Inizi Maloù
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
|
|||||
| Ger-stur Desire the right (Brezhoneg: "C'hoantaat ar Reizh") |
|||||
![]() |
|||||
| Yezhoù ofisiel | Saozneg | ||||
| Kêr-benn | Stanley | ||||
| Statud politikel | Trevadenn eus ar Gurunenn (Arc'het gant Arc'hantina) | ||||
| Rouanez' | Rouanez Elizabeth II | ||||
| Gouarner | Nigel Haywood | ||||
| Gorread -En holl -% dour |
12,173 km² dister |
||||
| Poblañs - 2005 war-dro - Stankter ar boblañs |
3,060 0.25/km² |
||||
| Moneiz | Lur an Inizi Maloù (FKP) | ||||
| Kan broadel | God Save the Queen ("Ra saveteo Doue ar Rouanez") |
||||
| Devezh ar vro | |||||
| Kod war ar Genrouedad | .fk | ||||
| Kod pellgomz | 500 | ||||
Inizi Maloù (Falkland Islands d'ar saoznegerien hag Islas Malvinas d'ar spagnolegerien) a zo unan eus tiriadoù tramor Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, dezhañ Tiriadoù tramor Inizi Falkland (Overseas Territory of the Falkland Islands) da anv ofisiel. Stanley eo ar gêr-benn. Dindan 12 000 km² strewet etre meur a enezenn bras ha bihan ez eus 3 000 annezad o chom pell a-walc'h eus daou gevandir : Suamerika 480 km er c'hornôg hag Antarktika e 900 km er Su.
[kemmañ] Istor
Spurmantet e oa bet an inizi gant merdeerien Bro-Spagn e 1520 pa vez meneget inizi war ar c'hartennoù spagnat da-c'houde. Adkavet ez int bet un tamm gant Sebald de Weert, ur merdeer izelvroat e 1600 a embannas e kouezhe an inizi e kerzh e vro. Merdeerien Sant-Maloù a zeuas goude hep staliañ ur c'hampadur stabil. E 1690, ar merdeer saoz John Strong ne c'hellas ket tizhout aodoù Arc'hantina hag tizoloas ar ganol-vor etre an daou enez pennañ. An anv roet d'ar ganol-vor, Falkland, e enor ar 5vet Kont Falkland, hemañ arc'hantaer ar veaj, a oe roet ivez d'an enezeg a-bezh gant ar Saozon.
E 1764 e teuas ar merdeer gall Louis Antoine de Bougainville hag e stalias ur c'hampadur anvet Port-Louis en enez pennañ er Reter. E penn ar bloaz 1765 e tizoloas ar moraer saoz John Byron lodennoù an enez kornôg hep gouzout tra eus staliadur ar C'hallaoued hag e embannas kerzh ar Roue saoz George III war an inizi. E 1766 e teuas ar Spagnoled evit skarzhañ ar 115 trevadenner gall kuit. Sevel a reas ar gouarner ur chapel dediet da Itron Varia an Digenvez (Soledad), met ne chomas ket trevadennerien spagnat ebet goude 1811.
E 1816 e teuas da vezañ Arc'hantina un riez dizalc'h hag e embannas e 1820 e wirioù. Kas a reas trevadennerien e 1826, met distrujet e voe ar staliadur gant ar Stadoù-Unanet diwar abegoù o tennañ da chaseal ar reunigoù. O vezañ m'en doa kaset Arc'hantina ur gouarner all e tistroas ar Saozon e 1833 hag e kemerjont an enezeg ken e eo bet miret ganin nemet e-pad un prantad bihan.
E 1914 ez eus bet un emgann war vor etre morluioù saoz hag alaman.
E 1982 e tivizas diktatourien Arc'hantina adkemer an enezeg, met goude daou viz e voent trec'het gant morlu Breizh-Veur. Sellout ouzh Brezel an Inizi Maloù (1982).
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Politikerezh
- L.L. Ivanov et al. The Future of the Falkland Islands and Its People. Sofia: Manfred Wörner Foundation, 2003. ISBN 954-91503-1-3
- Carlos Escudé y Andrés Cisneros, dir. Historia general de las relaciones exteriores de la República Argentina. Obra desarrollada y publicada bajo los auspicios del Consejo Argentino para las Relaciones Internacionales (CARI). Buenos Aires: GEL/Nuevohacer, 2000. (in Spanish) ISBN 950-694-546-2
Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Gwiana c'hall • Jeorjia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Inizi Maloù
