Jorjia

Eus Wikipedia
''საქართველო
Banniel Jorjia Skoed-ardamez Jorjia
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : ძალა ერთობაშია
Kan broadel: თავისუფლება
Lec'hiadur Jorjia
Lec'hiadur Jorjia
Kêr-benn Tbilisi
41°43′N 44°47′E
Kêr vrasañ Tbilisi
Yezh(où) ofisiel Jorjieg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Salome Zurabishvili (სალომე ზურაბიშვილი)
 - Ministr Kentañ Irakli Kobachidze (ირაკლი კობახიძე)
Gorread
 - Hollad 43,094 km² (120)
Poblañs
 - istimadur 2008 4,730,8412,3 ()
 - Stankter 68/km² (130)
PDK (PGP) 2007 (istimadur)
 - Hollad $21.516 milliard (115)
 - Keidenn $2,539 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]])
FDD  () 0.755 (kreiz) (94)
Moneiz Lari (ლ) (GEL)
Gwerzhid-eur (UTC+4)
Kod kenrouedad .ge
Kod pellgomz +995
An istorian Ivane Javakhishvili (1876-1940) war ur bilhed 5 lari

Jorjia (jorjieg საქართველო - Sakartvélo) a oa Republik Jorjia hec'h anv ofisiel adalek 1990 betek 1995, a zo ur vro eus Eurazia. E Kaokaz ar su emañ an darn vrasañ anezhi tra ma'z ul lodenn vihanoc'h anezhi e Kaokaz an norzh. Gant Rusia he deus harzoù war-du an norzh ha gant Turkia er mervent, Armenia er su hag Azerbaidjan war-du ar gevred.

Jorjia a zo un demokratelezh gant un istor hir hag ur sevenadur kozh. En Europa e laka he sevenadur hag hec'h istor, met he lec'hiadur douaroniel a gemm hervez ar mammennoù. Gwechoù 'zo e konter emañ Jorjia ur vro dreuzkevandirel.

Ober a ra jeorjiz gant ul lizherenneg ispisial ijinet gant ar roue Pharnavaz I Iberia ha n'he deus liamm ebet gant lizherenneg all ebet. D'ar feiz kristen e voe gounezet ar vro e 327 ha troet e voe ar Bibl e yezh ar vro er Vvet kantved.

Lies-tre eo douaroniezh Jorjia gant rannvroioù meneziek hag istrovanel a sach kalz touristed eno. Brudet evit ar gwin eo ivez, a zo ur blaz heñvel a-walc'h ouzh re Frañs pe Italia. Abalamour d'ar c'havadennoù arkeologel o deus prouet e veze fardet gwin war-dro 5000 kent J-K enno, diwar-se e oa bet lezanvet Jorjia "kavell ar gwin".

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Henamzer e oa dalc'het takadoù Jorjia gant div rouantelezh : Iberia er reter ha Kolc'his er c'hornôg. E-touez kentañ broioù gounezet d'ar gristienezh e voe (tro 337). Kolc'his a anvee hec'h annezidi Egrisi pe Lazica, enno e voe alies lec'h emgannioù etre Persia hag Impalaeriezh Bizantion. En abeg ar c'hadoù en zielfennas an div rouantelezh e deroù ar grennamzer. An dra-se a aesaas an aloubidigezh arab a zeraouas er VIIvet kantved. Hogen, ne voe ket gounezet ar vro d'an Islam, e-doug an XIvet kantved e voe adfurmet rouantelezh jorjia dizalc'h. En XIIvet kantved e kontrole un darn vras eus Kaokaz ar Su hag ul lodenn eus aod norzh Anatolia.

Krennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouantelezh Jorjia en he barr, 1184-1225

En he barr e voe rouantelezh Jorjia kerzh an XIIvet hag an XIIIvet kantved. Pezh a anveer "marevezh alaouret Jorjia" ne badas ket gwall bell avat. Gant ar Vongoled e voe aloubet ar rouantelezh e 1236. Da c'houde ez eas Jorjia war zileberiñ. Er XVvet kantved voe disrannet ar vro d'ober meur a rouantelezh hag a briñselezh vihan, kalz re wan da zerc'hel penn ouzh Persia ha Turkia. D'unan pe d'eben ez eas war fallaat er XVIvet kantved.

Emren e chomas tierned ar rannvroioù ha meur a emsavadeg a darzhas, en arbenn da se e koazhas poblañs Jorjia betek 250.000 annezad.

Sujidigezh ouzh Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1783 e voe sinet gant rouantelezh Kartli-Kakheti ha Rusia feurskrid Georgievsk a lakaas anezhi dindan warez an Tsar. Kement-se, ne viras ket avat ouzh Tbilisi bezañ pilet gant ar Bersed e 1795.

D'an 8 a viz Genver 1801 e stagas an Tsar Paol Iañ Rusia Kartli-Kakheti ouzh Rusia gant un dekred hag a voe gwirikaet d'ar 12 miz Gwengolo gant Aleksandr Iañ.

E miz Mae 1801 e voe skarzet kuit an tiern diwezhañ David Batonichvili gant ar jeneral rusian Carl Heinrich Knorring ha sevel ur gouarnamant, ar jeneral Ivan Petrovitch Lasarev, en e benn.

Ne voe ket degemeret diouzhtu an dekred gant uhelidi ar vro ha ret e voe da Knorring bodañ anezho en iliz-veur Tbilisi ha lakaat anezho da blegañ, ha ret voe dezho touiñ o fealded d'an Tsar, e miz Ebrel 1802. Bac'het e voe ar re a nac'has ober.

E-pad an hañv 1805 e voe faezhet ar Bersed gant ar soudarded russ, a venne aloubiñ Tbilisi.

E 1810 e voe staget rouantelezh Imretia da Rusia. Diwezhañ roue Imretia Solomon II Imretia a varvas en harlu e 1815. Deus1803 da 1870 e voe meur a wech brezel etre Rusia ha Persia( Turkia ) ha stagajont takadoù bras ouzh Jorjia. Furmiñ a ra an tachennadoù-se (Batumi, Artvin, Akhaltsikhe, Poti, and Abc'hazia) un darn vras eus Jorjia a-vremañ.

Staget e voe priñselezh Guria e 1828 hag hini Samegrelo e 1857. Rannvro Svaneti a voe staget a dammoù etre 1857 ha 1859.

Ar maread soviedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude Dispac'h Rusia 1917 ec'h embannas Jorjia he dizalc'houriezh d'ar 26 a viz Mae 1928. Gounezet e voe an dilennadeg kentañ gant ar strollad sokialour-demokratel, tost ouzh ar vencheviked. Da vinistr kentañ ez eas Noe Zhordania. Enebet e voe Jorjia ouzh Armenia gant ur brezel, e 1918. Gant ar saozon avat e voe lakaet da herzel. E 1918 hag e 1919 e vrezelas ar jeneral jorjiat Mazniachvili ouzh ar Rusianed wenn hag klaskas aloubiñ aodoù hanternoz ar Mor Du eus Tuapse da Sochi.

Ne badas ket frankiz ar vro. Hag e 1921 e voe faezhet an arme jorjia gant an arme rusian ha rediet ar gouarnamant da dec'hout kuit eus ar vro. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1921 ec'h antreas an nerzhioù soviedel e Tbilisi hag e staljont ur gouarnamant margodennek, gant Filipp Makharadze lakaet e penn ar vro. Kendeuzet voe gant Armenia hag Azerbaidjan a-benn sevel Republik Soviedel Treuzkaokazia. E 1938 e voe disrannet Treuzkaokazia hag ez eas Jorjia d'ur republik soviedel wirion hag emren.

Dont reas ar Jorjian Ioseb Youghachvili da vezañ unan eus pennoù ar strollad Bolchevik. Goude dispac'h 1917 ha marv Lenin e renas Unaniezh Soviedel gant an anv "Stalin".

Etre 1941 ha 1945 e stourmas 700.000 Jorjian e-touez arme ruz, ouzh an Alamagn nazi. Un toullad all a Jorjianed a genlabouras avat gant an alamaned. War-dro 350.000 Jorjian lazhet e-pad an eil brezel bed. E-pad ar prantad-se e voe mac'homet un toullad mat a pobloù bihan evel ar Dchetchened, an Inguched, ar Garachayed hag ar Valkariz, da Siberia. Un darn eus o ziriadoù a voe roet da Jorjia betek 1957.

Ar Jorjian Edouard Chevardnadze, bet ministr e-karg eus aferioù diavaez an Unaniezh Soviedel, a voe unan eus savourien bennañ ar [[Peryestroika]. E-pad ar maread-se e savas Jorjia ur sistem politikel liesstrollad hag e strivas evit frankiz ar vro. E Jorjia e c'hoarvezas kentañ dilennadegoù frank, an Unvaniezh Soviedel d'ar 28 Here 1990. Eus miz Du 1990 betek miz Meurzh 1991 eo Zviad Gamsakhurdia a oa e penn an Emsav evit an dieubidigezh vroadel, ha prezidant Kuzul Meur Republik Jorjia, ar parlamant Jorjiat.

Ar frankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar c'hentañ republikoù bet o klask en em zieubiñ diouzh mac'hom an Unaniezh Soviedel e oa. Gwasket gant al lu ruz eus ur vanifestadeg peoc'hek d'an 9 a viz Ebrel 1989 a grouas un emsav enepsoviedel heñvel a-walc'h ouzh hini a oa er broioù baltek. Disrannet e voe e meur a skourr, unan kentoc'h habask hag unan all muioc'h dispac'hel. E miz Here 1990 ec'h aozas Jorjia an dilennadeg liesstrollad kentañ en istor an Unvaniezh Soviedel. Tra ma voikotas an dispac'hourien an dilennadegoù hag e savjont ur c'hendalc'h broadel, ha peurrest an enep-komunourien a voe tolpet tro-dro Merab Kostava ha Zviad Gamsakhurdia. Gant 250 sez enep da 64 hepken evit ar gomunourien, e yeas ar maout ganto. C'hwitet e voe gant ar strolladoù all, a-boan ma voe tizhet bevenn ar 5%, rekis evit mont e-barzh ar parlamant.

D'an 9 a viz Ebrel 1991 ec'h embannas Jorjia he dieubidigezh. Zviad Gamsakhurdia a voe dilennet da brezidant d'ar 26 a viz mae 1991 met kaset kuit e voe diouzh ar galloud, gant un taol-stad gwadek a dremenas e-korf an 22 a viz kerzu 1991, betek ar 6 a viz Genver 1992. Gant ur gward hag ur bagad armet e voe aozet unn taol-stad : ar Mkhedrioni a vefe bet skoazellet gant al lu rusian. Merkout a reas kement-se deroù ur brezel-diabarzh, a badas betek 1995.

D'ar vro e tistroas Eduard Shevardnadze e 1992, hag ec'h aozas ur "c'huzul-stad" asambles gant pennoù bras an taol-stad : Kitovani ha Ioseliani. En doare ofisiel e voe dilennet e 1995 ha 2000. E-pad ar marevezh-se, avat, e krogas emsavioù disrannour e Abc'hazia hag en Osetia ar Su. Gant harp stourmerien deut eus Rusia e teuas a-abenn an emsaverien da sevel nerzioù dizalc'h de facto, en div rannvro-se. Ouzhpenn 250.000 jorjian a voe dizarbenet eus Abc'hazia, ha 25.000 eus Tskhinvali. Ret e voe da galz familhoù osetiat tec'hout eus rannvro Borjomi.

Eduard Shevardnadze a voe argaset eus ar galloud gant Dipac'h ar Rozenn e 2003 goude an dilennadegoù tabutet. Sturiet e voe an dispac'h gant izili gozh strollad Shevardnadze : Mikheil Saakashvili, Zurab Zhvania ha Nino Burjanadze. Da brezidant e dilennet e voe Mikheil Saakashvili da brezidant, e 2004. Bennozh d'an adreizhiadurioù e voe kreñvaet stad an armerzh ha kresket galloud arme ar vro ha gant-se e teujont a-benn lakaat seziz adarre war Ajaria , neoah c'hwitet e voe ganto klask aloubiñ en-dro Abc'hazia, hag Osetia ar Su, a oa difennet mat gant Rusia.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvroiù Jorjia

Rannet eo Jorjia e 9 rannvro, ur geoded ((k'alak'i) ha 2 republik emrenn pe avtonomiuri respublika (Abc'hazia hag Ajaria). E 69 bann eo rannet ar rannvroioù (raioni).

Kenvreuderezhioù zo a-zivout statud Osetia ar Su gant ar gouarnamant disrannour a gontrol ar broviñs. Kodori Gorge zo an darkvadir nemeti eus Abc'hazia a zalc'h ar gouarnamant-kreiz.

Rannvroioù Jorjia zo anezho :

Ar c'hêrioù brasañ eo : Batoumi, Chiatura, Gagra, Gori, Khouthaisi, Poti, Rousthavi, Soc'houmi, Tbilisi, Tkibuli, Tskaltubo, Tskhinvali
Bannoù Jorjia a zo: Abasha, Adigeni, Akhalgori, Akhalkalaki, Akhaltsikhe, Akhmeta, Ambrolauri, Aspindza, Baghdati, Batumi, Bolnisi, Borjomi, Chiatura, Chkhorotsku, Chokhatauri, Dedoplistskaro, Dmanisi, Dusheti, Gagra, Gali, Gori, Gudauta, Gulripshi, Gurjaani, Java, Kareli, Kaspi, Kedi, Kharagauli, Khashuri, Khelvachauri, Khobi, Khoni, Khulo, Kobuleti, Kutaisi, Kvareli, Lagodekhi, Lanchkhuti, Lentekhi, Liakhvi, Marneuli, Martvili, Mestia, Mtskheta, Ninotsminda, Ochamchire, Oni, Ozurgeti, Poti, Rustavi, Sachkhere, Sagarejo, Samtredia, Senaki, Shuakhevi, Sighnagi, Sokhumi, Stepantsminda, Telavi, Terjola, Tetritskaro, Tianeti, Tkibuli, Tsageri, Tskhinvali, Tsalenjikha, Tsalka, Tskaltubo, Vani, Zestaponi, Zugdidi

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartvelebi (ქართველები) eo an anv en em ro Jorjiz o-unan. Envel a reont o bro Sakartvelo (საქართველო), hag o yezh Kartuli (ქართული). Eus anv ur penn jorjiat mojennel Kartlos e teu ar gerioù-se. Ur mab eus Tagarmos, mab-bihan Japheth.

An anv a vez roet d’ar vro e yezhoù ar C’hornog a zeu moarvat diwar an anv persek a veze roet da Jorjiz gurğān, en XIvet ha XIIvet kantved azasaet diouzh an amprestadennoù siriek gurz-ān/gurz-iyān hag arabek rĵan/ĵurzan. Teoriennoù faltaziek a voe savet gant ar beajour Jacques de Vitry, a zisplegas e teue anv ar vro diwar brud [(Sant Jord]] azeulet un tamm mat e Jorjia ha patrom ar vro. Ur beajour all Jean Chardin a soñjas e teue ar ger Jorjia diwar ar c’hresianeg γεωργός ("bro strujus"). Evel ma tisplegas ar c’helenner Alexander Mikaberidze, an displegadennoù-se a glever abaoe kantvedoù evit ar ger Jorjia/Jorjiz a zo bet distaolet hiziviken gant ar gumuniezh skiantel, a wel kentoc’h ar ger persek gurğ/gurğān (bleiz) da orin ar ger. Jorjia o vezañ intentet evel bor ar bleizi gant Persiz. Ar ger gurğ/gurğān, a voe amprestet gant a-bep seurt yezhoù all, ar yezhoù slavek ha yezhoù Europa ar c’hornôg en o zouez. Gallout a c’hellfe ivez bezañ bet diazezet diwar un anv kozh, en Iran a glote gant ar vro tost ouzh mor Kaspia a veze graet Gorgan anezhi «Bro ar Bleizi». Gorjestan eo an anv e persieg, Gürcistan en turkeg, ha Грузия e rusianeg ("Grouziya").

Proviñs bennañ Jorjia, ha seziz ar gouarnamant e-pad lodenn hirañ hec'h istor eo Kartli, anvet ivez Iberia. Ar ger diwezhañ-mañ a vez skrivet Iveria ivez. Dioutañ e teu an anvioù armeniek evit Jorjoa ha jorjiat : Virk (Վիրք) ha Vrastan (Վրաստան).

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menez Kazbek.

728 km ledander a harzoù zo da Jorjia, boutin gant Rusia, a-hed Krai Krasnodar, Karatchay-Tcherkesia, Kabardino-Balkaria, Norzh Osetia-Alania, Ingouchetia, Tchetchenia, Dagestan. Ivez gant Azerbaidjan (322 km) ez eus harzoù er gevred, Armenia (164 km) er su ha Turkia (252 km) er mervent.

Meneziek-kenañ eo ar vro. E div lodenn e tisrann ar menezioù Likhi. Kolc'his e vez anvet lodenn ar c'hornôk tra ma vez anvet ar reter Iberia. En abeg he zorosennadur liesseurt eo disrannet uhelgompezenn Svaneti gant peurrest ar vro.

Arridennad menezioù Jorjia ar C'haokaz Bras a ziispati gant republikoù kaokazek Rusia. Riblet eo hanterenn su ar vro gant ar C'haokaz Bihan. Ar c'haokaz Bras a zo kalz uheloc'h eget ar C'haokaz Bihan. Tizhout a ra e leinoù uhelañ 5000 m. Menez Shkhara eo menez uhelañ Jorjia gant 5,201 m. An eil uhelañ a zo ar Janga (Jangi-Tau), hag a dizh 5,051 m. Ar menezioù bras arall a zo ar C'hazbegi (5,047 m), an Tetnuldi (4,974m), ar Shota Rustaveli (4,960m), an Ushba (4,710m.), hag an Ailama (4,525m./14,842ft.). Nemetañ menez a orin tanveneziek eo Kazbegi. Ar rannvro lec'hiet etre ar C'hazbegi hag a Shkhara, hag a zo rannet gant ur pellder a 200 km, a endalc'h kalz skornegi. Arridennad ar C'haokaz Bihan a zo kenaozet eus arridennad bihanoc'h, tanveneziek o orin ar peurliesañ, liammet an eil ouzh an eben. O vegoù uhelañ ne savont nemet da 3400 m. Pennañ torosennadurioùar rannvro eo uhelgompezenn tanveneziek Javakheti, lennoù stank ha stivelloù tomm e-leizh a gaver enno.

Ar c'hevioù Voronya eo donañ re a zo dre ar bed. Lec'hiet emañ er menezioù Arabika, un darn eus arridennad Gagra en Abc'hazia. Betek 2,140 m donder int.

Stêrioù pennañ Jorjia a zo ar Rioni hag ar Mtkvari.

Kêrioù Pennañ Jorjia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Jorjia

Gweledvaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesek eo gweledvaoù Jorjia. E kornôg ar vro e kaver koadegoù geunniek e-barzh an izeldirioù, geunioù, ha, er rannvroioù meneziek, koadegoù ha skornegi. Er reter e kaver ur rannvro vihan sec'h heñvel a-walc'h ouzh re kreiz-Azia. Ar c'hoadegi a c'holo 40% ar vro hag ar c'helc'hiadoù alpek pe isalpek 10%.

Mtskheta, kêrbenn gozh ar vro

Darn vrasañ an annez naturel en izeldirioù a oa bet distrujet er 100 bloavezh diwezhañ gant astennadur al labour-douar hag ar c'hêrioù. Eus ar c'hoadegoù a c'holoe Kolc'his a zo aet da get, estreget er mirlec'hioù hag er parkoù broadel. Ar c'hoadegoù a chomon a vez lec'hiet en uheldirioù hag er menezioù. Eus derv, fav-put, faou, evlec'h, onn ha gwez-kistin eo kenaozet ar c'hoadegoù dindan 600 m dreist met boutin a-walc'h ez eo ar spesad atav-glaz evel ar beuz. Kavout a reer ivez un nebeud spesadoù endemiek. Darnioù Ajaria, Samegrelo hag Abc'hazia a c'holo koadegoù glaviek klouar.

Etre 600 ha 1,500 m ez a ar c'hoadegoù klouar da vesket gant gwez-sapin a yelont d'ar souezhadur pennañ a-us 1500 m. Ar gwez ne greskont ket goude 1800 ha gant pradennoù e vez dalc'het gant pradennoù alpek. A-us 3000 m e teraou kelc'hiad an erc'heg beurbad.

Un tour e Svaneti

Disheñvel tre ouzh re ar c'hornôk ez eo gweledvaoù reter Jorjia hag-eñ eoa bet difraostet dran vrasañ izeldirioù ar reter, evel ar Mtkvari pe plaenenn anAlazani. Ouzhpenn-se, un tamm sec'hoc'h eo hiniad ar rannvro ha biskoazh e voe goloet gant koadegoù darn anezhi. Gweledvaoù a zo kenaozet eus traoniennoù niverus disrannet gant menezioù. Koadegi-sapin ar raloc'h eget er c'hornok, estreget e Borjomi. Eus derv, faou ha fav-put ez eo kenaozet 85% ar c'hoadegoù. E traonienn an Alazani e kaver koadegoù ivin ivez. A-us 1000 m e kresk sapin ha bezv dreist holl. E reter Jorjia e kaver koadegoù betek 2000 m ha ne gresk ken ar strouezh a-us da 3500 m.

Hinad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesek eo hinad Jorjia. Lakaat a reer kemm etre daou gelc'hiad hin, a glot, tamm-pe-damm, gant kornôg ha reter ar vro. Ur perzh pouezus a c'hoari ar C'haokaz Bras en hinad ar vro rak gwareziñ a ra anezhi ouzh an aer yen a c'hellfe dont eus stepennoù an norzh tra ma tiwall ar c'haokaz bihan ouzh levezon an aer tomm ha sec'h deuet eus ar su.

E-barzh ar c'helc'hiad istrovanel gleb emañ darn vrasañ kornôg Jorjia. War-dro 1000-4000 mm a c'hlav a zegemer pep bloaz. Ingalet en un doare unvan e vez ar glaveier, hag eñ e vezont pounneroc'h e-pad an diskar-amzer. Kemm a ra kalz hiniad ar vro hervez an uhelder. Tra ma vez tomm a-walc'h an plaenennoù e-pad an holl vloavezh o-deus an uheldirioù hañvioù fresk ha gleb ha goañvioù yen hag erc'hek (muioc'h eget 2m zegemer e kornioù-br'zo). Ajaria eo rannvro c'hlebañ Jorjia. Koadeg glaviek Mtirala, e reter Kobuleti a zegemer 4500mm a c'hlav pep bloavezh.

Un hinad tremeniat etre ar c'helc'hiadoù istrovanel gleb ha kevandirel he-deus Jorjia ar reter. Gant aer yen ha sec'h kreiz-Azia ha gant aer gleb ar mor Kaspian eo levezonet amzer ar vro. Gant aradennadoù Likhi ha Meskheti e vez harpet aer gleb ar Mor Du ar peurliesañ. Kalz nebeutoc'h a c'hlav a zegemer darn-se ar vro (war-dro 400-1600mm) hag e-pad an nevez-amzer hag an diskar-amzer e kouezh dreist holl. Kalz sec'hoc'h e vez an hañv hag ar goañv. Evel er c'hornôg e c'hoari ur perzh pouezus an uhelder. Kalz yenoc'h e vez ar c'hornioù-bro a-us 1500 m hag er re a-us 2000 m e vez o reviñ zoken e-pad a hañv.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude un enkadenn a-zivout disoc'h dilennadegoù 2003 e voe kaset kuit eus ar galoud Eduard Shevardnadze d'ar 23 miz du 2003 gant dispac'h ar rozenn. Ar prezidant etretant a vo prezidant ar parlamant a oa bet freuzet e zivodadenn. D'ar 4 genver 2004 e voe dilennet da brezidant Mikheil Saakashvili, penn an Emsav Broadel Demokratel a c'hounezas darn vrasañ ar mouezhioù en dilennadeg lezennel a heulias. Ur strollad arall nemetañ (Enebouriezh an Tu-Dehou) a dizhas ar 7% ret da gaout kannidi er parlamant. Kred ar ra ar sellerien e oa an dilennadeg-se an hini frankañ e istor ar vro, hag eñ e oa tabud etre ar gournamant kreiz ha penn Ajaria, Aslan Abashidze.

War gresk ez eas ar stennadur etre Ajaria hag ar gouarnamant goude an dilennadeg. Tarzhañ a reas an enkadenn d'ar I miz mae pa zistrjas Aslan Abashidze ar pont o liamm Ajaria ouzh ar peurrest eus ar vro e respont da bleustradegoù milourel jorjiat. Rediet e voe da dec'hout kuit eus ar vro gant manifestadegoù bras e Batumi d'ar 5 mae, avat.

D'an 3 a viz c'hwevrer e varvas ar ministr kentañ Zurab Zhvania e ti Raul Usupov, gouarner Kvemo Kartli, puñsunet gant monoksid karbon.

Abaoe m'en deus kemeret ar galloud en deus Saakashvili lakaet war gresk darn ar budjed-stad gouestlet d'al lu. Homañ he deus tizhet 25.000 a dud, 5.000 anezho a oa bet stlejet gant kelennerien amerikan. Un nebeud eus ar soudarded-se a oa bet kaset da Iraq, lec'h ma servijont e Baqubah hag e Kelc'hiad Glaz Baghdad. E miz Mae 2005 ez eas an XIIIvet batailhon a droidegezh d'an unanenn gentañ o servij er-maez Jorjia.

Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù mat he deus Jorjia gant hec'h amezeien - Turkia, Armenia hag Azerbaidjan - ha kermer perzh a ra er C'huzul Armerzhel ar Mor Du hag d'ar GUAM. Tost-tre ouzh Ukraina eo hag e-pad an Dispac'h Orañjez e Kyiv e vanifestas kalz jorjiz da harpañ Viktor Yushchenko.

Darempredoù gant AFNA[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oc'h arnodiñ da vont d'un izel gwir eus AFNA emañ Jorjia. E miz Eost 2004 e voe kinniget ar Raktres ag Oberianiz a Gevelerezh Hiniennel hag degemeret e voe gant Kuzul Atlantel an Norzh eus an AFNA. Adalek-se ez eo ebarzhet Jorjia en eil prantad eus ar c'henstagadur ouzh an AFNA.

D'ar 15 c'hwevrer 2005 e voe anvet un ofiser-liamm e Jorjia e frammadur ar C'hevelerzh evit ar Peoc'h.

Darempredoù gant Unaniezh Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont e-barzh Unvaniezh Europa hag en AFNA e c'hoanta Jorjia. Ne vo posupl nemet en un dazont pell a-walc'h, avat. Evel ma ne fell ket da Jeojia mont da harzioù etre kelc'hiadoù-levezon ar Stadoù-Unanet ha Rusia e klask ar vro tostaat ouzh ar Stadoù-Unanet en ur genderc'hel da genlabourat gant Rusia.

E miz Here 2006 he deus sinet Jorjia ur raktres oberiantiz gant UE e frammadur Politikerezh ag Amezegezh Europeat. Gwirikaet e vo d'an 14 a viz Du.

Darempredoù gant ar Stadoù-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost eo Jorjia ouzh ar Stadoù-Unanet ha levezon ar vro-se enni en-deus lakaet he darempredoù gant Rusia da washoc'h. Un abeg a ziemglev pouezus eo san Baku-Tbilisi-Ceyhan savet gant ar Stadoù-Unanet da liammañ Turkia ouzh maeziadoù eoul-maen Azerbaidjan hep mont a-dreuz tachennad Rusia. E 2004 o doa embannet ar Stadoù-Unanet e paouezfent gant o frogramm ispisial a skoazell vilourel. Erlec'hiet e vo gant ur programm a skoazell reizhoc'h. Lâret en deus Colin Powell ne c'hoantae ket ar Stadoù-Unanet sevel diazezlec'hioù er vro.

Darempredoù gant Rusia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù
Rusia ha Jorjia

Events

Broioù sellet outo

Kollet he-deus rusia he rol ag hanterour en diemglev etre Jorjia hag Abc'hazia hervez ar ministr jorjiat an darempredoù etrevroadel Gela Bezhuashvili. Hervezañ ez emañ Jorjia o vont d'arnodiñ da genziviz gant an emsaverien abc'hazat en un doare dihanterour.

En enkadenn emañ an darempredoù etre Rusia ha Jorjia adalek m'he-doa gouarnamant Saakashvili addalc'het Kodori Gorge. Tamallet he-deus Rusia Jorjia da vezañ bet torret e ouestloù tra ma zamalle Jorjia Rusia da skoazell an disrannerien. Paseporzhioù rusat a voe roet da galz annezidi Abc'hazia hag Osetia ar Su.

Daou ziazezlec'h milourel he-deus Rusia c'hoazh war dachennad Jorjia hag er vro emañ pennlec'h luioù rusat ar c'haokaz. Hervez emglevioù 2005-2006 e tle ar soudarded rusat mnt kuit eus ar vro e 2008.

E miz Gwengolo 2006 e voe bac'het pevar ofiser rust eus ar sevijoù kevrin. O zamall a ra ar gouarnamant jorjiat da gaout ur perzh en enkadenn Kodori. Da galz gwashoc'h ez eo aet an darempredoù etre an div vro goude-se ha troc'het he deus Rusia tout he liammoù armerzhel ha zoken postel gant Jorjia. Kinniget he-deus Jorjia da enebiñ donedigezh Rusia e-barzh Aozadur Bedel ar C'henwerzh

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War al labour-douar hag an douristelezh eo diazezet armerzh Jorjia. E-pad darn vrasañ an XXvet kantved e oa un lodenn eus an armerzh soviedel. Goude 1991 e krogas ar stad da frankizaat a armerzh, avat. Hervez ar Bank Bedel eo Jorjia ar vro adreizher kentañ er bed ha an hini 37vet eo evit an aesder d'ober aferoù.

An touristerezh hag gounidigezh ar sitroñs hag ar rezin a zo andon a leveoù pennañ ar vro. Produiñ a ra te ivez met n'eo ket uhel tre e galite c'hoazh. Un nebeud mengleuzioù (kouevr ha manganez dreist holl) ez eus er vro hag ur greanterzh bihan hag a brodu dilhadoù, gwinn ha produioù kimiek dreist holl. Dleout a ra enporzhiañ darn vrasañ hec'h energiezh.

Daouast da freuzioù ar brezel diabarzh e vez o kreskiñ armerzh Jorjia adalek 1995 ha war zigresk ez eo aet ar monc'hwezh. Kudennoù ez eus gant ar stad evit dastum an tailhoù, avat, hag un dic'hounid bras en-deus e vudjed. Berrentezioù ag energiezh a zo ur gudenn arall, hag eñ he-deus he frevezekaet ar gouarnamant. Ar fed e teu darn vrasañ an energiezh eus Rusia n'int ket mat an darempredoù n'aesa ket an traoù kennebeut.

Demografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

4,661,473 ag annezidi he-deus Jorjia, 88% anezho a zo jorjiz. An azeried a furm 6,5% ar boblañs, an armeniz 5,7% hag ar rused 1,5% (lod anezho a zo divroet adalek dieubidegezh ar vro). An Abc'hazed en Abc'hazia hag an Oseted en Osetia ar Su o-deus savet republikoù disranner na'z int ket anavezet gant ar broioù arall.

Div bobl gartveliek, ar svaned hag ar vingrelied a vev e Jorjia ha kavout a reer un nebeud lazed ivez. Disheñvel ez int dre o yezh eus ar jeorjiz arall met tost tre outo dre o sevenadur. Bez ez eus ivez kalz minorelezhioù bihan arall o vevañ er vro : Asirianed, Tchetchened, Gresianed, Kabarded, Kurded, yuzevien, Tatared, Turked hag Ukrainiz.

Digreskiñ kalz he-deus graet poblañs Jojia adalek diskarr an Unaniezh Soviedel. Disrannidigezh Abc'hazia hag Osetia ar Su, an diemglev en Adjaria hag ar c'hudennoù armerzh o-deus degaset kalz jeorjiz da zivroiñ, e Rusia dreist holl. Da washoc'h eo lakaet ar gudenn gant ur feur-ganidigezh izel tre. Ur milion annezidi nebeutoc'h eget e 1991 he-deus Jorjia ha krediñ a ra reoù'zo ez eo izeloc'h c'hoazh. Un efed a-gostez eus digresk ar boblañ eo ez a war zigresk ivez kenfeur ar minorelezhioù rak niverusoc'h ez eo o izili da zivroiñ.

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn vrasañ ar boblañs (83.9%) a berc'henn d'an Iliz Ortodoks Jorjia. Unan eus ar broioù kentañ gounezet d'ar feiz kristen e voe Jorjia. Da relijion-stad ez eas e 327 met krediñ a reer e oa kummuniezhioù kristien en Egrisi kent prezegenn Sant-Nino. Ouzhpenn-se e prezegas an ebestel Per ha Andrev er vro. Unan eus an ilizioù koshañ eo neuze iliz Jorjia.

Ar minorelezhioù relijiel pennañ a zo ar Vuzulmaned (9,9%), an Armeniz (3,9%) hag ar gatoliked (0,8%).

LINKS