Euro
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Kod ISO 4217 | EUR (niv. 978) |
| Implijet e | Patrom:Collapsible list |
| Monc’hwezh | 3.0% |
| Andon | (en) Bank Kreiz Europa Kerzu 2007 |
| Liammet gant | Patrom:Collapsible list |
| Rannadur | |
| 1/100 | sent, liard gerioù all a vez lâret e yezhoù european zo |
| Arouez | € |
| Plural | Euroioù |
| sent, liard | gwelet ar pennad |
| Pezhioù | |
| Implijet alies | 1, 2, 5, 10, 20, 50 sent, 1 €, 2 € |
| Implijet ral | 1 ha 2 sent (e Finland hag an Izelvroioù) |
| Bilhedoù | |
| Implijet alies | 5 €, 10 €, 20 €, 50 € |
| Implijet ral | 100 €, 200 €, 500 € |
| Bank-kreiz | Bank Kreiz Europa |
| Lec'hienn | www.ecb.int |
| Mouler | Patrom:Collapsible list |
| Lec'hienn | [http://Patrom:Collapsible list Patrom:Collapsible list] |
An euro zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 15 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland) ha hini ensavadurioù Europa (arouez: €, kod bank: EUR). Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo, Montenegro, Andorra, Vatikan, Monako, San Marino.
Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa. Moneiz 320 milion Europad eo an euro. An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[1], war-lerc'h an dollar US. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù adalek 2002. Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
██ Takad euro
██ Sadoù UE e-maez an takad euro
██ Disdalc'h d'ar Rouantelezh Unanet evit he donedigezh en takad euro
██ Stadoù e maez UE oc'h implijout an euro en un doare ofisiel (Monaco, Vatican, Sant-Marin)
██ Stadoù pe takadaoù e maez UE oc'h implijout an euro de facto (Andorra, Montenegro, Kosovo)
[kemmañ] Daveoù
- ↑ (en) The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
- ↑ (en)Atkins, Ralph (27-12-2006). Euro notes cash in to overtake dollar. Financial Times. Kavet e 04-05-2007.