Ginea

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


République de Guinée
Republik Ginea
Banniel Ginea Konakry skoed-ardamez Ginea Konakry
Banniel skoed-ardamez
Lec'hiadur Ginea Konakry
Kêr-benn Conakry
Yezh(où) ofisiel Galleg
Gouarnamant Republik bonreizel
 - Prezidant Lansana Conté
dizalc'hded diouzh Bro-C'hall 
 - diskleriadur 2 Here 1958 
Gorread
 - Hollad 245 857 km² (75)
 - Dour (%) tost nul
Poblañs
 - istimadur 2005 9 402 000 (83vet)
 - Stankter 38,5/km² (103e)
Moneiz Franc guinéen (GNF)
Gwerzhid-eur GMT (UTC)
Kod kenrouedad .gn
Kod pellgomz +224
Kartenn Ginea
Kartenn Ginea

Ginea zo ur stad eus kornôg Afrika, a oa anavezet gwechall dindan an anv Ginea Conakry evit lakaat kemm etrezi ha div stad all anvet Ginea en Afrika : Ginea-Bissau ha Ginea ar C'heheder. En-dro da C’hinea emañ Ginea-Bissau er c’hornôg, Senegal en hanternoz, Mali er biz, Aod an Olifant er reter, Liberia ha Sierra Leone er c’hreisteiz, hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg.

Poblet eo gant un eizh milion bennak a dud. Conakry (Konaakiri) eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ, gant ur milion hanter a annezidi. Kêrioù bras all zo evel Nzérékoré, Kindia ha Kankan.

Diforc’hioù bras zo er vro etre an arvor, douaroù uhel ar menezioù Fouta Djallon, savanenn an hanternoz hag ar gevred zo koadet-stank. Ar stêrioù Niger, Gambia ha Senegal zo o eien e Ginea.

Un drevadenn c’hall e oa, a-raok 1958 pa oa bet embannet ur stad dizalc’h. E-pad pell eo bet renet ar vro gant diktatouriezh « sokialour » Ahmed Sékou Touré.

Ar galleg eo ar yezh ofisiel e Ginea. Meur a yezh all a gaozeer er vro, evel ar fulfulde pe pulaar, ar maninka