Kemper
-
Gant ar ger "Kemper" e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Kemper (disheñvelout).
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Kemper | |
| Departamant | Penn-ar-Bed (prefeti) |
| Bro hengounel | Kerne - Glazig |
| Arondisamant | Arondisamant Kemper (penngêr) |
| Etrekumuniezh | Kemper Kumuniezh |
| Bro 'Voynet' | Bro Gerne |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | penngêr eus 3 kanton |
| Kod INSEE | 29232 |
| Kod post | 29000 |
| Maer Amzer gefridi |
Bernard Poignant 2008-2014 |
| Gorread | 8 445 ha = 84 45 km² |
| Hed ha led | 47° 59' 48" Norzh, 04° 05' 47" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 6 m bihanañ : -5 m brasañ : 151 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 64 902 (2006) |
| Stankter | 769 |
Kemper (Quimper hec'h anv melestradurel) a zo ur gumun e mervent Breizh, kêr-benn Kerne ha prefeti departamant Penn-ar-Bed. Kemperiz e vez graet eus an annezidi.
Taolenn |
[kemmañ] Anv
E-lec'h ma kej doureier ar Stêr Deir, an Oded hag ar Jed emañ kêr hag e-se ur c'hember (eus ken + ber e teu an anv), orin an anv. Cymer e kembraeg a zo dezhañ ur ster nes: kej hag en iwerzhoneg eo bet goveliet comhar evit kenlabour.
[kemmañ] Douaroniezh
Eil kêr pobletañ Penn-ar-Bed eo Kemper war-lerc'h Brest, hag an hini gentañ eus Bro-Gerne.
Al lanv a sav a-hed traoñienn an Oded betek kêr. Kemper zo evel ur porzh e foñs an aber, ur saviad armerzhel eus ar re bennañ. Setu perak eo ur c'hroashent kozh-tre.
[kemmañ] Sevenadur
[kemmañ] Sevenadur poblek
[kemmañ] Sonerezh
E Kemper e vez kavet ur bern bagadoù. Tri outo a son e kentañ rummad: Bagad Kemper bet kampion Breizh, Bagad Ar Meilhoù Glaz ha Bagad Penhars. Kavet e vez ivez Bagad Kerne, Bagad an Erge Vras, Bagad Ar Re Gozh ha Bagad Sant Padrig.
[kemmañ] Dañs
Ur bern kelc'hioù keltiek zo ivez, an hini anavezetañ eo Kelc'h Keltiek Eostiged ar Stangala. Kampion Breizh e oa ar c'helc'h e 2006. Ar c'helc'hioù all eo Dañserien Kemper ha Keltiad Kemper.
[kemmañ] Poblañs
| 1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 |
|---|---|---|---|---|---|---|
| 45989 | 52496 | 55977 | 56907 | 59437 | 63238 | 64900 |
| Niver kemeret adalek 1968 : Poblañs hep kontoù doubl | ||||||

[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D’ar 6 a viz C’hwevrer 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war-un-dro al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
[kemmañ] Skolioù
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1977.
- Ur skol Diwan zo ivez, ur skolaj Diwan.
- E Kemper emañ Kelenn, an aozadur stummañ skolaerien kaset en-dro gant Diwan.
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skolioù divyezhek 5,0% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez. [1]
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 527 skoliad (5,3% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [2]
[kemmañ] Armerzh
[kemmañ] Monumantoù ha touristerezh
|
Ar prefeti war vord an Oded
|
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Anvioù kêr
Koshañ anv a gaver eo hini Aquilonia e 1022 (Sanctae Mariae in Aquiloniae civitate), met dizemglev zo diwar-benn pelec'h resis edo ar gêr-se. P'emañ aquilo anv latin an avel Norzh e soñj lod e oa an anv-se hini ur c'harter e Norzh ar gêr galian-ha-roman, houmañ war riblenn Su an Oded.
E 1085 e kaver roud eus Quimpercorentin ken eo staget kreñv ouzh ar gêr-eskopti memor e eskob kentañ sant Kaourintin. E Quimper-Corentin en deus ijinet Yann ar Feunteun e c'hellfe erruout gwall dro ar charretour stanket el lagenn.
[kemmañ] XIXvet kantved
- 1864: tizhet eo Kemper gant an hent-houarn.
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil Brezel-bed: dieubet e voe Kemper gant ar Rezistañs d'an 8 a viz Eost 1944.[1].
- 1960 : bodet e voe kumunioù Kemper, Kerfeunteun, an Erge-Vihan ha Penharz da vont d'ober ur gumun vras hepken, Kemper.
[kemmañ] Tud brudet
[kemmañ] Tud bet ganet eno
- Alan Kainhart, kont Kerne
- Alan Fergant, dug Breizh
- Hoel II, dug Breizh
- Michel Marion (circa 1450)
- Élie Fréron (1718)
- René Madec (1738)
- René Theophile Hyacinthe Laenneg, medisin 17 a viz C'hwevrer 1781
- Joseph Bigot (1807)
- Anna Vezmeur, leanez skrivagnerez vrezhonek 28 a viz Mae 1823
- Pierre-Alexis Ronarc'h (1865)
- Max Jacob (1876)
- Pierre de Belay (1890)
- Charles Hernu (1923)
- Pêr Toulhoat, orfebour-bravigour anezhañ, 1añ a viz Gwengolo 1923
- Nicolas Genka Eugène Nicolas (1937).
- Jean Failler, skrivagner breizhat, bet krouet tudenn Mary Lester gantañ 26 a viz C'hwevrer 1940
- Dan ar Braz Daniel Le Bras (1949)
[kemmañ] Tud bet marvet eno
- Sant Yann Diarc'hen (Ar Santig Du)
- Pierre-Paul de la Grandière (1876)
- Joseph Bigot (1894)
- Fañch an Uhel, gwerinoniour ha barzh brezhonek, 26 a viz C'hwevrer 1895.
- Alfred Beau (1907)
- Frédéric Le Guyader (1926)
- Victor Lucas (1958)
- Pêr-Jakez Helias, skrivagnour breizhat, barzh ha den a radio breizhat, 13 a viz Eost 1995
- Yves-Marie Audrein, eskob touer, muntret gant ar Chouaned, 19 a viz Du 1800 e Kerfeunteun.
[kemmañ] Tud o deus tremenet un tamm eus o buhez eno
- Joseph-François Dupleix
- Yves-Marie Audrein
- Jacques Cambry
- Teodor a Gervarker
- Anatol ar Braz
- Ernest Ponthier de Chamaillard
- Jef Le Penven
- Julien Gracq
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Michel Guéguen ha Louis-Pierre Le Maître, L' Aigle sur la mer - Concarneau 1939 - 1945, levrenn III, 1988, pajenn 65