Ardamezouriezh
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur sistem arouezioù staget ouzh an dud, an tiegezhioù hag ar galloudoù eo an ardamezouriezh (pe heraldik). Ijinet eo bet en Europa war-dro an XIIvet kantved ha staliet mat e reolennoù er XVvet kantved. Implijet eo hiziv en un doare prevez pe ofisiel hervez ar broioù.
Kavet e vez an tresadennoù arouezel war an ardamezioù, ar re-mañ a c’hall bezañ ur skoed-ardamez hepken peurvuiañ, met kavet e vez klinkadurioù en-dro dezhañ a-wechoù (kurunenn, bigrer, ger-ardamez, loened...). Stumm ar skoedoù gant ul lodenn izel ront pe begek a zeu eus mare ar varc'heien er Grennamzer pa oa implij pennañ an ardamezioù livet war ar skoedoù lakaat an emgannerien da vezañ anavezet pa oa kuzhet o bizaj gant o zokarn.
Geriaoueg-diazez an ardamezouriezh [kemmañ]
Istor an ardamezouriezh [kemmañ]