Latvia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Latvijas Republika
Banniel Latvia Skoed-ardamez Latvia
(Banniel Latvia) (Skoed-ardamez Latvia)
LocationLatvia.png
Kan broadel Dievs, svētī Latviju!
Yezh ofisiel Latveg
Kêr-benn Rīga
Gorread
-En holl
-% dour

64 589 km²
1.5%
Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs

2 299 600 (2005)
36/km²
Prezidant Andris Bērziņš
Kentañ ministr Valdis Dombrovskis
Gouel broadel 18 a viz Du
Moneiz 1 Lats (Ls) = 100 Santims
Kod pellgomz 371
Kod war ar Genrouedad .lv

Ur vro eus hanternoz Europa eo Latvia (latveg: Latvija), war aod reter ar Mor Baltel. Unan eus an teir bro valt eo.

Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Er Su emañ Lituania hag en Norzh emañ Estonia. Harzoù boutin he deus Latvia ivez gant Rusia ha Belarus.

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Politikerezh

Ur parlamant unkambrek anvet ar Saeima en deus Latvia, 100 sez eno. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar parlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun. Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit 4 bloavezh (tu zo bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.

Gant ar prezidant e vez anvet ar c'hentañ ministr a ra a-gevred gant e vinistred galloud-oberiañ ar gouarnamant.


[kemmañ] Rannoù melestradurel

Rannet eo Latvia etre peder rannvro istorel o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :


Isrannet e vez c'hoazh e 26 kanton (rajonoù a vez graet anezho) ha 6 kêr gant reolladurioù ispisial dezho(Lielpilsēta).

Kartenn kantonoù Latvia.

[kemmañ] Douaroniezh

Rīga eo ar gêrbenn (753000 annezad) ; Daugavpils (112 000 ann.), Liepaja (84 000 ann.), Jelgava, Jürmala, Ventspils, Rezekne eo ar c'hêrioù bras all.

59,4% a Latviz, 27,6% a Rusianed, 3,6% a Velarusiz ha 2,5% Ukrainiz a ya d’ober poblañs ar vro.

Ken bras ha Danmark, Estonia, an Izelvroioù pe Suis eo Latvia.

[kemmañ] Demografiezh

Emdroadur etre 1992 ha 2003 (sifroù an ABUBL, 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi.

[kemmañ] Armerzh

Al lats eo moneiz Latvia. Liammet eo gant an euro adalek miz Mae 2005.

[kemmañ] Yezhoù

Komzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik koulz a ruseg.

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all