Andorra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Principat d'Andorra
Banniel Andorra Skoed Ardamez Norvegia
Banniel Andorra Ardamezioù
Ger-stur : Virtus Unita Fortior
LocationAndorra.pngLec’hiadur Andorra
Yezhoù ofisiel Katalaneg
Kêr-benn Andorra la Vella
Statud politikel Kenbriñselezh
Kenbriñsed François Hollande
Joan Enric Vives Sicília
Prezidant Kuzul an Traoñiennoù Antoni Martí Petit
Gorread
-En holl
-% dour

468 km² 2
0,0%
Poblañs
- 2009
- Stankter ar boblañs

94 609
155/km²
Moneiz Euro (€)
Kan broadel El Gran Carlemany
Devezh ar vro 8 a viz Gwengolo
Kod war ar Genrouedad .ad
Kod pellgomz 376

Priñselezh Andorra (katalaneg : Principat d'Andorra, galleg: Principauté d'Andorre, spagnoleg: Principado de Andorra) a zo ur briñselezh vihan eus mervent Europa. E menezioù Pireneoù emañ lec'hiet etre Frañs ha Spagn. Ur vro zigenvez e oa gwechall met deuet eo da vezañ bro binvidik bremañ abalamour d'an touristerezh ha d'he statud baradoz-fisk.

Orin an anv[kemmañ]

Eus ar ger navareg andurrial (strouezheg) e teu anv Andorra moarvat.

Istor[kemmañ]

Hervez an hengoun eo Karl Veur a roas ur garta da annezidi Andorra evit o zrugarekaat da vezañ kemeret perzh er brezel a-enep an Arabed. Pennaotrouniezh ar rannvro a dremenas da gonted Urgell ha, goude se, da eskob Urgell. Er XIvet kantved e voe un tabut etrezañ ha konted Fois.

Diskoulmet e voe ar rendael e 1278 gant sinadur ur pareaj. Divizet e voe e vefe rannet pennaotrouniezh Andorra etre kont Fois hag eskob La Seu d'Urgell e Katalonia (a oa un darn eus rouantelezh Aragon d'an ampoent). He zachenn hag he stumm poltikel a-vremañ a roas an emglev-se e d'ar briñselezh vihan.

Titl kenbriñs a dremenas da rouaned Navara. Pa'z eas Herri IV da roue Frañs e kemeras ur gourc'hemenn a savas roue Frañs hag eskob Ugell da genbriñsed Andorra.

Etre 1812 ha 1813 e stagas an Impaelariezh C'hall Katalonia outi, ha rannet etre pevar departamant. Staget e voe Andorra ivez ha d'un darn eus bann Puigcerdà (departamant Segre) ez eas.

E 1933 e talc'has Frañs ar vro abalamour da drubuilhoù sokial a-raok an dilennadegoù. D'an 12 a viz Gouere 1934 e voe dilennet da diern Andorra ur c'hantread, Boris Skossyreff e anv. Disklêriañ a reas ar brezel ouzh eskob Urgell. Serret e voe gant ar Spagnoled ha kaset kuit da Vro-C'hall. Etre 1936 ha 1940 e lakaas Frañs un detachamant en Andorra d'he gwareziñ ouzh efedoù ar Brezel Diabarzh Spagn. Tizhout a reas soudarded Franco harzoù ar vro e fin ar brezel met n'antrejont ket enni.

Neptu e chomas Andorra e-pad an Eil brezel bed hag un hent-floderezh eus ar c'hentañ seurt e voe.

A-drugarez d'he lec'hiadur e chomas Andorra er-maez eus darvoudoù bras istor Europa ha nebeut a liammoù he devoa gant broioù arall estreget Frañs ha Spagn. Goude ar brezel diwezhañ eo torret he digenvezded gant kresk greanterzeh an touristerezh ha gwelladennoù an treuzdougoù hag an darempredoù. Arnevesaet he deus he frammadur politikel e 1993 ha en hevelep bloaz ez eas da ezelez eus ar Broadoù Unanet.

Politikerezh[kemmañ]

Un demokratelezh parlamantel a zo eus Andorra abaoe 1993. Ar genbriñsed eo ar pennoù-stad met gant ar ministr kentañ hag ar gouarnamant emañ ar galloud-ober. Gant ar c'huzul meur hag ar gouarnamant asambles emañ ar galloud-lezenniñ. Evit 4 bloavezh e vez dilennet ar gannaded. Dizalc’h eo ar justis met choazet e vez ar varnerien gant ar genbriñsed c'hoazh.

N’eus arme ebet gant Andorra. Gant Frañs ha Spagn eo gwarezet he frankiz.

Un emsav disrannañ ez eus e Pas de la Casa.


Melestradurezh[kemmañ]

Etre seizh a barrezioù (katalaneg parròquia) eo rannet Andorra :

Douaroniezh[kemmañ]

Kartenn Andorra.

Dindan venezioù emañ an darn vrasañ eus tachenn Andorra. An uhelder krenn a dap 1 996 m. Al lec'h uhelañ eo ar Coma Pedrosa (2 946 m). Ar boblañs a vev e teir zraoñienn dreist-holl, avat. Ar re-mañ a ya d’ober un draoñienn hepken e-kichen Valira, war-du harzoù Spagn. Al lec'h izelañ a zo 870 m a-us da live ar mor.

Hinad Andorra a zo heñvel ouzh hini ar broioù nes met yenoc'h eo abalamour d'an uhelder. Erc'h a vez ingal e-pad ar goañv ha klouaroc'h e vez e-pad an hañv.

Armerzh[kemmañ]

Degas a ra an touristerezh 80 % leve Andorra. War-dro 9 milion a dud a zeu weladenniñ ar vro bep bloaz. Sachet e vezont gant ar prizioù izel — n'eus ket tailhoù war an gwerzhioù — an hinad hag ar gweledvaoù. War zigresk emañ lañs an touristerezh, avat, abaoe m'o deus digoret Frañs ha Spagn o harzoù ha torret ar gwirioù maltouterezh.

Ur baradoz-tailhoù a zo eus Andorra ha pouezus-kenañ evit hec'h armerzh eo tachenn ar bank.

N’eus nemet 2 % eus an douareier a c'heller tiekaat hepken hag an darn vrasañ eus ar boued a rank bezañ emporzhiet. An nebeud kouerien eus ar vro a sav deñved dreist-holl hag an greanterzh nemetañ eo ar fardiñ sigaretennoù ha meurbl.

N'eo ket Andorra un ezelez wir eus an Unaniezh Europa met un darempred ispisial he deus ganti. War renk un ezelez wir emañ evit ar produioù oberiataet (gwir maltouterezh ebet) met un nann-ezelez eo evit produioù an douar. N’eus moneiz ebet gant Andorra hag ober a ra gant hini hec'h amezeien. A-raok 1999 ec'h implije al lur gall hag ar peseta spagnol, abaoe e ra gant an euro. Er c'hontrol eus broioù european bihan all n'he deus ket gwir Andorra da gognañ pezhioù. Emañ avat o varc’hata evit kaout aotre d’ober.

Demografiezh[kemmañ]

Ur vinorelezh en o bro eo deuet an Andoraned da vezañ. N’eus nemet 33 % eus an annezidi a-gement a zo dezho ar vroadelezh andorran. Ar strollad brasañ eus an embroidi eo ar Spagnoled (49 %), ar Frañsizien (7 %) hag tud eus Portugal.

Poblañs Andorra a dape 71 201 a annezidi e miz Gouere 2006.

Sevenadur[kemmañ]

Yezh ofisiel ar vro eo ar c'hatalaneg, yezh rannvro emren Katalonia a zo he sevenadur tost-tost da hini Andorra. Komz a reer spagnoleg, portugaleg ha galleg ivez. Ar relijion bennañ eo an hini gatolik.

Daou skrivagner brudet e Katalonia a zo bet ganet en Andorra : Michèle Gazier ha Ramon Villeró. E Sant Julià de Lòria e tañser contrapàs ha marratxa na vez kavet nemet en Andorra. Ar sonerezh hengounel a zo doare Katalonia dreist-holl.

Gwelet ivez[kemmañ]

Mapa dels Països Catalans.png Broioù Katalanek Mapa dels Països Catalans.png

Katalonia · Bro-Valencià · Inizi Balearez · Andorra · Franxa de Ponente · Alguer · el Carxe