Bolchevik

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un emvod eus ar strollad bolchevik. Emañ Lenin war an tu dehou

Graet e vez Bolcheviked (unander: Bolchevik; rusianeg большевики, (unander) большевик, distaget: [bəlʲʂᵻˈvʲik], deveret diouzh bol'shinstvo, "muianiver") eus ar rann eus ar strollad marksour Strollad Sokial Demokratel Labourerien Rusia (SSDLR), renet gant Lenin, a zispartias diouzh ar rann Menchevik (eus men'shinstvo, "bihanniver"). C'hoarvezout a reas an disrann e-kerzh an Eil Kendalc'h e 1903, ha dont a rejont da vezañ dizalc'h e 1912. Da heul Dispac'h 1917 e teujont da vezañ e penn ar galloud gant Dispac'h miz Here en anv ar soviedoù. Er bloaz 1922 e teuas ar strollad da vezañ Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.