Osetia ar Su
|
|||||
| Yezh ofisiel | Oseteg | ||||
| Kêr-benn | Tskhinvali | ||||
| Prezidant | Leonid Tibilov | ||||
| Kentañ Ministr | Rostilav Khougayev | ||||
| Gorread – Hollad – % dour |
3.900 km² 0% |
||||
| Poblañs – Total – Stankter |
(2004) 70.000 (aprox.) 18 hab/km² |
||||
| Dizalc'hiezh – Disklêriet – Anzavet |
diouzh Jorjia 28 a viz Du 1991 morse |
||||
| Moneiz | Roubl ha lari | ||||
| Gwerzhid-eur | UTC +3 | ||||
Republik Osetia ar Su (en oseteg: Республикæ Хуссар Ирыстон, treuzlizherennadur Respoublikae C'housar Iriston, e rusianeg: Республика Южная Осетия, treuzlizherennet Respoublika Ioujnaia Osetia hag e jorjianeg: სამხრეთი ოსეთია, treuzlizherennet Samkhreti Osetia) a zo anezhi ur republik dizalc'h de facto diouzh Jorjia, met n'eo anzavet gant riez ebet er bed, war-bouez Rusia e 2008 war-lerc'h ar brezel gant Jorjia, hag un dornadig broioù all. Gouarnamant kreiz Jorjia en deus lavaret ec'h adpiaouo deiz-pe-zeiz ar veli war ar vro-se, anvet gantañ gant an anv kozh Samatxlabo pe rannvro Tskhinvali (anv ar gêr-benn).
Taolenn |
Statud politikel [kemmañ]
N'eo ket anavezet Osetia ar Su gant Aozadur ar Broadoù Unanet pe Unaniezh Europa, a varn anezhi evel un dar eus Jeorjia. Un eil referendom en doa aozet gouarnamant disranner Osetia ar Su e miz du 2006 goude ma oa bet nac'het an hini kentañ gant rest ar bed. Evel ma oa rakwelet e choazas an darn vrasañ eus poblañs ar vro mont kuit diouzh Jeorjia.
Referendom war an dizalc'hiezh [kemmañ]
D'an 12 a viz Du 2006 ez eus bet dalc'het ur referendom war an dizalc'hiezh. En tu-hont da 90 % eus an dud a zo aet da votiñ, ha tost da 99 % o deus votet "ya". N'eo ket bet degemeret ar referendom-se gant ar gumuniezh etrebroadel.
Brezel 2008 [kemmañ]
E 2008 e klaskas arme Jorjia adtapout ar vro dre nerzh, argaset e voe gant Arme Rusia. War-lerc'h e voe anavezet dizalc'hiezh ar vro gant gouarnamant Moskov, koulz ha hini Abc'hazia.