Ivin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ivinoù ar bizied.
ivinoù ar bizied treid.

Un ivin zo e penn pep biz d'an den, anezhañ un danvez heñvel ouzh skilfoù loened zo.

Tud zo a zebr o ivinoù, e-lec'h krennañ anezho.

Aozadur an ivinoù [kemmañ]

  • Ar mable : diazez an ivin, emañ a brodu ar c'heratin hag a grouo an ivin. Ma'z eo gloazet e c'hoarvez e vefe digendalc'husterioù en ivin.
  • An eponychium pe kutikul : ar c'hroc'hen a c'holo ar mable.
  • Ar paronychium : ar c'hroc'hen a zo war vord an ivin
  • An hyponychium : kavet dindan penn an ivin.
  • An ivin e-unan : al lodenn kalet ha treuzwelus, graet gant keratin
  • Arc'h an ivin : kavet dindan an ivin
  • Al loarell (pe "strinkenn ar Werc'hez") : an dachenn sklaer rombek lec'hiet e diazez pep ivin.

Ivinoù troc'het [kemmañ]

Ivinoù an dorn a kemer etre 3 ha 6 miz evit en em stummañ penn-da-benn, 12 da 18 miz evit an ivinoù treid.
An ivin en deus ur c'haletder 2,2 war skeul Mohs!
Kleñvedoù zo a laosk merkoù war an ivinoù ; un doare eo e medisinerezh da adkavout istor kleñvedel ur pasiant...

Troioù lavar [kemmañ]

  • Astenn unan benak war e bevar ivin: diskar anezhañ d'an douar
  • Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak: bezañ taer
  • Dont ar gwad dindan ivinoù ub: sevel droug ennañ
  • Kaout ivinoù kaouenn: ivinoù lemm
  • Krennañ e ivinoù da ub: terriñ e fulor da ub
  • Bezañ hir e ivinoù: bezañ laer
  • Un ivin kignen
  • Ivinoù an amzer: an amzer o tremen hag a laosk roufennoù war dremmen an dud
  • Un ivinad amann: nebeudik a amann
Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger ivin er
wikeriadur, ar geriadur frank.