Colin Powell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Colin Powell

Ganet eo bet Colin Powell e Harlem (New York) d'ar 5 a viz Ebrel 1937. E dud a oa o tont eus Jamaika. Bevet en deus e karter ar Bronx e-pad e vugaleaj. Soudard war e leve eo bremañ. Studiet en deus e skolioù publik New York ha, da c'houde en deus bet un diplom marc'hadourezh. Kregiñ a reas e redmicher soudard e 1958 evel isletanant. E 1962 e voe bet e-touez ar 16 000 soudard kaset gant ar prezidant Kennedy da su ar Vietnam. Resevet en deus div vedalenn soudard e-korf hevlene : ar « Purple Heart », hag ar « Bronze Star ». Distreiñ a reas da Vietnam e 1968-1969. E-doug ar veaj-se eo bet gloazet en ur gwallzarvoud biñsaskell. Daoust da se eo deuet a-benn da salviñ e gamaraded d'ar viñsaskell entanet ha resevet en deus ar vedalenn soudard. E 1989 eo bet anvet e penn ar stad major. Kuzulier er surentez vroadel eo bet etre 1987 ha 1989. D'ar 16 a viz Kerzu 2000 eo bet anvet sekretour-Stad gant George W. Bush. Prestik goude bezañ bet addilennet ar prezidant Bush e 2004 en deus kuitaet Powell e bost sekretour-Stad. E miz Here en deus kemennet e skoazell da Barack Obama. En holl en deus resevet 11 kinklerezh soudard, ar strollad merit en o zouez.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.