Okeania
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Oseania)
Okeania [1], Oseania pe Oseani[2] a zo unan eus rannoù bras an Douar, anvet diwar anv an doue kozh Okeanos. Evit a sell an douarbolitikerezh, an istor hag ar sevenadur eo ur c’hevandir. Evit a sell an douaroniezh avat, eo diaes ober kevandir eus ur rann-ved diazezet dreist-holl war inizi bihan strewet en ul lodenn hepken eus ur meurvor (lodenn su ar Meurvor Habask), war-bouez Aostralia, ur gwir "enez-kevandir" anezhi.
[kemmañ] Ar rannoù
Boas e vezer da rannañ Okeania e teir rann vras, e-maez eus Aostralia ha Zeland-Nevez:
[kemmañ] An inizi pennañ
- Aostralia, ur gwir gevandir evit an douaroniourien
- Ginea-Nevez
- Enez ar Su (Zeland-Nevez)
- Enez an Norzh (Zeland-Nevez)
- Tasmania (Aostralia)
- Kaledonia-Nevez
- Fiji
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Geriadur Roparz Hemon, 1993, p. 605.
- ↑ Geriadur Favereau.
| Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |