Brezel an Inizi Maloù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brezel an Inizi Maloù, e 1982

Brezel an Inizi Maloù ( e saozneg Falklands War; e spagnoleg Guerra de las Malvinas pe Guerra del Atlántico Sur), zo ur brezel a c'hoarvezas e 1982 etre ar Rouantelezh Unanet hag Arc'hantina. Bec'h aoa savet diwar-benn sovereniezh Inizi Maloù, South Georgia ha ar South Sandwich Islands, a zo e kreisteiz ar Meurvor Atlantel, er reter da aod Arc'hantina.

Kroget e oa ar brezel d'an 2 a viz Ebrel 1982, pa voe aloubet Inizi Maloù ha South Georgia gant arme Arc'hantina. Ul lestraz saoz a voe kaset gant gouarnamant ar Rouantelezh Unanet da adkemer an inizi.