Belarus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Рэспубліка Беларусь
Республика Беларусь

Republik Belarus
Banniel Belarus Skoed-ardamez Belarus
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur: Ar stad evit ar bobl
Kan broadel: Мы, беларусы
("Ni, Byelarused")
Lec'hiadur Belarus
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Minsk
55°55′N 27°33′E
Yezh(où) ofisiel Belaruseg
Ruseg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Alyaksandr Loukachenka
 - Ministr Kentañ Mic'hail Myasnikovitch
Gorread
 - Hollad 207,600 km² (85)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - niveradeg 2012 9,463,000
 - Stankter 45,6/km² (142)
PDK (PGP) 2010 (istimadur)
 - Hollad $131,201 miliard (64)
 - Keidenn $13 909 (78)
FDD  (2004) Green Arrow Up Darker.svg 0.794 (kreiz) (67)
Moneiz Roubl Belarusat ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .by
Kod pellgomz +375

Belarus (belaruseg: Беларусь, lizherenneg latin ispisial Łacinka: Biełaruś; ruseg: Беларусь, Белору́ссия) a zo ur vro eus reter Europa. Harzoù he deus gant Rusia war-du ar reter, gant Polonia war-du ar c'hornôg, gant Ukraina, war-du ar su, gant Lituania ha Latvia war-du an norzh. Minsk eo he c'hêr-benn. Ar c'hêrioù pennañ arall a zo Brest, Grodno, Gomel, Mogilev, Vitebsk ha Bobruisk. Unan eus an div vro tizher ar muiañ gant Gwallzarvoud Tchernobil eo.

Melestradur[kemmañ]

Proviñsoù Belarus

Un aozadur melestradurel eus ar marevezh soviedel he deus miret Belarus. Disrannet eo he zachenn e c'hwec'h proviñs ("voblasts") hag a denn o anv eus o c'hreizenn velestradurel. Ur statud ispisial he deus kêr Minsk ha n'emañ e proviñs ebet. E raionoù e vez disrannet ar proviñsoù. Kuzulioù ar raionoù a vez dilennet gant o annezidi met gant ar broviñs e vez anvet o galloud ober. Ar memes tra zo gwir evit ar proviñsoù a zo dilennet o farlamant tra ma vez dilennet o galloud-ober gant ar gouarnamant.

Roll proviñsoù Belarus[kemmañ]

  1. Minsk (kêr-benn)
  2. Voblast Brest (Brest)
  3. Voblast Homiel (Homyel)
  4. Voblast Hrodna (Hrodna)
  5. Voblast Mahilyow (Mahilyow)
  6. Voblast Minsk (Minsk)
  7. Voblast Vitsebsk (Vitsebsk)

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger Belarus er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Mediaoù[kemmañ]

Lec'hiennoù ofisiel[kemmañ]