eus ar boblans a zo peizant, gounit al labour douar a gont evit 60% e-barz ar PIB. An enezennoù Zanzibar ha Pemba a brodu ar muiañ a dachoù-jenofl er bed. Produoù pennañ a vez gounezet eno evit bezañ drebet a zo ar manioc , ar mais, ar stlanvesk, ar riz, ar sorgho, ar patatezenn dous hag ar millet.

An Eskemm[kemmañ]

ur blasenn e Moshi

Ar marc'hadourezh ezporzhiet a ya etrezek bro Alamagn, Breizh Veur hag ar Japan, ar produioù implijet a zo ar c'hafe, ar c'hotons, an diamantoù, an te, an tachoù-jenofl. An douristelezh a lak Tanzania da c'hounit arc'hant,e fin ar bloavezhioù pevar-ugent, muioc'h eget kant mil tourist a zeue pep bloaz e Tanzania. Dont a raent evit ar parkoù naturel pe evit al lerc'hioù istorel. Bez ez eus er vro 2600 km a hent-houarn, gant al linenn pennañ etre Dar es-Salaam hag al lenn Tanganika, o tremen dre Mwanzahag hag Arusha. 88 200 km hent a zo met nemet 10% a zo terduet. Ar porzhioù-mor brasañ a zo Dar es-Salaam ha Mtwara. Aerborz Dar es-Salamm ha Zanzibar a reont war-dro an nijadennoù etrevroadel ha vroadel. Shillingeo ar moneiz graet gant ar bank of Tanzania (krouet 1966).

Boazhioù hengounel Tanzania[kemmañ]

* Ar yezhoù

E Bro Tanzania e vez teir yezh :

Ar giswahili a oa ur yezh komzet-tre, gant an dud pinvidik. Neuze a re baour o d'oa kroget da gomz ar swahili evit en em ziforc'hiñ eus a re binvidik. Bremañ n'eus ket kement-se a dud pinvidik er vro.Setu perak evez komzet kalz a swahili e Tanzania.Memestra ar gouarnamant en d'eus choazet ar giswahili evit yezh ofisiel Tanzania. Lavaret e vez,hag eo en enezenn Zanzibar, hag e vez komzet ar vraouañ swahili.

* Kredennoù Tanzania

E Tanzania e vez azeulet div gredenn vras.

  • ar gristeniezh = 45% eus ar boblans a zo kristenien
  • an islam = 30% eus ar boblañs a zo muzulmaned

hag peurrest ar boblañs o deus kredennoù dishenvel, ar pezh a ra 25% eus ar boblañs...

Ar vusulmaned a vev kentoc'h en enezennoù pe e kichen tevennoù.Ar gristenien avev kentoc'h e krei Tanzania. A re n'o d'eus ket ar memes kredenn a vev kentoc'h war ar maezioù.

* Ar sonerezh hag an dansoù

Dans hengounel,Park Masaï-Mara,2004

E bro Tanzania ne vez ket selaouet kement-se a sonerezh er buhez bemdeziek.Met kentoc'h, vez senet e-pad ar gouelioù. Tu'zo da glevet : tams-tams, binvioù dre avel hag meur a flüt.Kavet vez e Lamu (ur geriadenn e Tanzania) ur fleüt toullet barzh difenn olifant anvet siwa. E Tanzania e vez kavet kalz binvioù dre gordenn.E 1928 "Siti Bint Saad"eo a zo ar plac'h gentañ hag he deus embannet ur bladenn. Padal,an Afrikaned a blij dezho an dans dreist-holl. E Tanzania ez eus un dañs anavezet-tre hag a zo anvet: ar karer blixen Graet vez gant an dañserien ur c'helc'h pe kelc'hioù bihan. Ret eo dezho lammat uhel hag war al lusk.Kavet vez muioc'h a baotred o tañsal eget a verc'hed e reter Tanzania,hag er c'hornôg ar baotred hag ar merc'hed a zañs holl asambles

* Ar boued

Tanzania n'eo ket ur vro pinvidik-tre. Bez ez eus memestra meuzioù mat-tre evel ar kikuyu (ur plad hep kig ha fardet nemet gant legumaj hag ed). Debret'vez gant ar re baour e kreizh an devezhioù gouel ur plad hag a zo anvet posho graet gant blinis gant pizh bihan du ha ruz.Debriñ a reont kalz a flav glas (flav glas a teu eus Tanzania). Ar flav-se zo deuet da vezañ brudet pa oa bet kenwerzhet e kevandir Europa. E Maniony(ur gêriadenn vras)pa vez ur gouel, evez atav fardet ur meuz anvet ebinyebuce :kig sec'h lakaet barzh an tan gant legumaj, eod, hilienn-ryz ha kalz a blantoù bihan evit ar c'hwez. Met memestra ret eo lavar ez eus muioc'h eget 5000 bugel a varv bep bloaz gant disterioù boued.

Ar re Masai[kemmañ]

*Oc'h endro

Bevañ a reont kentoc'h e menezhioù hag er C'henya, en ul lec'h kentoc'h kuzhet gant kalz a blantoù. Ober a reont ur ront bras hag e savont tiez-bihan warnan. A-raok an noz e tapont al loened hag e lakont anezho barzh o zi, evit abegoù surentez ; al leon da skouer n'eo ket pell alies !

* O boued hag o micher

Debriñ a reont o saout ha kig o deñved. Dastum a reont kroc'henn o loened evit aozañ o dilhiad. O bravigoù hag o c'hoarioù a zo graet gant eskern loened. Ar Vasailed o d'eus kalz a gudennoù paourantez,setu perak ne c'hellont ket prenañ kalz a draoù evito. Soñjal a reont en deus roet Doue dezho an holl loened ha douaroù er bed, setu pa wellont ur vuoc'h en ul lec'h bennak, e kredont eo evito.

Bravigoù merc'hed

*Ar merc'hed

Ar merc'hed a chom d'ober war dro o zi hag o bugale, al loened klañv ... Aozañ a reont bravigoù, dilhad gant kroc'hen al loened (goude-se e vez gwerzhet war ar marc'had evit gounit arc'hant ar familh) Nemet ar merc'hed a sav o tier. Evit ar Vasailed ar baotred a zo aotreet da zimeziñ meur a wech. Pa ur gwas, goude ur prantad amzer dremenet er maez eus ar familh evit chaseal, pe evit ar c'henwerzh, a zeu en dro er gêriadenn gant ar mennoz da adimeziñ, e vaouez gentañ eo hag e raio an ti evit an eil vaouez hag all ... An darn vrasañ eus ar baotred o deus war dro un dek wreg bennak.

* Ar baotred

Araok 14 vloaz ar baotred a zo aotreed da chom gant o mamm pe da sikour anezho evit ober war dro al loened. Da 15 vloaz ez eus ur gouel evit lavar d'an dud hag eñ zo deuet ur morane (brezeler gant blev hir ha ruz) Ur sizhun goude ar fest, e vo ret dezho mont gant 4 faotr all memes oad, da chaseal pad 3 miz hep dont en dro d'o zi. Livet int gant tud ar gêriadenn : ur penn gwenn ha blev du zo ganto. Adalek devezh o distro ez vefe tu dezho dimeziñ gant ur plac'h. Ur paotr en deus war dro 25 bugel ha 10 wreg.

* An euredoù

Evel e kalz a vroioù, ar gerent eo a choaz ar plac'h evit an eured. Met choaz a reont nemet merc'hed o mignoned, peogwir e vefe kalz re ger kemer ur plac'h hag a zeufe d'eus ur familh, dianavezet ... Dipitus-tre eo, met talvoudegezh ur plac'h a zo war dro 10 vuoc'h, ha mont a ra betek 20 vuoc'h evit ar re bravañ pe evit ar familhoù pinvidikañ.