Oseteg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar biz eo an oseteg (Иронау Ironau pe Ирон æвзаг iron avžag), komzet gant tro-dro da 500.000 den en Osetia an Norzh (60%) hag en Osetia ar Su (15%) er C´haokaz war ar vevenn etre Rusia ha Jorjia hag ivez e Turkia.

Div rannyezh pennañ zo:

  • An ironeg (rannyezh muiañ-komzet)
  • An digoreg

Etre 1923-1937 e veze skrivet an oseteg gant al lizherenneg latin. Abaoe 1938 betek hiziv eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek enni lizherennoù ispisial ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet e rusianeg, da skwer æ.


Gwelet ivez[kemmañ]